Emglev ar skrivagnerien : diforc'h etre ar stummoù
Linenn 21: | Linenn 21: | ||
== Anvioù sinerien an Emglev == |
== Anvioù sinerien an Emglev == |
||
[[Emil Ernod]], [[Loeiz ar C'hlerg]], [[Yann-Vari Perrot]], [[Frañsez Vallée]], [[Eujen Koroller]] pe [[Gweltaz]], [[Erwan ar Moal]] pe [[Dir-na-Dor]], [[Aogust |
[[Emil Ernod]], [[Loeiz ar C'hlerg]], [[Yann-Vari Perrot]], [[Frañsez Vallée]], [[Eujen Koroller]] pe [[Gweltaz]], [[Erwan ar Moal]] pe [[Dir-na-Dor]], [[Aogust Bocher]] pe [[Ar Yeodet]], [[Frañsez Korel]], [[Glaoda ar Prad]], [[Jos-Per ar Bras]] pe [[Dirlemm]]. |
||
Evel pep emglev, ne rae nemet braslinennañ al labour ar munudoù a ranke bezañ spisaet. Se a voe kefridi Ernod, Vallée ha [[Breuriezh Veur ar Brezhoneg]]. |
Evel pep emglev, ne rae nemet braslinennañ al labour ar munudoù a ranke bezañ spisaet. Se a voe kefridi Ernod, Vallée ha [[Breuriezh Veur ar Brezhoneg]]. |
Stumm eus an 26 Ebr 2011 da 14:33
Er bloaz 1907 e voe graet div vodadenn e Sant-Brieg gant skrivagnerien a genlaboure d'an div gelaouenn Feiz ha Breiz ha Kroaz ar Vretoned. Fellout a rae dezho lakaat urzh en doare-skrivañ. O mennozh a voe displeget ganto evel-hen :
1) Pal da dizhout : unvaniñ ar brezhoneg skrivet, pezh a dlee, da vezañ poellek, bezañ graet hep mont re bell ha tamm-ha-tamm, hogen gant youl hag onestiz.
2) Doareoù : e-keñver an danvez, aberzhiñ dre ret pezh a zo re a-ziforc'h e pep rannyezh komzet, hag a ve didalvoud pe noazus ouzh berzh-mat an oberenn graet a-gevret ; e-keñver ar furm, kemer dreist--holl pezh a zo an eeunañ, boutinañ, pe reizhañ hervez istor ar yezh, diouzh ma vo kavet mat e pep pleg.
Ne lavarent ket peseurt diazez a gemerent, hogen, diouzh lenn o skrid-emglev, ez eo anat e soñjent e doare-skrivañ ar Gonideg.
E gwir, ne gemmjont doare-skrivañ ar Gonideg nemet war un nebeud poentoù :
1) resisaat implij 'gw' (e-kichen, implij "gou");
2) lakaat 'y' e-lec'h 'i' e derou gerioù 'zo (yac'h, yen, hag all) ;
3) adimplij 'gn' ;
4) Implij (i)lh ;
5) reizhañ implij ar c'hensonennoù mouezhiet ha divouezh e dibenn ar gerioù (da skouer, diforc'h etre an anv-kadarn "galleg" hag an anv-gwan "gallek").
Anvioù sinerien an Emglev
Emil Ernod, Loeiz ar C'hlerg, Yann-Vari Perrot, Frañsez Vallée, Eujen Koroller pe Gweltaz, Erwan ar Moal pe Dir-na-Dor, Aogust Bocher pe Ar Yeodet, Frañsez Korel, Glaoda ar Prad, Jos-Per ar Bras pe Dirlemm.
Evel pep emglev, ne rae nemet braslinennañ al labour ar munudoù a ranke bezañ spisaet. Se a voe kefridi Ernod, Vallée ha Breuriezh Veur ar Brezhoneg. Skouer ar yezh, a dlee bezañ anavezet dindan an anv KLT, a voe roet dreist-holl el levrioù "Sketla Segobrani" hag an "Notennoù diwar-benn ar Gelted Kozh", Dont a reas da vezañ yezh ar gelc'hgelaouenn Gwalarn.