Vélodrome d'Hiver : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: id:Vélodrome d'Hiver
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: nl:Vélodrome d'Hiver
Linenn 30: Linenn 30:
[[fr:Vélodrome d'Hiver]]
[[fr:Vélodrome d'Hiver]]
[[id:Vélodrome d'Hiver]]
[[id:Vélodrome d'Hiver]]
[[nl:Vélodrome d'Hiver]]
[[sv:Vélodrome d'Hiver]]
[[sv:Vélodrome d'Hiver]]

Stumm eus an 10 Meu 2011 da 11:19

Plakenn-gounaat skrapadeg 1942

Ar Vélodrome d'Hiver eo anv ur velodrom bet savet e Pariz e 1909 ha diskaret e 1959. Anvet e vez ar Vel' d'Hiv' e galleg ar pemdez. E straed Nélaton, er XVvet arondisamant, e oa.

Aozet e veze ennañ un toullad a abadennoù-sport, evel ar « C'hwec'h-devezh-Pariz », krouet e 1913. 17000 a dud a c'helle azezañ ennañ, war diri, a-benn sellet ouzh ar sportourien war velo, o kerzhet war ur roudenn 250 m e koad-sapin. Krogadoù boks a veze dalc'het ennañ ivez. E 1931 eo kempennet evit reiñ bod da grogadoù tennis, basket-ball, hockey hag abadennoù-ruzikat war skorn.

Goude an Eil Brezel-bed e vez dalc'het tournamantoù boks brudet-tre eno (gant Marcel Cerdan pe Sugar Ray Robinson da skouer), kenstrivadegoù war varc'h ha dibunnadegoù-kinnig dilhadoù nevez zoken.

Daoust da-se eo anavezet ar velodrom-se da gentañ evit Skrapadeg ar Vélodrome d'Hiver, pa oa bet bac'het, adal ar 16 hag ar 17 a viz Gouere 1942, un 13000 bennak a Yuzevien a-raok kas anezho da gampoù-bac'h gall, hag alese da Gampoù ar marv.

Kaset e o bet ar velodrom d'an traoñ e 1959.

Gwelet ivez

Mammennoù