Galaksienn : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.5.2) (Robot ouzhpennet: ne:तारापुञ्ज
D Robot ouzhpennet: rue:Ґалаксія
Linenn 138: Linenn 138:
[[ro:Galaxie]]
[[ro:Galaxie]]
[[ru:Галактика]]
[[ru:Галактика]]
[[rue:Ґалаксія]]
[[scn:Galassia]]
[[scn:Galassia]]
[[sh:Galaksija]]
[[sh:Galaksija]]

Stumm eus an 25 Gen 2011 da 23:03

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
NGC 4414, ur c'halaksienn droellenn skouer e steredeg Blev Berenis. 56.000 bloavezhiad-gouloù a dreuzkiz a zo dezhi ha pell emañ diouzhimp eus 60 milion a vloavezhiadoù-gouloù bennak.


Ur c'halaksienn, a zo ur pezh mell tolpad stered ha materi etresteredel dalc'het asambles gant an dedennerezh ar gravitadur zo etre hec'h elfennoù. Ouzhpenn meur a gant miliard a stered a c'heller kontañ en ur c'halaksienn. Ar galaksioù a vez tolpet alies ivez e bodennoù galaksioù. Steredenn hon flanedenn, an Heol, a aparchant d'ur c'halaksienn anvet ar C'halaksienn pe an Hent-Gwenn, pe c'hoazh Hent Sant-Jakez. Ar vodenn c'halaksioù anvet bodenn lec'hel, da lavaret eo an hini e-lec’h m’emañ an Hent Gwenn, hon galaksienn, a gonter 27 galaksienn enni. Enni emañ ivez galaksienn vras Andromeda, anvet M31 e katalog Messier ar galaksioù ha NGC224 er New General Catalogue.


Rummatadur ar galaksioù savet gant Hubble

A bep seurt galaksioù zo a-fet furm ha goulaouuster. Deuet eo a-benn an astronomour Edwin Powell Hubble da sevel ur rummatadur morfologel (hervez ar furm) dioute, diazezet war furm ha ment relativel an nukleüs ha brec’hioù an disk. Anvet eo ar sistem rummata-mañ sekañs Hubble ha rannañ ra ar galaksioù etre 5 rummad.


Ar galaksioù troellennek (S)

M51, ar c'halaksienn « korventenn », un skouer galaksienn droellennek.

Teir lodenn a ya d’ober ar re-mañ : - un nukleüs en o c’hreiz, hag a dolp stered yaouank eus ar rummad stered anvet poblañs I, - ur bladenn hag a dro buan en-dro d’an nukleüs ; ar stered hag ar materi etresteredel ennañ zo tolpet dreist-holl e brec’hioù spiral (troellenn), - ul lodenn spas sferek ec’hon a-walc’h en-dro dezhi, anvet rodenn, a gaver enni bodennoù stered boullheñvel ha stered kozh eus ar rummad anvet poblañs II. Ar galaksioù troellennek a gustumer renkañ en tri isrummad anvet klasadoù : ar galaksioù Sa pa vez bras an nukleüs ha nebeut diorroet ar brec'hioù, ar galaksioù Sb evit ar reoù o deus un nukleüs a vent etre, ar galaksioù Sc evit ar reoù gant un nukleüs bihan ha brec'hioù diorroet mat.


Ar galaksioù troellennek sparlek (SB)

Ar galaksioù-mañ zo kar d'ar reoù spiral. Un tolpad stered ha gaz etresteredel e stumm ur varrenn zo a bep tu d'an nukleüs. Kregiñ ra brec'hioù ar c'halaksienn e pep hini eus pennoù ar varrenn. Evel ar galaksioù spiral e vez klasifiet ar galaksioù spiral barrennet en teir c'hlasad SBa, SBb ha SBc, hervez ment an nukleüs hag ar brec'hioù.


Ar galaksioù elliptek (E)

Ar galaksioù-mañ zo dezhe furm un ellipsoid, hogozik ur sferenn a-wechoù. N'o deus tamm framm spiral ebet ha diskouez a reont bezañ hep materi etresteredel. Tolpañ a reont stered kozh dreist-holl. Hervez talvoud o elliptegezh e vezont anvet E1, E2, ..., E7. Ar reoù E7 eo ar reoù blatañ.


Ar galaksioù ferennheñvel (SO)

Anvet int evel-henn abalamour m'o deus ur furm tost da hini ur ferenn (optik). Kar int d'ar reoù elliptek dre o doareennoù fizikel. Reoliek eo o furm gant un nukleüs bras. Gallout a rafent bezañ galaksioù spiral kozh kollet gante o brec'hioù, marteze diwar ur c'henstok gant ur c'halaksienn all.


Ar galaksioù direoliek (I)

Ar reoù-mañ n'eus stumm ebet dezhe, ne gaver tamm ahel simetriezh ebet enne : ur framm direoliek-tre o deus. N'int ket gwall niverus. Graet int gant stered tomm-tre ha skedus ha gant koumoulennoù bras a c'haz etresteredel ionizet.

Ar galaksioù spiral eo ar re niverusañ (ouzhpenn 60%), goude se e teu ar galaksioù ferennheñvel (e-tro 20 %), ar galaksioù elliptek (13%) hag ar galaksioù direoliek.

Ar radiogalaksioù

Ar radiogalaksioù a vez anvet evel-henn abalamour da greñvder ar skinadur radioelektrek skignet gante. Kalz muioc’h a energiezh a skignont eget ar galaksioù boutin. Anvet e vezont ivez galaksioù aktivel. Ul lodenn vat eus an energiezh skignet gant ur radiogalaksienn ne zeu ket eus elfennoù boas ur c’halaksienn, da lavaret eo ar stered, ar poultrennoù hag ar gaz etresteredel. An energiezh-mañ a zepant eus ar seurt radiogalaksienn : gallout ra bezañ embannet e lodennoù eus ar spektr tredanwarellek evel ar skinoù isruz, ar mikrogwagennoù, ar skinoù UV, ar skinoù X hag ar skinoù γ.

Kinnig ra ar model standart teorikel e teufe an energiezh-mañ diwar disac’h ar materi warnañ e-unan evit furmañ un toull du dreistmasus, gant un tolz etre 106 ha 108 gwech hini an Heol.

Gwelet ivez

Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB