Hervé Gouédard : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Herve Gouedard adkaset da Hervé Gouédard: Reishoc'h e-keñver e istor.
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
'''Herve Gouedard''' en deus skrivet un toullad barzhonegoù ha danevelloù, ha troet danevelloù diwar an [[alamaneg]], oberennoù embannet e-barzh [[Al Liamm]].
'''Herve Gouedard''' en deus skrivet un toullad barzhonegoù ha danevelloù, ha troet danevelloù diwar an [[alamaneg]], oberennoù embannet e-barzh [[Al Liamm]]. Ganet eo e [[1961]] e [[Ploeg]] ( Ploeuc/ Lié ) e [[Breizh-Uhel]], e-kreiz departamant [[Aodoù an Arvor]].
===E vugaleaj===
Tremenet em eus va bugaleaj war ar maez eta, hag ar galloeg eo a zo bet va yezh kentañ, kent din mont d'ar skol. Va zud kozh a oa labourerien douar - un atant dister, ha tud paour a-walc'h. Gant se em eus anavezet mat ar gevredigezh kouer a oa bev-mat c'hoazh d'ar mare-se e Breizh, hag a zo aet da get abaoe
===Studioù===
Studiet en deus e Bro-Alamagn, dreist-holl, war al lennegezh hag ar brederouriezh.
===Buhez Vicherel hag abaoe===
Bet eo o vevañ e Pariz, ugent vloaz pad, e-lec'h ma oan o labourat war an dachenn sokial. Deuet eo en-dro da vevañ e Sant-Brieg seizh vloaz 'zo. Klañv e oa, divarrek da labourat, ha lakaet on bet "er-maez ar jeu" a-fed labour. Abaoe e ro kentelioù brezhoneg hag alamaneg e Sant-Brieg, e kevredigezhioù sevenadurel ar vro.
===Ar yezh===
Desket en deus brezhoneg d'an oad a dregont vloaz. Perak ? Bez' e oa e wreg a orin eus Loktudi, e Bro-Vigoudenn, hag an dro gentañ dezhañ d'en em gavout eno, en he familh, e oa bet souezhet o klevet tud o komz ar yezh-se, a oa dianav dezhañ, ha ne oa bet morse dedennet ganti betek neuze : troet e oa kentoc'h gant an alamaneg. Ur c'helenner dreist en deus bet, Alan Martel e anv, ha selaouet en deus kalz tud ar vro, er Vro-Vigoudenn, evel-just, hogen ivez dreistholl e Bro-Oueloù ha Bro-Dreger, rak kalz a vrezhonegerien eus an takadoù-se a oa c'hoazh d'ar c'houlz-se e Sant-Brieg, deuet da labourat da Sant-Brieg e-tro ar bloavezhioù 50/60.
===Perak skrivañ ?===
Skrivañ, da gentañ, evit embreger e bluenn da skrivañ e brezhoneg, en doa savet troidigezhioù diwar an alamaneg evit ar gelaouenn Al Liamm. Da c'houde en deus kredet, tamm-ha-tamm, sevel e skridoù e-unan. Un dra iskis, hogen plijus eo skrivañ en ur yezh n'eo ket e yezh kentañ. Gwelet a ra se evel un dae, mui pe vui...
Bez' ez eus ul levr gantañ war ar stern : un danevell vuhez an hini e vo. Bez' e vo buhez al livour Paul Sérusier. Hennezh a zo bet disheñvel e blanedenn, e zibaboù hag e vuhez diouzh re al livourien all eus ar memes prantad. An darn vrasañ eus al livourien-se n'o deus graet nemet tremen dre Vreizh. Sérusier avat a zo chomet en hor bro, graet en deus e annez e Kastell Nevez ar Faou, ha bevet eno tregont vloaz-pad. Klask a ray, en e levr, displegañ perak eo chomet e Breizh, petra en deus kavet eno, eñ, mab ur bourc'hiz eus Pariz, ne oa netra ouzh e donkañ da ren ar vuhez-se. Un digarez e vo al levr-se da gomz eus luskadoù livouriezh dibenn an 19vet ha deroù an 20vet kantved, Skol Pont-Aven, da skouer. Klask a ray kinnig al levr e-giz ur romant, aes ha plijus da lenn, met diazezet war fedoù gwir, evel m'en deus klasket ober evit Kergelenn.
Klask a ra ivez derc'hel da skrivañ danevelloù, met anzav a ra ne vez ket bepred kalz a startijenn gantañ. Lavarout a ra e vez gwall lezirek alies !... Koulskoude e c'heller lavarout ez eo deuet Hervé Gouédard da vezañ unan eus hon gwellañ skrivagnerien en amzer a-vremañ, daoust ma n'eo ket eus ar puilhañ e skridoù. E skridoù a vez labouret kalz, marteze emañ aze an digarez. Petra zo gwelloc'h, puilhentez pe vadelezh ?



==Barzhonegoù==
==Barzhonegoù==

Stumm eus an 6 Ebr 2011 da 17:54

Herve Gouedard en deus skrivet un toullad barzhonegoù ha danevelloù, ha troet danevelloù diwar an alamaneg, oberennoù embannet e-barzh Al Liamm. Ganet eo e 1961 e Ploeg ( Ploeuc/ Lié ) e Breizh-Uhel, e-kreiz departamant Aodoù an Arvor.

E vugaleaj

Tremenet em eus va bugaleaj war ar maez eta, hag ar galloeg eo a zo bet va yezh kentañ, kent din mont d'ar skol. Va zud kozh a oa labourerien douar - un atant dister, ha tud paour a-walc'h. Gant se em eus anavezet mat ar gevredigezh kouer a oa bev-mat c'hoazh d'ar mare-se e Breizh, hag a zo aet da get abaoe

Studioù

Studiet en deus e Bro-Alamagn, dreist-holl, war al lennegezh hag ar brederouriezh.

Buhez Vicherel hag abaoe

Bet eo o vevañ e Pariz, ugent vloaz pad, e-lec'h ma oan o labourat war an dachenn sokial. Deuet eo en-dro da vevañ e Sant-Brieg seizh vloaz 'zo. Klañv e oa, divarrek da labourat, ha lakaet on bet "er-maez ar jeu" a-fed labour. Abaoe e ro kentelioù brezhoneg hag alamaneg e Sant-Brieg, e kevredigezhioù sevenadurel ar vro.

Ar yezh

Desket en deus brezhoneg d'an oad a dregont vloaz. Perak ? Bez' e oa e wreg a orin eus Loktudi, e Bro-Vigoudenn, hag an dro gentañ dezhañ d'en em gavout eno, en he familh, e oa bet souezhet o klevet tud o komz ar yezh-se, a oa dianav dezhañ, ha ne oa bet morse dedennet ganti betek neuze : troet e oa kentoc'h gant an alamaneg. Ur c'helenner dreist en deus bet, Alan Martel e anv, ha selaouet en deus kalz tud ar vro, er Vro-Vigoudenn, evel-just, hogen ivez dreistholl e Bro-Oueloù ha Bro-Dreger, rak kalz a vrezhonegerien eus an takadoù-se a oa c'hoazh d'ar c'houlz-se e Sant-Brieg, deuet da labourat da Sant-Brieg e-tro ar bloavezhioù 50/60.

Perak skrivañ ?

Skrivañ, da gentañ, evit embreger e bluenn da skrivañ e brezhoneg, en doa savet troidigezhioù diwar an alamaneg evit ar gelaouenn Al Liamm. Da c'houde en deus kredet, tamm-ha-tamm, sevel e skridoù e-unan. Un dra iskis, hogen plijus eo skrivañ en ur yezh n'eo ket e yezh kentañ. Gwelet a ra se evel un dae, mui pe vui... Bez' ez eus ul levr gantañ war ar stern : un danevell vuhez an hini e vo. Bez' e vo buhez al livour Paul Sérusier. Hennezh a zo bet disheñvel e blanedenn, e zibaboù hag e vuhez diouzh re al livourien all eus ar memes prantad. An darn vrasañ eus al livourien-se n'o deus graet nemet tremen dre Vreizh. Sérusier avat a zo chomet en hor bro, graet en deus e annez e Kastell Nevez ar Faou, ha bevet eno tregont vloaz-pad. Klask a ray, en e levr, displegañ perak eo chomet e Breizh, petra en deus kavet eno, eñ, mab ur bourc'hiz eus Pariz, ne oa netra ouzh e donkañ da ren ar vuhez-se. Un digarez e vo al levr-se da gomz eus luskadoù livouriezh dibenn an 19vet ha deroù an 20vet kantved, Skol Pont-Aven, da skouer. Klask a ray kinnig al levr e-giz ur romant, aes ha plijus da lenn, met diazezet war fedoù gwir, evel m'en deus klasket ober evit Kergelenn. Klask a ra ivez derc'hel da skrivañ danevelloù, met anzav a ra ne vez ket bepred kalz a startijenn gantañ. Lavarout a ra e vez gwall lezirek alies !... Koulskoude e c'heller lavarout ez eo deuet Hervé Gouédard da vezañ unan eus hon gwellañ skrivagnerien en amzer a-vremañ, daoust ma n'eo ket eus ar puilhañ e skridoù. E skridoù a vez labouret kalz, marteze emañ aze an digarez. Petra zo gwelloc'h, puilhentez pe vadelezh ?


Barzhonegoù

  • Buhezig milbeñseliet
  • Dic'houzvez-kaer
  • Me 'garje...
  • Gedourien difiñv
  • Loa-zour
  • Ur ger hepken
  • Goulennoù
  • Barzhonegoù dister
  • Barzhoneg Baleadenn

Danevelloù

  • An den a oa pitilh gant ar gwez
  • Liñvadenn Kastellaodren
  • Ur muntr e Kemper
  • Lizher d'ar bredvezeg
  • Ar barzh Herman Hesse
  • Ar gêr Herman Hesse
  • Pour avoir bien servi Leo Perrutz

Studiennoù

  • Ur skrivagner yuzev hag an Emsav : Leo Perutz (1882-1957)
  • Skrid Herman Hesse 1877-1962
  • Ernest Renan, e vugaleaj e Landreger
  • Ar C'hozh-Yeoded

Troidigezhioù

  • Skoet e vez ouzh ar porrastel, Franz Kafka
  • Barnadenn Doue, Hans-Heinz Risse
  • C'hoarzhadenn al loar, Leo Perutz
  • Ar mab, Leo Perutz
  • Al luc'hskeudenn, Franz Hohler
  • War al lenn, Stefan Zweig
  • Danevell Ar gevnidenn, Hans-Heinz Evers