Poltred un itron gant un unkorneg : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot kemmet: fr:La Dame à la Licorne
Linenn 92: Linenn 92:
[[nl:De dame met de eenhoorn]]
[[nl:De dame met de eenhoorn]]
[[pl:Dama z jednorożcem (Rafael)]]
[[pl:Dama z jednorożcem (Rafael)]]
[[ru:Дама с единорогом (Рафаэль)]]
[[tr:Unicorn'lu Genç Kadın]]
[[tr:Unicorn'lu Genç Kadın]]

Stumm eus an 27 Meu 2011 da 13:47

Poltred un itron gant un unkorneg (Dama con liocorno)
Raffaello Sanzio, 1506
Eoullivadur war goad
65 × 51 cm
Galleria Borghese


Poltred un itron gant un unkorneg zo un eoullivadur war lien lakaet war goad (65x51 cm) ha graet gant Raffaello Sanzio e 1506.

E Roma emañ an oberenn, er Galleria Borghese. Krediñ a reer eo poltred Giulia Farnese,pried-kleiz ar pab Alesant VI.


Ster kuzh

N'ouzer ket petra zo da gompren en oberenn. Sur eo ez eus un arouez kuzh. Pe ez eo ar C'hrist an hini eo an unkorneg, evel alies e skeudennoù ar Grennamzer, pe ez eo un arouez erotek.

Istor[1]

Lakaet e oa bet an oberenn war gont Perugino, ha goude Andrea del Sarto ha Ghirlandaio. Da gentañ e oa un itron gant ur rod hag a lavared santez Caterina d'Alessandria anezhi. N'eo nemet adalek 1935, pa voe graet ur c'hempenn d'an daolenn ha lamet al livaj a oa warni, eo e voe gwelet an unkorneg ha lakaet Raffaello da oberour.

Ouzhpenn-se, dre skinsellout, ez eus bet kavet dindan an unkorneg, arouez ar c'hlanded, eo ur c'hi, arouez ar fealded, a oa da gentañ etre divvrec'h ar vaouez.


Notennoù

  1. (it):http://www.beniculturali.it/Liocorno/storia.html