Maastricht : diforc'h etre ar stummoù
D r2.7.1) (Robot tennet: fj:Maastricht |
D r2.4.6) (Robot ouzhpennet: be-x-old:Маастрыхт |
||
Linenn 27: | Linenn 27: | ||
[[ar:ماسترخت]] |
[[ar:ماسترخت]] |
||
[[be:Горад Маастрыхт]] |
[[be:Горад Маастрыхт]] |
||
[[be-x-old:Маастрыхт]] |
|||
[[bg:Маастрихт]] |
[[bg:Маастрихт]] |
||
[[ca:Maastricht]] |
[[ca:Maastricht]] |
Stumm eus an 1 Meu 2011 da 20:12
Maastricht (skrivet Maestricht gwechall, Mestreech e limbourgeg) zo kêr-benn proviñs Limburg, en Izelvroioù. Emañ war ribl kleiz ar stêr Meuse (Maas e nederlandeg), ha kêr vrasañ su an Izelvroioù eo. E 2007 e oa 118 378 a dud o chom enni.
Istor
Dont a ra an anv eus al latin : e Mosae Traiectum, pe Traiectum ad Mosam (tremen war ar Meuse), e oa bet savet ur pont gant ar Romaned da vare an impalaer Aogust. Daoust d’ar roudoù roman splann-se ez eus tabut etre Maastricht ha Nijmegen da c’houzout pehini eo « ar gêr goshañ en Izelvroioù ». Tud Nijmegen a lavar e voe anavezet gwirioù d’o c’hêr gant ar Romaned, tra ma ne voe anavezet gwirioù Maastricht evel kêr nemet er Grennamzer. Sur eur koulskoude e oa annezet Maastricht, a-raok donedigezh ar Romaned, gant Kelted (Eburones).
Er Grennamzer, e oa renet Maastricht war un dro gant dug Brabant ha gant Priñs-Eskob Liège. Chom a reas an traoù e-giz-se betek aloubidigezh ar C’hallaoued e 1794. Goude-se, Maastricht a voe pennlec’h departamant ar Meuse-Inférieure, betek 1814. War-lerc’h faezhidigezh Napoleon, en em gavas Maastricht e Rouantelezh Unanet an Izelvroioù e 1815. Goude an disparti etre Belgia hag an Izelvroioù e voe resisaet an harzoù etre an div vro e 1839 gant Emglev Londrez : Maastricht ha reter Limbourg, daoust dezho bezañ tostoc’h da Velgia e pep keñver, a voe lakaet en Izelvroioù. Abalamour m’emañ pell diouzh kreiz an Izelvroioù, en ur vroig paket etre Belgia hag Alamagn, eo chomet distag a-walc’h Maastricht diouzh ar peurrest eus an Izelvroioù, a-fet spered ha sevenadur.
Maastricht he deus roet hec’h anv d’ar feur-emglev war Unaniezh Europa, a voe sinet eno d’ar 7 a viz C'hwevrer 1992.
Kêrioù gevellet
Liammoù diavaez
- ti-kêr Maastricht (e nederlandeg)
- ti-kêr Maastricht (e saozneg)
- Burev an Touristerezh e nederlandeg, saozneg, galleg pe alamaneg
- Universiteit Maastricht (e nederlandeg hag e saozneg)
- Wikimaas Wiki diwar-benn Maastricht