Frederic Mistral : diforc'h etre ar stummoù
D [r2.6.4] Robot ouzhpennet: be-x-old:Фрэдэрык Містраль |
D Robot ouzhpennet: lv:Frederiks Mistrāls |
||
Linenn 66: | Linenn 66: | ||
[[la:Fridericus Mistral]] |
[[la:Fridericus Mistral]] |
||
[[lt:Frédéric Mistral]] |
[[lt:Frédéric Mistral]] |
||
[[lv:Frederiks Mistrāls]] |
|||
[[mr:फ्रेडरिक मिस्त्राल]] |
[[mr:फ्रेडरिक मिस्त्राल]] |
||
[[nl:Frédéric Mistral]] |
[[nl:Frédéric Mistral]] |
Stumm eus an 3 C'hwe 2011 da 12:23
Frederic Mistral (rouesoc'h:Frederic Mistrau) a zo bet ganet d'an 8 a viz Gwenholon 1830 e Maiano ha marvet d'ar 25 a viz Meurzh 1914.
Skrivagnour ha geriadurour e yezh ok eus Provañs, bet tapet gantañ Priz Nobel al lennegezh.
E oberenn vras ketañ a voe Mirèio. Ganti e voe anavet diouzhtu e Bro-C'hall a-bezh, ha da heul er bed a-bezh.
Skrivet eo er werz e mod Homer: daouzek kan.
Eñ a skrivas ivez e gwerzioù Calendau, Lou Pouemo dòu Rose (Gwerz ar Rhône), Nèrto, La Rèino Joano (ar rouanez Joana a Napoli). Skrivañ a reas ivez ur levr diàr e vuhez Memòri e raconte, ha dreist-holl e c'heriadur bras Lou tresor dòu Felibrige gant en tu-hont a 65 000 ger ennañ.
D’ar 21 a viz Mae 1854 e reas gant c'hwec'h koñsort un emglev, ar Felibrige evit bodañ ar skrivagnerion e yezh ok. Ar Felibrige a zo, hiriv an deiz c'hoazh, an emglev kentañ ag ar skrivagnerion ha difennerion ar langaj. Gant Frederic Mistral neuzen e oa Pau Giera, Jousé Roumaniho, Teoudor Aubanèl, Ansèume Matiéu, Joan Brunet hag Adòufe Tavan.
Buan ec'h arruas tud arall er Felibrige, evel ar barzh a Salon Blàsi-Antòni Crousillat pe, da heul, Bonaparte-Wyse, un Iwerzhonad euz tiegezh an impalaer Napoleon III.