Caspar David Friedrich : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: af:Caspar David Friedrich
Linenn 711: Linenn 711:
[[Rummad:Marvioù 1840]]
[[Rummad:Marvioù 1840]]


[[af:Caspar David Friedrich]]
[[be:Каспар Давід Фрыдрых]]
[[be:Каспар Давід Фрыдрых]]
[[be-x-old:Каспар Давід Фрыдрых]]
[[be-x-old:Каспар Давід Фрыдрых]]

Stumm eus an 10 Ebr 2011 da 23:15

Emboltred savet war-dro 1810

Caspar David Friedrich (Greifswald (Pomerani Sued), 5 a viz Gwengolo 1774 - Dresden, 7 a viz Mae 1840), a zo unan eus arzourien romantel bennañ Alamagn en XIXvet kantved.


E vuhez

Ganet e voe d'ar 5 a viz Gwengolo 1774 e Greifswald. En akademiezh arzoù-kaer Kopenhagen e studias. E 1798 ez eas d'en em staliañ e Dresden, hag eno e voe ezel ur c'helc'h arzourien ha skirvagnerien levezonet gant ar romantelezh. En e dresadennoù kentañ e weler dodennoù a gaver en-dro en e oberenn : traezhennoù meinek, plaenennoù ha lanneier, menezioù difin ha gwez a ya war-du an oabl.