Aleksandria : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 76: Linenn 76:
[[mr:अलेक्झांड्रिया, इजिप्त]]
[[mr:अलेक्झांड्रिया, इजिप्त]]
[[ms:Iskandariah]]
[[ms:Iskandariah]]
[[my:အလက်ဇန္ဒရီးယား]]
[[nds:Alexandria]]
[[nds:Alexandria]]
[[nl:Alexandrië]]
[[nl:Alexandrië]]

Stumm eus an 7 Meu 2011 da 04:56

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Aleksandria
gwikadell Qaybay

Eil kêr ha porzh pennañ Egipt eo Aleksandria (gresianeg Αλεξάνδρεια, kopteg Rakotə, arabeg الإسكندرية, treuskrivet : Al-Iskandariya), (5 milion a annezidi). En em ledañ a ra kêr war 30 kilometrad a-hed aod ar Mor Kreizdouarel ha kement all war-du mervent ar geinvro.
Ur greizenn c'hreantel a-bouez eo gant hec'h eoulsanioù hag he gazsanioù a zegas gremm adalek kêr Suez.

En Aleksandria emañ ar Biblioteca alexandrina, al levraoueg vodern-tre nevez savet gant an harp etrebroadel.

San Stefano , Aleksandria


Istor

Anvet eo bet kêr Aleksandria diwar Alexsander Veur, he diazezer. Goude e varv (- 323), sez unpennoù ptolemaek Egipt a zeuas buan da vezañ kêr vrasañ ar sevenadur hellenistel, an eil tolpadur goude kêr Roma. Echu e oa gant he statud evel kêr-benn goude bezañ bet devet gant an alouberien islamek er VIIvet kantved. Digreskiñ a reas he ment ken na zeuas da vezañ nemet ur gêriadenn annezet gant pesketaerien e dibenn an Impalaeriezh ottoman, pa oa deuet Kaero da vezañ kêr-benn nevez ar vro.

En Henamzer e oa brudet kêr pa oa enni unan eus Seizh Marzh ar Bed, da lavaret eo Tour-tan Aleksandria hag ivez al levraoueg vrasañ a oa en amzer-se.

E 1994 e krogas furchadennoù dindanvor e karter an tour-tan hag adkavet e voe lod eus e vein-ben hag un nebeud delwennoù koulz ha dismantroù savadurioù savet e-pad tierniezh ar Btolemaied, an holl diskaret gant krenoù-douar.

Patrom:Liamm PuB