Legumaj : diforc'h etre ar stummoù
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: lbe:Ахънилсса |
Xqbot (kaozeal | degasadennoù) D Robot ouzhpennet: rw:Imboga |
||
Linenn 122: | Linenn 122: | ||
[[ro:Legumă]] |
[[ro:Legumă]] |
||
[[ru:Овощи]] |
[[ru:Овощи]] |
||
[[rw:Imboga]] |
|||
[[sah:Оҕуруот аhа]] |
[[sah:Оҕуруот аhа]] |
||
[[scn:Virdura]] |
[[scn:Virdura]] |
Stumm eus an 2 Ebr 2011 da 23:55
Al legumaj zo plant a vez gounezet gant an dud evit bezañ debret, an hollad anezho pe ul lodenn anezho hepken. Legumaj a reer ivez eus al lodennoù-se, a c'hall bezañ bleuñv, delioù, korzennoù, gwrizioù, torzhelloù pe frouezh, gant ma ne vint ket dous. N'eo ket ur ger skiantel avat ha war dachenn ar boued e vez implijet kentoc'h eget war hini ar plant. A-wechoù e lakaer ivez an togoù-touseg hag ar bezhin en o zouez, dre ma vezont debret ivez.
E-touez ar plant a vez debret o delioù e c'haller menegiñ al letuz ; e-mesk ar re a vez debret o c'horzennoù emañ an asperjez ; ar c'harotez zo gwrizioù, ar c'haol-fleur zo bleunioù. E-touez ar frouezh a vez implijet da legumaj e c'haller menegiñ an tomatez hag e-mesk ar re a vez debret o greun emañ ar piz pe ar maiz.
Un nebeud legumajoù
- ach
- artichaod
- asperjez
- aval-douar
- beotez
- berjinez
- beterabez ruz
- brouskaol
- chalotez
- endivez
- fanouilh
- fav
- irvin
- irvin-ruz
- kaol
- kaol-fleur
- karotez
- kokombrez
- kourjetez
- letuz
- maiz
- ognon
- panez
- per-douar
- pinochez
- piz bihan
- piz-sisez
- pour
- sitrouilhez
- tomatez
Liammoù diavaez
- (en) National Center for Home Food Preservation - Canning Vegetables
- (en) Giant Vegetable Web Directory
-
Ur marc'had e Frankfurt
-
Legumaj
-
Skilbebr
-
Poltred gant legumaj, gant Giuseppe Arcimboldo