Wikipedia:Margodenn : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Neal (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Neal (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 53: Linenn 53:


==Implijout dereat evit lieskontoù==
==Implijout dereat evit lieskontoù==
Daosut ha ma vez erbedet ouzh an holl chom hep krouiñ lieskontoù dre vras, bez' e c'heller krouiñ hag implijout lieskontoù evit kas da benn palioù dereat.
Daoust ha ma vez erbedet ouzh an holl chom hep krouiñ lieskontoù dre vras, bez' e c'heller krouiñ hag implijout lieskontoù evit kas da benn palioù dereat.
<!--
===Segregation and security===
Other users employ multiple accounts to segregate their contributions for various reasons:


===Isrannañ al labour ha surentez===
* A user making substantial contributions to an area of interest in Wikipedia might register another account to be used solely in connection with developing that area.
Bez' e c'hell un implijer/ez kaout c'hoant isrannañ al labour kaset da benn gantañ/i war ar Wikipedia dre grouiñ lieskontoù evit meur a abeg:


* evit kas da benn labour war un dachenn resis ma vez labouret kalz warni en ur implijout ur gont disheñvel evit al labourioù war tachennoù liesseurt all;
* Since public computers can have password-stealing trojans or keyloggers installed, some users may use an alternate account when editing under these conditions in order to prevent the hijacking of their main accounts.


* pa vez laeret o toupin gante;
* Someone who is known to the public or within a particular circle may be identifiable based on his/her interests and contributions; dividing these up between different accounts might help preserve the person's anonymity. Users with a recognized expertise in one field, for example, might not wish to associate their contributions to that field with contributions to articles about less weighty subjects.


* evit kas da benn labour war un dachenn m'emañ brudet an implijer/ez-se evel un arbennigour warni evit gallout ober an diforc'h gant labourioù all kaset da benn gantañ/i war tachennoù all n'emañ ket ur mailh warne evit ma bne savfe ket divrud war e benn pe war he fenn e-keñver o labour arbennigour/ez;
* A person editing an article which is highly controversial within his/her family, social or professional circle may wish to use a sock puppet so that readers unfamiliar with [[Wikipedia:Neutral point of view|NPOV]] policy will not assume his/her information edits are statements of personal belief.


* evit [[Wikipedia:Kumuniezh/Chom neptu|chom neptu]] pa vezer o labourat war temoù tabutus evit ma ne gredo ket d'an dud all int temoù o tennañ outañ/i ez-personel
<!--
===Keeping heated issues in one small area===
===Keeping heated issues in one small area===
Some editors use different accounts in talk pages to avoid conflicts about a particular area of interest turning into conflicts based upon user identity and [[Wikipedia:No personal attacks|personal attacks]] elsewhere, or to avoid harassment outside of Wikipedia. A person participating in a discussion of an article about abortion, for example, might not want to allow other participants an opportunity to extend that discussion or engage them in unrelated or philosophically motivated debate outside the context of that article.
Some editors use different accounts in talk pages to avoid conflicts about a particular area of interest turning into conflicts based upon user identity and [[Wikipedia:No personal attacks|personal attacks]] elsewhere, or to avoid harassment outside of Wikipedia. A person participating in a discussion of an article about abortion, for example, might not want to allow other participants an opportunity to extend that discussion or engage them in unrelated or philosophically motivated debate outside the context of that article.

Stumm eus an 10 Kzu 2006 da 15:35


Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Pennaennoù ha politikerezhioù diazez


Tennañ a ra ar pennad-mañ da bennaennoù diazez ar Wikipedia.
Mat eo d'an holl implijerion/ezed o anaout, o c'hompren ha doujañ dezho.



Margodenniñ


E berr gomzoù

Arabat implijout meur a gont evit hañvalout bezañ meur a den a-benn reiñ muioc'h a bouez d'un tem m'emañ o kaozeal pe o votiñ diwar e benn nag o klask mont e-bioù d'un gont stanket. Arabat ivez goulenn ouzh tud anavezet ganit krouiñ kontoù a-ratozh kaer evit sevel a-du ganit pe da lakaat un tem da mont war un tu a fell dit.

Digoradur

Ur "vargodenn" eo an anv ma vez graet eus iskontoù ur Wikipediour/ez implijet gantañ/i meur a gont disheñvel gant bep un anv disheñvel. Erbedet e evz chom hep margodenniñ, da lâret eo krouiñ meur a gont gant an hevelep implijer, nemet ma vefe evit abegoù arbennik.

Goulennet e vez ouzh an holl implijerion/ezed chom hep krouiñ meur a gont evit ma vefe reishoc'h disoc'h dilennadegoù ha votadegoù all hag ivez evit gallout lakaat e pleustr stankadennoù evit gwareziñ ar raktres pa sav reuz.

N'eo ket difennet krouiñ meur a gont met difennet groñs an hini eo o implijout evit mergodenniñ, da lâret eo ez-strizh evit hañvalout bezañ meur a den a-benn bouezañ war an divizoù kemeret war ar Wikiepdia en un doare direzh.

Pa vez krouet meur a gont gant an memes implijer/ez neuze e vez goulennet oute sevel liammoù etre ar c'hontoù-se en ur lakaat sklaer piv eo an implijer/ez kiriek dezhe.

Diorroadur

Abegoù evit stankañ lieskontoù

Stanket e vo diouzhtu gant ur merour hep kemennadenn gent ebet dre ret lieskontoù (meur a gont dindan kiriegezh an hevelep implijer/ez) seul wezh ma vez implijet ar c'hontoù-se evit mergodenniñ. Stanket e vo an holl iskontoù hag stanket e c'hello bezañ ivez ar gont pennañ ma vez ret.

Mar kav d'un implijer/ez bennak eo bet implijet lieskontoù evit mergodenniñ e rankont displegañ o abegoù dre mont e darempred gant unan eus ar verourion war-eeun pe dre leuskel ur gemenn war ar bajenn-mañ: Goulenn ouzh ar verourion.

A-wezhoù n'eo ket sklaer piv a zo a-drek d'ar gont-mañ'r-gont ha ma sav ur gudenn diwar implij didereat lieskontoù e c'hello ar verourion goulenn goût petra eo ar chomlec'h IP implijer gante reked giwriekaat identelezh un implijer/ez (Notenn: betek-hen n'eus implijer/ez ebet war ar Wikiepdia e brezhoneg ganti/añ ar galloud-se, abalamour da se eo ret mont da c'houlenn war al le'hienn-mañ war ar Wikipedia e saozneg).

Implijoù difennet evit lieskontoù

aosut ha ma vez erbedet ouzh an implijerion/ezed krouiñ meur a gont (lieskontoù) n'eo ket difennet hen ober. Difennet eo avat implijout lieskontoù evit kas da benn oberoù hag a savfe a-enep da reolennoù ha pennaennoù mont-en-dro diazez ar Wikipedia.

Votadegoù ha argerzhadurioù kenasant all

Evit tizhout kenemglevioù hag ivez evit votiñ en dilennadegoù pe er mouezhiadegoù all hag en holl ergerzhadurioù ma vez klasket goût sav-poent pe ali an implijerion/ezed e ranker doujañ war ar Wikiepdia d'ar bennaenn diazez "un den = ur vot". Difennet-groñs eo nueze implijet lieskontoù evit lakaat seurt argerzhadurioù da vont war un tu bennaket en un doare direizh.

Ouzhpenn bezañ difennet implijout lieskontoù evit mouezhiañ meur a wezh eo difent ivez o implijout evit ma hañvalfe e savfe muioc'h a dud a-enep pe a-du gant ur sav-poent pe un ali resis.

Klask labourat dre guzh

Ne ranker ket impljout lieskontoù evit klask kuzhat diouzh ar gumuniezh peseurt labour a vez kaset da benn gant peseurt implijer/ez. Ar gwir o deus an impliejrion/ezed all da gompren peseurt labour a vez graet gant an implijerion/ezed all ha rankout a ra pep hini bezañ kiriek evit al labour kaset da benn gantañ/i, da skouer ar pennadoù boulc'het gantañ/i, ar pennadoù bet kemmet gantañ/i hag an evezhiadennoù bet graet gantañ/i war ar pajennoù kaozeal.

Kontoù fur ha kontoù reuz

Difennet-groñs eo krouiñ lieskontoù a-ratozh-kaer evit plantañ reuz (kont reuz) dindan un anv all disheñvel diouzh hini ar gont pennañ implijet evit kas da benn all labour a-feson a-hendall war ar raktres (kont fur). Difennet-groñs eo ivez d'ar verourion sevel seurt kontoù evit galloud kemer perzh en un tabut keit ha ma klaskont merañ an tabut-se en ur hañvalout chom neptu.

Klask mont e-bioù da stankadennoù

Lakaet e vez da dalvezout ar politkerezhioù ofisiel dre implijer/ez ha n'eo ket dre gont. Stanket e c'hello bezañ ar c'hont pennañ ma implijer lieskontoù o klask mont e-bioù d'ur stankadenn bet lakaet war an implijer/ez-se evit an abeg-mañ'-n abeg.

Lieskontoù merañ

Difennet eo d'ur merour bennak krouiñ lieskontoù gante gwirioù merañ. Bez e c'hellont krouiñ lieskontoù evit ober an diforc'h etre o labour evel merourion hag o labourioù all war ar raktres evel implijerion voutin met n'hall bezañ o galloudoù merañ stag ouzh unaneus o c'hontoù war un dro nemetken. Pa vez krouet lieskontoù gant merourion e vez erbedet oute, muioc'h c'hoazh evit ouzh ar re all, disklêriañ e vez implijet ar c'hontoù-se gant ar memes den ha sevel sklaer liammoù kenetreze.

Implijout dereat evit lieskontoù

Daoust ha ma vez erbedet ouzh an holl chom hep krouiñ lieskontoù dre vras, bez' e c'heller krouiñ hag implijout lieskontoù evit kas da benn palioù dereat.

Isrannañ al labour ha surentez

Bez' e c'hell un implijer/ez kaout c'hoant isrannañ al labour kaset da benn gantañ/i war ar Wikipedia dre grouiñ lieskontoù evit meur a abeg:

  • evit kas da benn labour war un dachenn resis ma vez labouret kalz warni en ur implijout ur gont disheñvel evit al labourioù war tachennoù liesseurt all;
  • pa vez laeret o toupin gante;
  • evit kas da benn labour war un dachenn m'emañ brudet an implijer/ez-se evel un arbennigour warni evit gallout ober an diforc'h gant labourioù all kaset da benn gantañ/i war tachennoù all n'emañ ket ur mailh warne evit ma bne savfe ket divrud war e benn pe war he fenn e-keñver o labour arbennigour/ez;
  • evit chom neptu pa vezer o labourat war temoù tabutus evit ma ne gredo ket d'an dud all int temoù o tennañ outañ/i ez-personel

Gwelet ivez