Hanja : diforc'h etre ar stummoù
Xqbot (kaozeal | degasadennoù) D Robot ouzhpennet: bjn:Hanja; Kemm dister |
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: hi:हञ्जा |
||
Linenn 50: | Linenn 50: | ||
[[fi:Hanja]] |
[[fi:Hanja]] |
||
[[fr:Hanja]] |
[[fr:Hanja]] |
||
[[hi:हञ्जा]] |
|||
[[id:Hanja]] |
[[id:Hanja]] |
||
[[io:Hanja]] |
[[io:Hanja]] |
Stumm eus an 28 Gen 2011 da 15:58
- Notenn a-bouez:
- Evit gallout gwelet mat ar bajenn-mañ e rank bezañ staliet war hoc'h urzhiataer lizherennoù ispisial hag a c'heller pellgargañ amañ:
- Code 2000
Hanja (hangeul: 한자 |; hanja: 漢字) a zo anv koreanek ar sinalunioù. En un doare resisoc'h e ra dave an termen-mañ d'ar sinalunioù bet kemeret diwar ar sinaeg evit skrivañ ar c'horeaneg.
An darn vrasañ eus an hanja implijet e koreaneg a zo peuzheñvel d'ar re implijet evit skrivañ ar sinaeg, met en o zouez e vez kavet un nebeud hanja all heñvel eus lod kavet e japaneg (kanji) ha lod all en vezont implijet nemet e koreaneg, da skouer 畓 (non dap: "rizeg"; hangeul: 논 답).
Istor
Degouezhet a reas ar ar sinalunioù e Gorea pa pa bet degaset eno ar voudaegezh o tont eus Sina.
Betek ma oa bet krouet ar skritur lizherennek anvet hangeul gant ar Roue Sejong e oa ar sinalunioù pe hanja ar skritur nemetañ implijet evit ober diouzh ar c'horeaneg dre skrid betek ar XVvet Kantved.
En oa nemet en XXvet Kantved ma chomas a-sav an dud da skrivañ dreist-holl gant hanja en ur vont kentoc'h gant al lizherenneg hangeul.
Kenderc'hel a ra tud Su Korea da skrivañ o yezh gant hanja mesk-divesk gant lizherennoù hangeul, ez-ofisiel, avat, en vez ket implijet ken ar hanja e Republik Poblek Demokratel (pe Norzh Korea) abaoe 1949 .
Eumhun (ster ha son)
Hiziv pa vez implijet hanja evit ober diouzh ar c'horeaneg dre skrid e vezont distaget hervez o son. Er geriadurioù, avat, e vez lakaet o ster da gentañ hag an doare d'o distagañ da heul. Eumhun (hangeul: 음훈; hanja: 音訓; diwar 音 "son" + 訓 "ster," "kelenn") e vez graet eus an doare d'ober-se.
Da skwer, pa glasker ar hanja 愛 ur geriadur e kaver sarang ae (hangeul: 사랑 애), da lâret eo sarang eo ster ar sinalun-se hag a dalvez “karantez” hag distaget e vez ae.
En deskadurezh
Desket e vez c'hoazh an hanja e skolioù Su Korea hag en holl e vez desket tro-dro da 1800 hanja da diwezh an eil drez.
Daoust ha ma ne vezont ket implijet ken en Norzh ez-ofisiel e vez desket gant an dud er skolioù tro-dro da 600 hanja en holl war digarez e vezont implijet evit skrivañ ar c'horeaneg er Su hag ivez ar sinaeg hag ar japaneg.
Gwelet ivez
Liammoù diavaez
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |