Island : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
TXiKiBoT (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: tk:Islandiýa
SieBot (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 254: Linenn 254:
[[sg:Ïsalândi]]
[[sg:Ïsalândi]]
[[sh:Island]]
[[sh:Island]]
[[si:අයිස්ලන්තය]]
[[simple:Iceland]]
[[simple:Iceland]]
[[sk:Island]]
[[sk:Island]]

Stumm eus an 22 Gen 2011 da 01:16


Lýðveldið Ísland
Banniel Island
(Banniel Island) (Ardamezioù Island)
Ger-stur broadel: hini ebet
Lec’hiadur Island
Yezh ofisiel Islandeg
Kêr-benn Reykjavík
Prezidant Ólafur Ragnar Grímsson
Kentañ Ministr Jóhanna Sigurðardóttir
Gorread
-En holl
-% dour

103 000 km²
2,70%
Poblañs
-Hollad
-Stankter ar boblañs

300 000
2,91/km²
Dizalc’h (diouzh Danmark)
-Emveli
-Republik

1 Kerzu 1918
17 Mezheven 1944
Moneiz kurunenn Island (króna) (ISK)
Kan broadel Lofsöngur
Kod war ar Genrouedad .is
Kod pellgomz +354


Ur stad eus Europa eo Island (islandeg: Ísland), hag un enezenn pell a-walc’h diouzh ar c’hevandir-se eo ivez, etre Greunland, Bro-Skos ha Norvegia. Reykjavík eo kêr-benn ar vro.

E brezhoneg e ra lod gant Enez ar Skorn, un anv heñvel a-walc'h ouzh an hini kembraek, Gwlad yr Iâ.

Istor

Eus Norvegia e teuas Lec'hlenniz da ober o annez en Island, adalek an IXvet kantved. Degas a rejont ganto sklaved eus Bro-Skos hag Iwerzhon. En Island e voe savet ar Parlamant koshañ a anavezer er bed, an Althing, er bloavezh 930.

Ur wech trevadennet gant Vikinged e chomas dizalc’h a-walc’h Island e-pad 300 vloaz. Met goude-se e voe staget ouzh Norvegia hag ouzh Danmark pa voe unanet an eil bro ouzh eben. Pa voe disrannet Norvegia diouzh Danmark e 1814 e chomas stag Island ouzh ar rouantelezh danat tra ma oa staget Norvegia ouzh Sveden. Tamm-ha-tamm e teuas da vezañ emren a-walc’h diouzh Danmark avat hag e 1918 e teuas da vezañ ur vro dizalc’h, en ur chom stag ouzh ar rouantelezh. Roue Danmark a gendalc’he da vezañ roue war Island. E-pad an Eil brezel bed e voe troc’het al liammoù gant Danmark a oa bet aloubet gant an Alamaned. E 1944 e voe savet ur republik.

Politikerezh

En Althing ez eus 63 a izili, dilennet bep pevar bloaz. Gant ar Prezidant e vez anvet ar C’hentañ Ministr ha gant hemañ e vez renet ar gouarnamant.

Merc'hed

Vigdís Finnbogadóttir, pedervet prezidant ar vro, a oa kentañ maouez er bed o vezañ dilennet d'ar garg-se eus 1980 betek 1996. Jóhanna Sigurðardóttir zo bet anvet da gentañ ministr d'ar 1añ a viz C'hwevrer 2009.

Kêrioù

Douaroniezh

Kartenn Island

Emañ Island war ur gribenn, e-kreiz ar Meurvor Atlantel, ma vez fiñvadennoù dibaouez gant ar plakennoù tektonik. Gant se ez eus kalz menezioù-tan, an hini anavezetañ anvet Hekla. Hiziv an deiz e talc’h menezioù-tan da grouiñ (enez Surtsey, war aod ar c’hreisteiz, a voe krouet gant tarzhadenn ar 14 a viz Du 1963). War-dro 10% eus an enez zo goloet gant ar skorn. Brudet eo geyserioù Island dre ar bed a-bezh : tennet e vez implij eus an dour tomm zo dindan douar evit tommañ, marc’hadmat, ar savadurioù er vro.

A-hed an aod emañ an darn vrasañ eus ar c’hêrioù. Reykjavík, Keflavik (m’emañ aerborzh ar vro) hag Akureyri eo ar re vrasañ anezho.

Armerzh

Pouezus-bras eo ar pesketa evit ar vro. Diwar-bouez an obererezh-se emañ ar braz eus gounidoù ar c’henwerzh gant an estrenvro (60%) hag un dregantad uhelik eus ar postoù labouro (8%) zo dalc’het gantañ. Estreget pesked e vez ezporzhiet ivez aluminiom.

Abaoe dibenn an ugentved kantved e klask ar gouarnamant lakaat armerzh ar vro da vezañ dizalc’hoc’h diouzh ar pesketa, en ur liesseurtaat an obererezhioù : douargounezerezh (e tiez-gwer), stlennegezh… Dont a ra gennad an touristerezh da vezañ pouezus ivez.

Sevenadur

Ur yezh skandinavek eo an islandeg, ha chomet eo an islandeg modern tost a-walc’h d’an henyezh, an norseg. Ha lorc'h zo en dud gant o hêrezh viking. Brudet eo Island evit ar sagaoù zo bet savet eno ha lakaet dre skrid er Grennamzer.

Eus Island e teu ar ganerez Björk hag ar skrivagner Halldór Laxness, a oa aet gantañ Priz Nobel al lennegezh e 1955.

Liammoù diavaez

Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB