Wikipedia:Degemer/Pennad ar miz/Meurzh : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Ankou (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn nevez : <noinclude><!-- ============================================================== DIWALLIT : implijet e vez al lodenn-mañ e-barzh ar pellgomzerioù hezoug ivez. Neuze na lakait ket ur ...
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 6 Meu 2011 da 15:47

Poltred 1820 gant Karl Stieler
Poltred 1820 gant Karl Stieler

Ludwig van Beethoven (badeziet d'ar 17 a viz Kerzu 177026 a viz Meurzh 1827) a oa ur sonaozour ha pianoour alaman. Boas eur da sellet outañ evel unan eus brasañ sonaozourien en istor, hag evel an dudenn bennañ er marevezh tremen etre an oadvezhioù klasel ha romantel eus ar sonerezh klasel kornôgat. E vrud hag e ijin-dreist o deus awenet — hag e meur a zegouezh abafet — remziadoù a sonaozourien, sonerien, ha sellaouerien war e lerc'h.

Ganet eo bet Beethoven en niv. 515 Bonngasse (hiziv niv. 20 Bonngasse) e Bonn eus Johann van Beethoven (17401792) ha Magdalena Keverich van Beethoven (17441787). Badeziet eo bet Beethoven d'ar 17 a viz Kerzu, met e familh ha diwezhatoc'h e gelenner Johann Albrechtsberger a lide e zeiz-a-bloaz d'ar 16 a viz Kerzu.

Kelenner sonerezh kentañ Beethoven a voe e dad, ur soner e lez Priñs-dilenner Bonn hag a oa hervez doare ur stummer garv hag andiawel. Alies e c'hoarveze gant Johann distreiñ d'ar gêr eus un davarn e kreiz an noz ha sachañ Ludwig yaouank er-maez eus e wele dezhañ da seniñ evitañ hag evit e vignoned. Donezon Beethoven a voe anavezet hag eñ yaouank-tre c'hoazh. E gelenner bouezus kentañ a voe Christian Gottlob Neefe. E 1787 e veajas Beethoven yaouank da Vienna evit ar wezh kentañ. Eno e c'hellfe bezañ en em gavet gant Wolfgang Amadeus Mozart ha bezañ sonet evitañ. Rediet e voe da zistreiñ d'ar gêr gant m'edo e vamm o vervel diwar an dorzhellegezh. Mamm Beethoven a varvas hag eñ 16 bloaz, ha meur a vloavezh-pad eo bet e karg da zesevel e zaou vreur dre ma troe e dad da voesonier gwasoc'h-gwashañ.

Evit kenderc'hel da lenn : Ludwig van Beethoven