Wikipedia:Pemp politikerezh diazez : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Neal (kaozeal | degasadennoù)
D New page: N'eo ket ur geriadur {{Politikerezh ofisiel}} <center><div style="color: blue; font-weight: normal; font-size:300%; margin: 0; padding-top: ...
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 28 Du 2006 da 11:03



Politikerezh ofisiel


Ur politikerezh ofisiel war ar wikipedia-mañ eo hemañ, bet tizhet un emglev ledan diwar e benn hervez disoc'h ur votadeg.
Pedet eo an holl implijerion/implijerezed da zoujañ dezhi.


Ar pemp politikerezh diazez



Isrannet e c'hell bezañ ar politikerzhioù evel-hen dre vras:

  • Emdalc'h: Labourat atav en un doare ma c'hell an holl implijerion/ezed labourat en un aergelc'h plijus
  • Dalc'hadoù, danvezioù-skrid ha stil: Sklaeraat peseurt danvezioù a vo degemeret mat war ar wikipedia (ha pere ket), sklaeraat reolennoù envel, rummata, perzhioù-mat, h.a.
  • Galloudoù-evezhiañ ispisial : resisaat peseurt galloudoù ispisial o do an implijerion/ezed aotreet evit lakaat da dalvezout ar politikerzhioù, pennaennoù, divizoù a-strol, h.a.
  • Diverkañ: sklaeraat e pesuert degouezhioù e rank bezañ diverket pennadoù pe rummadoù resis
  • Difraeoù lezennel ha giwrioù-aozer/ez: resisaat peseurt danvezioù n'hall ket bezañ implijet evit abegoù lezennel ha penaos ober war o zro

Diorroadur: Politikerezhioù/erbedennoù fetis

  • Onestiz

Keit ha ma ne vo ket bet dizkouezet ar c'hontrol e rank pep hini krediñ ec'h eo onest an holl implijerion/ez all hag a fell dezhe labourat evit mad ar raktres.

  • Robotoù

Degemeret mat e vez goulevioù hag a adalvez da vremanaat pajennoù ez-automatel met kinniget e rankont bezañ da gentañ a-raok o lakaat e pleustr ha rankout a ra an dud ma oant bet krouet ganti diwall ra ne rafont tamm droug ebet ur wezh bet lañset war ar raktres.

  • Sevended
    • Diaezet e teu da vezañ labourat gant tud diseven. Klask lakaat tud all da chom hep bezañ diseven ha dreist-holl klask bezañ seven atav da-unan. Klask sikour digant ar verourion pa sav kudennoù.
  • Politikerezh embann

Klask gwellaat da bajennoù ha pajennoù bet savet gant tud all hep aon da leuskel anezhe disi. Klask chom hep diverkañ danvezioù er pennad-mañ'r-pennad seul wezh ma c'hallez.

  • Treiñ kein d'an holl reolennoù

Bez' e c'heller treiñ kein da bep reolenn, politikerezh, erbedenn h.a. (estreget ar pemp pennreolenn) ma viront ouzh an implijerion/ezed gwellaat ar raktres hag e gas war-raok.

  • Gourdrouzoù lezennel
  • Tagadennoù personel

Arabat tagañ tud ez-personel e mod ebet. Ret eo ober an diforc'h etre kritikañ ar pezh a vez skrivet gant an dud er pennadoù bet savet pe kemmet gante ha tagañ an dud o-unan.

  • Piv 'zo perc'henn war ar pennadoù

Pa vez labouret war ar raktres-mañ e talvez bezañ a-du leuskel tud all da dont da gemmañ al labour bet savet ganit. O gwir an hini eo kemmañ pennadoù bet boulc'het ganit ha da wir an hini eo ivez gallout kemmañ o re. Margodenniñ Arabat implijout meur a gont evit lakaat an implijerion/ezed all da grediñ e sav muioc'h a dud a-du pe a-enep d'ur sujed bennak, nag evit lakaat an dud da grediñ out implijerion/ezed disheñvel evit kas da-benn palioù resis pe evit ober troioù-kamm nag evit mont e-bioù d'ur gont-implijer/ez stanket. Arabat ivez pediñ ouzh da gamaladed/ezed krouiñ kontoù a-ratozh-kaer evit sevel a-du ganit pe evit difenn ur sav-poent reis bennak.

  • Diverkañ
  • Politikerezhioù evezhiañ