Lostger : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: zh-yue:後綴
D Robot kemmet: zh-yue:詞尾
Linenn 116: Linenn 116:
[[wa:Cawete (linwince)]]
[[wa:Cawete (linwince)]]
[[zh:後綴]]
[[zh:後綴]]
[[zh-yue:後綴]]
[[zh-yue:詞尾]]

Stumm eus an 1 Meu 2011 da 07:50

Er yezhoniezh e vez implijet an termen lostger (saoz: suffix) evit komz eus ur morfem stag implijet evel kenger staget ouzh diwezh ur morfem pennañ, anvet ar wrizienn, da skouer:

"bras" > "brasder"
"kan-" > "kan"

Bez e c'hellont bezañ berniet ivez a-wezhoù an eil war-lerc'h egile hag implijet war un dro gant rakgerioù, da skouer:

"gall" > "galleg" > "gallekaat" > "dic'hallekaat"

Perzh pennañ ar yezhoù daspegel eo ar fed ma vez berniet gante meur a genger an eil war-lerc'h egile, en o zouez lostgerioù, da skouer

Meur a lostger ren-ouzh-renk
Turkeg
"göz" ('"lagad")
gözlük ("lunedoù")
gözlükçü ("un den a werzh lunedoù")
gözlükçülük ("gwerzhañ lunedoù")
gözlükçülükte ("gwerzherezh lunedoù")

Koulz semantikel ha kevreadurezhel a c'hell bezañ arc'hwel ul lost ger:

  • Arc'hwel kevreadurezhel

Bez' e c'hell ul lostger kaout un arc'hwel kevreadurezhel pa dalvez evit deveradurezh ur ger all , da skouer:

Kemmañ rummad yezhadurel
Brezhoneg
"sklaer" (anv-gwan) > "sklaerder"
Merkañ an niver)
Brezhoneg
"paotr" > "paotred"
Displegadur ar verboù
Brezhoneg
"kan-" > "kanan", "kanez"...
Displegadur an anvioù
Finneg
"talo" (nominativel) > "talossa" (inesivel)
("ti" > "en (un) ti")
  • Arc'hwel semantikel

Diouzh an tu all avat e c'hell ul lostger kaout un arc'hwel semantikel pa dalvez evit kemmañ ster ur ger, da skouer:

Kemm semantikel
Saozneg
"red" (anv-gwan) > "reddish"
("damruz")

Evit a sell ouzh implij ar c'hengerioù e brezhoneg e talvez al lostgerioù evit kas da benn kemmoù kevreadurezhel peurliesañ keit ha ma talvez ar rakgerioù evit kas da benn kemmoù semantikel, keñveriit:

Brezhoneg
Kenger kevreadurezhel: lostger
"klev-" > "klevet"
Kenger semantikel: rakger
"klev-" > "heklev"


Lostgerioù brezhonek

Setu amañ ul listenn eus ar lostgerioù brezhonek, gant pennadoù diwar-benn pep hini.

Gwelit ivez: