Paul Ladmirault : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
|||
Linenn 54: | Linenn 54: | ||
*Oferenn verr ''evit kor ha orglez'' |
*Oferenn verr ''evit kor ha orglez'' |
||
*Myrdhin, ''opera'' |
*Myrdhin, ''opera'' |
||
*Jili Raez, ''opera 1893'' |
*[[Jili Raez]], ''opera 1893'' |
||
*Tonioù kozh ''evit tenor, pevarad-kerdin ha piano 1897'' |
*Tonioù kozh ''evit tenor, pevarad-kerdin ha piano 1897'' |
||
*Glycères, ''operetenn 1928'' |
*Glycères, ''operetenn 1928'' |
||
==Liammoù== |
==Liammoù== |
Stumm eus an 15 Ebr 2011 da 07:37
Paol Ladmirault (pe Paul Ladmirault e galleg) zo anezhañ ur sonaozer breizhat, ganet e Naoned d'an 10 a viz Kerzu 1877, ha marvet d'an 30 a viz Du 1944 e Kamoel (Mor-Bihan), war-lez ar stêr Gwilun.
Buhezskrid
Ganet eo bet Paul Ladmirault e Naoned d'ar 10 a viz Kerzu 1877. Skrivañ a reas e oberennoù kentañ pa oa 8 vloaz hepken. Seniñ a rae ar piano, an orglez hag ar violoñs. Ur bugel marzh a oa anezhañ. E opera kentañ "Jili Raez" a oa bet c'hoariet pa oa 16 vloaz. Mont a ra e-barzh klas sonerezh Gabriel Fauré, ha klaviazañ en deus graet darn eus oberennoù e vestr. Anavezet eo Ladmirault ivez evel emsaver breton. Stourm a reas evit emrenerezh sevenadurel Breizh. Unan eus sonaozourien gentañ ar bodad arzel Seizh Breur e oa. D’e heul ec’h emezelas buan Georges Arnoux ha diwezhatoc'hik Paol ar Flemm. Deskiñ a reas brezhoneg ha kembraeg ha treiñ a reas "Barddas", levr ar Varzhed. Marvel a reas en e di e Kamoel (Bro-Naoned) d'an 30 a viz Here 1944.
Oberenn
Awenet eo oberenn Ladmirault gant mojennoù ar Gelted. Brudet eo evit e varzhonegoù siñfoniek, en o zouez emañ "Breselien diouzh ar mintin" hag "Ar Briwer". Oberennoù all a zo bet savet gantañ diwar-benn Breizh end-eeun pe bed ar Gelted "Heuliad brezhon" e 1903, ha "Rapsodienn ouezel" e 1909, pe sonerezh Tristan hag Izold. N'eo ket bet c'hoariet gwech ebet e eil opera Myrdhin (Marzhin). Pezhioù sonerezh relijiel kaer-kenañ a zo bet savet gantañ ivez.
Oberoù pennañ
Oberoù sonerezh siñfoniek hag operaoù
- Heuliad Breizh
- Belegez Korydwenn, gourc'horoll
- Ar Briwer, barzhoneg siñfoniek
- Er c'hoad, barzhoneg siñfoniek
- Valsenn drist evit piano ha laz-seniñ
- Bresilien diouzh ar mintin, barzhoneg siñfoniek
- Dimeziñ evit laz-seniñ ha piano
- Yaouankiz Cervantès evit laz-seniñ
- Sinfonienn en Ut
- Heuliad Breizh 1903
- Rapsodienn ouezel 1909
- Tristan hag Izold, sonerezh leurenn 1929
Oberoù sonerezh kambr
- Argemm war tonioù binioù evit piano pevar dorn
- Marc'hekadenn, faltazienn war "reeloù" skos, triad evit violoñs, gaolvioloñs ha piano
- Tenergan evit pevarad-kerdin
- Triad "ar Stêr" evit violoñs, gaolvioloñs ha piano
- Faltazienn evit violoñs ha piano 1899
- Kanaouennoù ar mor evit usvoud ha piano 1906
- Sonatenn evit violoñs ha piano 1931
- Pempad-kerdin 1933
- Pevarad-kerdin 1933
- Eus an Disheol d’ar Sklêrijenn evit violoñs ha piano 1935
- Koral hag argemm evit piano ha pempad-c'hwezh 1936
- Sonatenn evit gaolvioloñs ha piano 1939
- Sonatenn evit klerinell ha piano 1942
Oberoù piano ha kanaouennoù
- Daou zañs
- Pevar fezh
- Eñvor un azen
- Peder damskeudenn evit piano
- Valsenn drist evit daou biano, 1901
- Brimbalerezh, 1929.
Oberoù mouezh ha relijiel
- Tantum ergo evit mouezh, orglez ha laz-seniñ
- Oferenn verr evit kor ha orglez
- Myrdhin, opera
- Jili Raez, opera 1893
- Tonioù kozh evit tenor, pevarad-kerdin ha piano 1897
- Glycères, operetenn 1928