Unix : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 120: Linenn 120:
* '''Tru64 UNIX''' : UNIX kenwerzel danzeet gant Compaq,
* '''Tru64 UNIX''' : UNIX kenwerzel danzeet gant Compaq,


[[Image:Unix-ed-shellscript.png|thumb|250 px|Editing a shell script using the ''[[ed]]'' editor. The dollar-sign at the top of the screen is the prompt printed by the shell. 'ed' is typed to start the editor, which takes over from that point on the screen downwards.]]
[[Image:Unix-ed-shellscript.png|thumb|250 px|Embann ur goulevig erounit (pe programmig erounit) oc'h ober gant an embanner "ed". An arouezenn 'dollar" war laez ar skramm a zo ar "prompt" skrivet gant ar dewezhier urzhioù (pe arc'hadoù) pe "shell". 'ed' eo e vez skoet ouzh ar prompt da lakaat ar "shell" da loc'hañ.]]



Stumm eus an 26 Du 2006 da 19:33

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Unix (UNIX eo ar merk marilhet) a zo ur reizhiad korvoiñ evit urzhiataer diorroet da gentañ penn adalek 1969 hag a-hed ar bloavezhioù 1970 gant ur strollad implijidi arnodvaoù Bell Labs, en o zouez Ken Thompson, Dennis Ritchie ha Douglas McIlroy. Reizhiadoù Unix a-vremañ a zo dasparzhet etre skourroù diseurt, diorroet e-doug an amzer gant AT&T, war un dro gant lies pourvezer kenwerzhel hag aozadur hep pal kenwerzhel.

Ar merk marilhet UNIX a zo hiziviken perc'henniezh The Open Group, ur c'hengevredad reoladoù greantel. N'eus ken nemet reizhiadoù kenglotus ha kempleg (pe kenstumm) diouzh erspizadurioù eeun UNIX a c'haller ober "UNIX" anezhe (ar re all a reer "Heñvel ouzh Unix" pe "Unix-heñvel" anezhe).

E-kerzh dibenn ar bloavezhioù 1970 ha derou ar bloavezhioù 1980, levezon Unix er metoù skolveuriek en deus graet dezhañ bezañ degemeret alies-kenañ (dreist-holl ar varienn BSD, a zeu eus Skol-Veur Kalifornia, Berkeley) a-berzh embregerezhioù nevez-flamm, menegomp an hini heverkañ anezhe Sun Microsystems. Hiziv, pelloc'h eget ar reizhiadoù kempleg diouzh Unix, reizhiadoù korvoiñ "Unix-like" (Unix-heñvel) evel Linux ha Mac OS X zo deuet da vezañ boutin-kenañ.

Alberz

Reizhiadoù korvoiñ Unix a vez implijet en un doare ledan kement evit dafariaded (pe servijerioù) hag evit staeloù labour (pe postoù labour). An endro (pa amva) "Unix environment" ha patrom goulaviñ (programmiñ) arval-dafariad (pe klient-servijer) a voe elfennoù a-bouez evit diorren danzen ar Genrouedad hag adframmañ an urzhiataerezh war-zu rouedadoù kentoc'h eget war-zu urzhiataeroù hiniennel.

Istor

Ergrafet e voe an UNIX kentañ gant Ken Thompson adalek 1965 en arnodvaoù Bell AT&T e Murray Hill er New Jersey (Stadoù Unanet). Pal Kel Tompson a oa danzen ur reizhiad etrewezhiat (etre-oberiat) eeun anvet "multics" (Multiplexed Information and Computing System) da lakaat da dreiñ war an urzhiataer ur c'hoari krouet gantañ anvet "space travel" un darvanerezh eus koskoriad an heol.

Stummet e voe bet war-lerc'h ur genseurterezh tro-dro da "multics" gant ar MIT (Massassuchetts Institut of Technology) eus General Electric co hag Bell Lab.

E miz ebrel 1969 en doa divizet an arnodvaoù AT&T d'ober gant ar reizhiad GECOS (General Electric Comprehensive Operating System) el lec'h "multics". Hogen o doa bet ezhomm Ken Thompson ha Denis Ritchie a oa bet o tont davet al laz gouleverien (pe programmerien) da lakaat ar c'hoari Space travel da erounit (da "dreiñ") war un ijinenn bihanoc'h (un DEC PDP-7 - Programmed Data Processor - o kaout enni nemet 4Me (4 Mega eizhbit) da lakaat da dreiñ goulevioù (pe programmoù) an arveriaded). Setu perak o doa adskrivet ar reizhiad da grouiñ un handelv bihanoc'h eget Multics anvet UNICS (UNIplexed information and Computing Service) deut da vezañ diwezhatoc'h UNIX.

Un tamm eus roll an argerzhioù oc'h erounit diaser (war an dro) war ur reizhiad UNIX.

Ar c'hentañ a viz genver 1970 eo e vez gwelet evel deizhiad ganidigezh ar reizhiad UNIX. Dre-se e vez displeget perak e vez holl eurierioù reizhiad ar reizhiadoù UNIX o teraouiñ diwar ar mare-se.

D. Ritchies a oa ivez an hini, gant B.W. Kernighan, en doa ergrafet ha despiset an areg C (pe lavar stlennegel C). Neuze e voe adskrivet ar reizhiad a-bezh en areg C e 1973 hag e voe anvet UNIX Time-Sharing System (TSS).

Pa voe lakaet ar reizhiad da dremen d'an handelv 7 e 1979 e voe lakaet neuze da dalvezout war an dro un nebeut daskemmadurioù a-bouez :

  • Dilemel ar bridañ e veze dre-benn ment ar restroù,
  • Lakaat ar reizhiad da vezañ amloadusoc'h (eleze lakaat anezhañ da c'hellout treiñ war vuioc'h a savennoù periantel),

Harzet e oa ouzh an embregerezh ATT (Bell Labs a oa dindan he beli) gant un dekred e 1956 da genwerzhelaat produioù arall nemet aveadoù pellgomz pe delegrafek. Setu perak e voe kemeret an diviz e 1973 da skignañ tarzhoù UNIX er skolioù-meur. Adalek diwezh ar bloavezh 1977 e voe addanzeet gant imbourc'herien Skol-Veur Kalifornia un handelv eus UNIX oc'h ober gant an tarzhoù skignet gant AT&T. Pal o labour a oa da lakaat ar reizhiad d'erounit war o savenn VAX hag e voe graet BSD (Berkeley Software Developpement) eus ar reizhiad nevez-se.

Evel-se e voe daou skourr o vezañ bet ganet :

  • Skourr AT&T a oa da vezañ anvet System V eus UNIX System Labs (USL),
  • BSD (Berkeley Software Developpement) danzeet gant Skol-Veur Kalifornia.

E 1977 e oa bet lakaet gant AT&T tarzhioù UNIX en hegerz evit an embregerezhioù all. Ablamour da se e voe danzeet un niver bras a UNIX-heñvel (Unix-like) :

  • AIX : UNIX kenwerzhel diaezet war System V danzeet e 1990 gant IBM,
  • Sun Solaris : UNIX kenwerzhel diazezet war System V ha BSD danzeet gant Sun Microsystems,
  • HP-UX : UNIX kenwerzhel diazezet war BSD danzeet abaoe 1986 gant Hewlett Packard,
  • Ultrix : UNIX kenwerzhel danzeet gant SGI,
  • UNUX SCO : UNIX kenwerzhel diazezet war System V danzeet adalek 1979 gant Santa Cruz Operation hag Hewlett Packard,
  • UnixWare : UNIX kenwerzhel danzeet gant Novell,
  • Tru64 UNIX : UNIX kenwerzel danzeet gant Compaq,
Embann ur goulevig erounit (pe programmig erounit) oc'h ober gant an embanner "ed". An arouezenn 'dollar" war laez ar skramm a zo ar "prompt" skrivet gant ar dewezhier urzhioù (pe arc'hadoù) pe "shell". 'ed' eo e vez skoet ouzh ar prompt da lakaat ar "shell" da loc'hañ.


Da vezañ klokaet

Reoliadoù

Da vezañ klokaet

Perzhioù pennañ

Ur reizhiad korvoiñ evit urzhiataer liesimplijer ha liespoellad eo UNIX, da lavaret eo e lak un urzhiataer e stad da erounit meur a c'houlev evit meur a implijer war un dro. Bez ez'eus ouzh e ober ur graoñell ("kernel"), un pe lies dewezhier arc'hadoù (pe dewezhier urzhioù - "shells"), a-gevret gant un niver bras a-walc'h a c'houlevioù mavek (aozerioù, kempunerioù evit ur yoc'h aregoù, keweriañ testenn, anvonerezh, graferezh,....). Ar reizhiadoù UNIX a zo molladus kenañ da lavaret eo e c'hellont mont en-dro war an holl savennoù periantel war-vete. Da vezañ klokaet

Merkoù

Da vezañ klokaet

Skog

Da vezañ klokaet

Reizhiadoù Korvoiñ frank

Da vezañ klokaet