Kêr : diforc'h etre ar stummoù
D Robot ouzhpennet: iu:ᓄᓇᓖᑦ/nunaliit |
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: cu:Градъ |
||
Linenn 59: | Linenn 59: | ||
[[crh:Şeer]] |
[[crh:Şeer]] |
||
[[cs:Velkoměsto]] |
[[cs:Velkoměsto]] |
||
[[cu:Градъ]] |
|||
[[cv:Хула]] |
[[cv:Хула]] |
||
[[cy:Dinas (daearyddiaeth)]] |
[[cy:Dinas (daearyddiaeth)]] |
Stumm eus an 24 Meu 2011 da 17:49
Ur gêr a zo ul lec'h annezet stank, enni etre un nebeud kantadoù a dud ha miliadoù pe kantmiliadoù, pe milionoù anezho. Stumm un tolpad-savadurioù he deus ur gêr. Evit ar c'hêrioù bras-tre e vez implijet ar ger-se pe ivez keoded pa ne raer ket gant metropolenn pe gant tolpad-kêrioù, ma 'z eus meur a gêr enno.
Implij
E brezhoneg, pa vez kaoz eus an tolpadoù savadurioù e Breizh, e komzer eus ur gêriadenn evit envel an tolpadoù savadurioù bihannoc'h eget ar re a weler er c'hêrioù, met un diforc'h a vez graet etre ar vourc'h (brezhoneg kozh : gwi), ur seurt kêriadenn gant an iliz-parrez enni hag ar gêr a zo dezhi un iliz-parrez pe ouzhpenn. Ar ger kevatal da vourc'h e vez klevet e galleg e meur a lec'h e Bro-C'hall, met ur ster all a zo e galleg evit ar c'hêrioù o doa gounezet gwirioù dre forzh goulenn ouzh o aotrouien er Grennamzer. Sellet ouzh Bourg-en-Bresse. Ne zepand ket an diforc'hioù etre ar poblañsoù pa vez kavet bourc'hioù o deus muioc'h a annezidi eget kêrioù bihan zo.
Roll armerzhel ha sokial
Perzhioù pennañ ar c'herioù a zo ar perzhioù armerzhel ppa vez kavet enno nebeut a dud o c'hounid an douar. Er c'hêrioù e kaver stalioù-kenwerzh e-leizh, stalioù servijoù ha stalioù greantel a bourvez labour d'an annezidi ha da du o chom tro-war-dro.
Pa chañch a ra an oberezhioù armerzhel e c'hell mont war wel pe greskiñ pe digreskiñ ar c'hêrioù. Koulskoude, lod anezho a zo bet krouet a-gozh eus an Henamzer pellañ (keodedoù Mezopotamia), an Henamzer gresian pe roman (ar c'heodedoù gresian ha Roma gant o trevadennoù niverus), ar Grennamzer (Pondi, da skouer) ha ivez an amzerioù modern ha kempred (An Oriant, kêrioù nevez Enez-Frañs). E Amerika koulz hag e Afrika, an trevadennerezh en deus lakaet miliadoù kêrioù nevez da vezañ savet dindan tri c'hantved.