Skoazell:Fallvarchoù boas : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D "Mar" ha "ma" n'eo ket memes tra
D Kemmadur ebet goude "mar"
Linenn 25: Linenn 25:


==Diverkañ==
==Diverkañ==
{{Ront glas}} '''Diverkañ traoù talvoudus''': bez e c'hell ur pennad bezañ bet savet fall ha bezañ tavoudus war un dro memestra. Kentoc'h evit skarzhañ ar pezh a gavez war-eeun, klask reizhañ ar skrid. Bez' e c'heller ivez reizhañ ha kemmañ ar rummadoù pe krouiñ rummadoù nevez evit rummata gwelloc'h ur pennad. Mar vez ret, a-raok diverkañ ul lodenn vras eus ur pennad, kae da gentañ da displegañ da abegoù war ar bajenn gaozeal ha gortoz un tammig. Bez' e c'heller ivez didroc'hañ an tamm bet savet fall hag e eilañ war ar bajenn gaozeal - adlec'hiet e vez an destenn neuze kentoc'h evit diverket da vat;
{{Ront glas}} '''Diverkañ traoù talvoudus''': bez e c'hell ur pennad bezañ bet savet fall ha bezañ tavoudus war un dro memestra. Kentoc'h evit skarzhañ ar pezh a gavez war-eeun, klask reizhañ ar skrid. Bez' e c'heller ivez reizhañ ha kemmañ ar rummadoù pe krouiñ rummadoù nevez evit rummata gwelloc'h ur pennad. Mar bez ret, a-raok diverkañ ul lodenn vras eus ur pennad, kae da gentañ da displegañ da abegoù war ar bajenn gaozeal ha gortoz un tammig. Bez' e c'heller ivez didroc'hañ an tamm bet savet fall hag e eilañ war ar bajenn gaozeal - adlec'hiet e vez an destenn neuze kentoc'h evit diverket da vat;
{{Ront glas}} '''Diverkañ traoù peogwir ket neptu''' Diouzh un tu e rank pennadoù ar Wipedia bezañ an [[Wikipedia:Kumuniezh/Chom neptu|neptuañ]] posubl. Pa gaver pennadoù tuek, klask o c'hempouezañ kentoc'h evit o skarzhañ war-eeun;
{{Ront glas}} '''Diverkañ traoù peogwir ket neptu''' Diouzh un tu e rank pennadoù ar Wipedia bezañ an [[Wikipedia:Kumuniezh/Chom neptu|neptuañ]] posubl. Pa gaver pennadoù tuek, klask o c'hempouezañ kentoc'h evit o skarzhañ war-eeun;
{{Ront glas}} '''Diverkañ hep kemenn a-raok''': Bewech ma tiverkez un dra bennaket, skriv un [[diverradur]] a-raok enrollañ ar c'hemm da vat evit reiñ da c'hoût petra zo bet diverket ha perak, a-hend-all e c'hello an implijerion/ezed all krediñ e oa un taol-vandalerezh anezhañ;
{{Ront glas}} '''Diverkañ hep kemenn a-raok''': Bewech ma tiverkez un dra bennaket, skriv un [[diverradur]] a-raok enrollañ ar c'hemm da vat evit reiñ da c'hoût petra zo bet diverket ha perak, a-hend-all e c'hello an implijerion/ezed all krediñ e oa un taol-vandalerezh anezhañ;

Stumm eus an 6 Kzu 2006 da 00:51


Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Fallvarchoù boas



Digoradur

Aezet-tre eo fallvarchiñ, dreist-holl evit ar wikipediourion/ezed nevez-deuet d'ar raktres-mañ.

Kudenn ebet! Strebotiñ a ra an holl gwezh ha gwezh all.

Amañ e kaver un nebeud alioù fur evit chom hep faziañ dre vras.

Sevel pennadoù personel

+ Buhezskridoù. Diwall mat da chom hep sevel ur pennad diwar da-benn da-unan. Un holloueziadur eo Wikipedia ha n'eo ket ret kaout emvuhezkridoù pe buhezskridoù diwar-benn pep hini a labour war ar raktres. Mar fell dit reiñ da c'hoût piv out d'an implijerion/ezed all, gra kentoc'h dre sevel ur bajenn bersonel a-feson;

+ Pennadoù diwar-benn hoc'h embregerezh: gwelloc'h eo chom hep sevel pennadoù-skrid diwar-benn hoc'h embregerezh pe hoc'h implijer/ez rak diaezet e c'hell bezañ Chom neptu. Ouzhpenn-se e c'hello bezañ diverket buan ar pennad mar tenn d'un embregerezh dianv dre vras. Diouzh an tu all avat, ma'c'h eo brudet-meur a embregerezh, sur-mat e teuy unan bennaket all da sevel ur pennad diwar he fenn.

Krouiñ pennadoù a-dreuz

+ Krouiñ pennadoù hervez gizioù ur geriadur: Un holloueziadur eo ar Wikipedia (Pennaenn gentañ) ha n'eo ker ur geriadur. Lenn ar pennad-mañ evit goût pelloc'h hag evit chom hep sevel pennadoù hervez doareoù ur geriadur: N'eo ket wikipedia ur geriadur;

(Gwelit ivez: Pemp politikerezh diazez)

+ Krouiñ pennadoù doubl: A-raok sevel ur pennad nevez, klask goût buan-ha-buan hag-eñ n'eo ket bet krouet dija, marteze dindan un anv disheñvel. Pa gavez ur pennad bet krouet dija damheñvel ouzh an hini a felle dit sevel klask e wellaat hag e ledanaat seul wezh ma vez tu a-raok sevel ur pennad nevez all heñvel-tre outañ. Ret eo goût e vez enteuzet ha diverket pennadoù doubl peurliesañ.

Diverkañ

+ Diverkañ traoù talvoudus: bez e c'hell ur pennad bezañ bet savet fall ha bezañ tavoudus war un dro memestra. Kentoc'h evit skarzhañ ar pezh a gavez war-eeun, klask reizhañ ar skrid. Bez' e c'heller ivez reizhañ ha kemmañ ar rummadoù pe krouiñ rummadoù nevez evit rummata gwelloc'h ur pennad. Mar bez ret, a-raok diverkañ ul lodenn vras eus ur pennad, kae da gentañ da displegañ da abegoù war ar bajenn gaozeal ha gortoz un tammig. Bez' e c'heller ivez didroc'hañ an tamm bet savet fall hag e eilañ war ar bajenn gaozeal - adlec'hiet e vez an destenn neuze kentoc'h evit diverket da vat;

+ Diverkañ traoù peogwir ket neptu Diouzh un tu e rank pennadoù ar Wipedia bezañ an neptuañ posubl. Pa gaver pennadoù tuek, klask o c'hempouezañ kentoc'h evit o skarzhañ war-eeun;

+ Diverkañ hep kemenn a-raok: Bewech ma tiverkez un dra bennaket, skriv un diverradur a-raok enrollañ ar c'hemm da vat evit reiñ da c'hoût petra zo bet diverket ha perak, a-hend-all e c'hello an implijerion/ezed all krediñ e oa un taol-vandalerezh anezhañ;

+ Diverkañ hep displegañ: Erbedet e vez displegañ ar rag hag ar perag eus ar c'hemmoù a vez kaset da-benn er pennad-mañ'r-pennad, estreget munudoù ha reizhadennoùigoù bihan, ken en diverradur ken war ar bajenn gaozeal evit kemmoù meur;

Mont re bell

+ Doujañ re ouzh an aozer/ez": N'eo ket ret goulenn asant an hini ma oa bet boulc'het ar pennad gantañ/i bewech mar fell dit labourat warnañ pe e reizhañ. Hini ebet a zo perc'hen war ur pennad e gwirionez war ar Wikipedia. Seven eo neoazh mont war ar bajenn gaozeal ha displegañ da abegoù ha gortoz ma vije respontet dit a-raok kas da-benn kemmoù bras pe kemmoù a c'hellfe sevel tabut diwar o fenn;

+ Burutellat e-lec'h embann: Diouzh un tu all avat e vez techet tud zo, dreist-holl er penn-kentañ, da vont da flepiñ ha da vurutellat diwar-benn munudoù e pennadoù zo kentoc'h evit labourat warne. N'eo ket ret kemenn pep kemm war ar bajenn gaozeal, dreist-holl reizhadennoù yezh pe reizhadennoùigoù sklaer all;


Gwelit ivez: