Andromeda : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
JAnDbot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.5.2) (Robot tennet: pt:Andrômeda
SieBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: pt:Andrômeda (mitologia)
Linenn 99: Linenn 99:
[[no:Andromeda (mytologi)]]
[[no:Andromeda (mytologi)]]
[[pl:Andromeda (mitologia)]]
[[pl:Andromeda (mitologia)]]
[[pt:Andrômeda (mitologia)]]
[[ro:Andromeda (prințesă)]]
[[ro:Andromeda (prințesă)]]
[[ru:Андромеда (мифология)]]
[[ru:Андромеда (мифология)]]

Stumm eus an 20 Gen 2011 da 08:26

Andromeda chadennet ouzh ar garreg gant an Nereidezed, livet gant Théodore Chassériau(1840) , dalc'het e mirdi al Louvre .
Andromeda (1869) Edward Poynter
Andromeda kinniget da euzhvil ar mor (1869) Paul Gustave Doré.
La Délivrance d'Andromède livet gant Pierre Mignard(1679), Louvre. Gwelout a reer Kefeüs ha Kassiopeia o trugarekaat Perseüs war-lerc'h dichadennañ o merc'h Andromeda

Andromeda a oa ur vaouez e mojennoù Hellaz kozh, a voe saveteet a-dre skilfoù un euzhvil-mor gant Perseüs, hag a zimezas gant he saveteer.

Gerdarzh

Dont a ra an anv diwar Ανδρομέδη /Andromedē e gregach, savet diwar ανδρος (andros, den, gour) ha μηδομαι /mēdomai "soñjal". Talvezout a ra "soñjal en ur gwaz".

Mojenn

Andromeda ( diwar Ανδρομέδη /Andromedē e gregach) a oa merc'h Kefeüs ha Kassiopeia, roue ha rouanez Etiopia.

He mamm Kassiopeia he devoa poufet e oa ken koant hag an Nereidezed, ma savas droug e Poseidon, doue ar mor, a gasas dour-beuz d'ar vro, hag un euzhvil a rene war ar mor, ma ne c'halle den mont war vag ken.

Diouganañ a reas beleg an doue Ammon ne vije peoc'h ebet digantañ ken na roje ar roue e verc'h Andromeda d'an euzhvil . Neuze e voe staget ar plac'h kaezh ouzh ur garreg war an aod. Dres d'ar poent-se edo Perseüs, war e varc'h askellek, o tistreiñ eus lazhañ Gorgon, hag o tremen damdost, pa glevas hirvoudoù ar goantenn. Hastañ buan a reas ober e stal d'an amprevan, distagañ ar fulenn, dimeziñ ganti, petra bennak ma oa bet prometet d'ur paotr yaouank all, Fineüs e anv.

En eured e savas kann etre an daou baotr, ha troet e voe Fineüs e maen, tra ken 'met o welout penn Gorgon ( hervez (Metamorfozoù Ovidius, v.). War-lerc'h an eured ez eas Andromeda gant he fried da Dirint, en Argolis. Eno e voent hendad ha henvamm lignez ar Berseided.

C'hwec'h mab hag ur verc'h o doe


Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.