Anv-tiegezh : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
TXiKiBoT (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: lad:Alkunya
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.6.4) (Robot ouzhpennet: os:Мыггаг
Linenn 82: Linenn 82:
[[nn:Slektsnamn]]
[[nn:Slektsnamn]]
[[no:Etternavn]]
[[no:Etternavn]]
[[os:Мыггаг]]
[[pl:Nazwisko]]
[[pl:Nazwisko]]
[[pt:Sobrenome]]
[[pt:Sobrenome]]

Stumm eus an 4 C'hwe 2011 da 21:45

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

An anv-tiegezh, pe anv-familh, eo anv an tiegezh, a vez roet peurvuiañ gant un tad, disklêriet ez-ofisiel, d'e vugale, pe a-wechoù gant ar vamm. Eil lodenn an anv personel .


Ouzhpenn an anv-tiegezh e vez roet d'ar vugale un anv-badez.


Gwechall

E anv-tiegezh-eñ a veze roet gant an tad d'e holl vugale, pe da vihanañ d'ar re ne oant ket besterd. Pa ne veze tad ebet evit anavezout ar vugale e veze roet dezho anv-tiegezh ar vamm, deuet dezhi a-berzh he zad. Evit ar vugale dilezet, hep tad na mamm, e veze roet dezho un anv dibabet gant an ensavadurioù: evel-se e voe anvet Nemo tad-kozh Roparz Hemon.

Dimeziñ

Alies e kemer ar merc'hed anv o gwaz ur wech m'int bet dimezet, met ur c'hiz nevez eo bremañ, deuet diwar levezon ar c'hêrioù, rak ne oa ket ur reolenn e-touez an dud vunut e Breizh betek ar bloavezioù '70 (evel e meur a vro gant un niver bras a gouerien).
E pastelloù-bro 'zo e Bro-C'hall (en Norzh, dre vras) hag e broioù e-lec'h ma vez komzet saozneg eo ar c'hustum stagañ anvioù-familh ar priejoù, met ar vugale o deus anv e dad.

Hiziv e Breizh

Hiziv e c'hall tud ar vugale reiñ anv-tiegezh ar vamm, ouzhpenn hini an tad, d'ar vugale. Yann Penndu hag e bried Anna an Eskob a c'hall bremañ envel o merc'h Nolwenn Penndu-an Eskob.

Broioù all

E meur a vro en Azia hag en Afrika ne vez ket roet anv an tad na d'ar vugale, na d'ar wreg.

En un nebeud broioù n'eus anv-familh ebet (Enez Java, Island ha Tibet).

E familhoù ar roueed ne vez ket graet gant anvioù-familh d'an aliesañ.

A belec'h e teu an anvioù-tiegezh

Kalz anvioù-tiegezh, en Europa da vihanañ, a deu

  • eus ul lec'h: ur gêr, un ti (
  • eus ur vicher: Toer, Lecouvreur, Thatcher
  • eus lesanvioù a bep seurt, evel ar re a denn da zoare ar c'horf
  • eus anv-badez an tad

Pennad kar