Genad : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 21: Linenn 21:
[[an:Chenero (biolochía)]]
[[an:Chenero (biolochía)]]
[[ar:جنس (تصنيف)]]
[[ar:جنس (تصنيف)]]
[[az:Cins (taksonomik kateqoriya)]]
[[be:Род, біялогія]]
[[be:Род, біялогія]]
[[be-x-old:Род (біялёгія)]]
[[be-x-old:Род (біялёгія)]]
Linenn 60: Linenn 61:
[[lv:Ģints (bioloģija)]]
[[lv:Ģints (bioloģija)]]
[[ms:Genus]]
[[ms:Genus]]
[[mt:Ġeneru]]
[[mt:Ġeneru (tassonomija)]]
[[nds:Geslecht (Biologie)]]
[[nds:Geslecht (Biologie)]]
[[nl:Geslacht (biologie)]]
[[nl:Geslacht (biologie)]]

Stumm eus an 12 C'hwe 2011 da 10:37

E bevoniezh, ar genad zo ur rannad eus ur gerentiad. E rummatadur reizhiadek ar bevien emañ ar genad etre ar c'herentiad hag ar spesad. Bodañ a ra spesadoù, dezho meur a berzh heñvel. Istimañ a reer e vefe implijet 290 000 evit ren al loened (en o zouez 10 % genadoù balafenned).

Mont en-dro

Kement spesad bev pe aet da get (loen, plantenn, foueenn, bakterienn ...) zo staget ouzh ur genad, hervez an anvadur daouanvek degaset gant Carl von Linné. Un anv genad zo un anv latin (pe sellet outañ evel un anv latin) en dro-envel. Liesseurt e c'hall bezañ e orin (anv den, anv lec'h, anv badez, ha kement zo...).

Ur bennlizherenn eo ar c'hentañ lizherenn eus anv ar genad atav. Dleet eo skrivañ anezhañ gant al lizherenneg latin (hep tired hag hep arouezenn diforc'h). Kavout reer c'hoazh an arouezennoù latin æ, hag œ e levrioù embannet kent 1993. Abaoe 1993, ar mellad 60.6 eus kod anvadur etrebroadel al louzawouriezh (anvet stumm Tokio) a laka da reolenn ar pezh zo da-heul : « [...] An arouezennoù -æ-, -œ- a dalvez da ziskouez e vez distaget al lizherennoù-se a-gevret zo da vezañ skrivet gant al lizherennoù dispartiet -ae- ha -oe-. » Aesaet e vefe e-giz-se dibab an anvioù dre urzhiataer.


E tachennoù zo evel ar foueoniezh e ranner ar genad en isgenadoù, ha kement zo.

Orin

Difetis a-walc'h eo naoutur ar genad. Kavet e veze er c'heriaoueg a-raok bezañ degemeret e geriaoueg skiantel an naturourien. Evel-se e lakaer kemm abaoe an henamzer etre ar gwez-derv, an derv-spoueek, ar glasten, ha kement zo, daoust ma veze sellet oute evel dervennoù (genad Quercus). Alies, er yezh pemdez e talvez an anvioù loened pe plant evit ur genad a-bezh dre ma ne veze ket lakaet kemm etre ar spesadoù.