Tommaso d'Aquino : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
FoxBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: scn:Tummasu d'Aquinu
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: map-bms:Thomas Aquinas
Linenn 84: Linenn 84:
[[lt:Tomas Akvinietis]]
[[lt:Tomas Akvinietis]]
[[lv:Akvīnas Toms]]
[[lv:Akvīnas Toms]]
[[map-bms:Thomas Aquinas]]
[[mk:Тома Аквински]]
[[mk:Тома Аквински]]
[[ml:തോമസ് അക്വീനാസ്]]
[[ml:തോമസ് അക്വീനാസ്]]

Stumm eus an 27 Meu 2011 da 18:54

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Tommaso d'Aquino lidet evel ur sant ha Doktor an Iliz gant an Iliz katolik roman a zo bet un doueoniour hag ur prederour italian eus ar re bouezusañ. Graet e vez tomazouriezh eus ar c'helenn doueoniel ha prederouriezhel a gaver e skridoù meur a brederour.
Ganet eo bet e kêriadenn Roccasecca e-kichen Aquino e Rouantelezh Naplez e 1228 ha marvet eo bet e 1274 en abati Fossanova nepell diouzh Latina. Ken reizh e oa e vuhez ma veze graet an Doktor Ael eus outañ. Lidet eo e gouel d'an 28 a viz Genver 1274.

Buhez

Mont a reas da zominikan war-dro ar bloavezh 1240 ha studiañ a reas en abati Monte-Cassino hag e Naplez. Eno e veze studiet ar brederourien arab. Mont a reas da studiañ e Kölln hag e Pariz e-lec'h ma voe stummet gant sant Alberzh meur. Evel mestr doueoniour e roas kentelioù e Pariz, Roma ha Naplez. Mervel a reas pa oa war hent Sened-Iliz Lyon.

Preder

Klask a ra Tommaso d'Aquino sevel ul liamm etre ar Poell hag ar Feiz. Evitañ ha pa vefe ar brederouriezh urzhiet hervez ar Poell ne c'hell ket bezañ er-maez eus an douenoniezh, houmañ dindan urzh an Diskuliadur. Un diforc'h a ra etre an douenoniezh diskuliet ha ne c'hell ar Poell nemet prouiñ n'eo ket dibosupl an dogmoù pennañ (an Drinded, Kelenn krouidigezh ar bed) hag un douenoniezh naturel ha ganti e c'hell ar Poell diskoachañ gwirionezoù evel ar pemp moaien a zo da brouiñ (hervez an doueoniourien) bezañs Doue.
E 1879, dre embann al lizher-meur Aeterni Patris e tisklerias ar pab Leon XIII e stalie an domazouriezh evel maen-stur ar c'helenn katolik.

Oberennoù

  • Quaestiones disputatae (Dalc'hioù arguzennet)
  • De ente et essentia (Boud hag ezvezout)
  • Summa contra Gentiles (Holladenn a-enep ar Baganed)
  • Summa Theologiae (Holladenn an Douenoniezh)

sellout ouzh

Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB