Ellig : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: be:Клітар
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: fy:Klitoris
Linenn 94: Linenn 94:
[[fi:Häpykieli]]
[[fi:Häpykieli]]
[[fr:Clitoris]]
[[fr:Clitoris]]
[[fy:Klitoris]]
[[gd:Brillean]]
[[gd:Brillean]]
[[gl:Clítoris]]
[[gl:Clítoris]]

Stumm eus an 3 Meu 2011 da 17:40

Ellig ur plac'h

Unan eus ar rannoù a ya d'ober ar c'hourzh eo an ellig. Emañ etre ar muzelloù bras hag a-us d'ar muzelloù bihan .

Kalc'h ar merc'hed

Heñvel eo ellig ar merc'hed ouzh kalc'h ar baotred, n'eo ket dre e vent, anat a-walc'h, met abalamour m'en deus ur vezenn, ur pod-mezenn, un nervenn liammet ouzh an empenn. 8 pe 10 cm hed zo dehañ, ha 3 pe 6 cm a ledander. Ne denn ket d'ur bizenn, met d'ur berenn.

Tud zo a lavar eo kalc'h ar merc'hed: kaletaat a ra ivez evel hini ar baotred.

Benveg ar blijadur

Eus e flourañ e teu ar brasañ plijadur d'ar merc'hed. Se zo kaoz e vez troc'het digant ar merc'hed e pobloù zo, ma klasker mirout ouzh ar merc'hed da gaout plijadur gant o c'horf.

Hormon ar blijadur

Pa vez flouret an ellig e vez krouet gantañ okitokin, hormon ar blijadur, a c'hallje, hervez oberourien zo, displegañ ez a koshoc'h ar merc'hed eget ar baotred: "yaouankaat" a rafe ar merc'hed dre ma vez graet vad dezhañ .





Restr:20030520015715!Clitoris.jpg
Ar muzelloù digor hag an ellig



Kourzh ur vaouez. Gwelout a reer an ellig hag ar c'habellig (anvet Clitoral Hood war ar skeudenn) a vez ouzh e c'holeiñ.
Restr:VulvaDiagram-800.jpg

Anavet

Gant Hippokrates e veze graet anezhañ « ar servijer a bed an ostizien » hag a soñje e oa organ plijadur ar merc'hed. Krediñ a rae ivez e oa un « had » gant ar merc'hed, hag e oa o glizh, hag e rankent kaout ur gridienn evit bout brazezet. Er Grennamzer , hervez ar gelennadurezh-se, ha daoust d'an disfiz a vage an Iliz ouzh plijadurezhioù ar c'horf, e veze aliet ar merc'hed gant ar vedisined da ober hervez doareoù (iskis deomp) da vezañ frouezhus : lakaat eoul frondus war ur biz ha frotañ an ellig en ur ober ur seurt klec'h gant ar biz.

Er skridoù medisinerezh ec'h anavezer an ellig abaoe ar XVIvet kantved. Er bloavezh 1559 e voe embannet gant Realdo Colombo (pe Matteo Renaldo Colombo), kelenner surjianerezh eSkol-veur Padova, al levr De re anatomica ma teskrive ennañ lec'h plijadur ar vaouez. Gabriele Falloppio, a gemeras lec'h Realdo Colombo, en deus lavaret ivez bezañ dizoloer kentañ an ellig.

Er XVIIvet kantved e voe dizarbennet an daou ziskleriadur-se gant ur medisin danat a lavaras e oa anavet an ellig abaoe an IIvet kantved.

Re vras, re vihan

Ellig re vras

Lavaret e vez e vez re vras elligoù merc'hed zo a-wechoù. Met ral eo memes tra.


Dielligañ

Troc'hañ an ellig a vez graet e kornioù eus ar bed, e broioù zo eus Afrika dreist-holl, met en Europa ivez gant enbroidi zo. Kondaonet eo an ober-se en anv Gwirioù Mab-Den.

Pennadoù kar

Liammoù diavaez

Levrlennadurezh

  • Le clitoris, ce cher inconnu, film savet gant Michèle Dominici, Variety Moszinski ha Stephen Firmin

[2] evit Arte. [3]

  • Un petit bout de bonheur, Rosemonde Pujol, Editions Jean-Claude Gawsewitch, 2007.