Pariz : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: rw:Paris kemmet: ko:파리 (프랑스)
SieBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot kemmet: ilo:Paris
Linenn 150: Linenn 150:
[[id:Paris]]
[[id:Paris]]
[[ie:Paris]]
[[ie:Paris]]
[[ilo:Paris, Francia]]
[[ilo:Paris]]
[[io:Paris]]
[[io:Paris]]
[[is:París]]
[[is:París]]

Stumm eus an 19 Gen 2011 da 18:01

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Pariz er
wikeriadur, ar geriadur frank.


Kêr-benn Bro-C'hall eo Pariz (Paris e galleg, distaget [paʁi]). Departamant ha pennlec'h departamant eo ivez, ha pennlec'h rannvro Enez-Frañs ivez.

Savet eo bet war unan eus kammdroennoù ar Saena. Anavezet eo er bed a-bezh en abeg d'he monumantoù bras ha bihan, niverus an holl anezho, ha d'he buhez sevenadurel ivez. Un istor kozh ha skedus a zo ganti hag ur roll armerzhel bras-tre kreñvaet gant he saviad ken eo deuet da vezañ un ahel a-bouez evit ar pellgehenterezh a-dreuz Europa. Ul lec'h brudet evit ar c'hiz hag ar pompad eo ouzhpenn.

Parizianed eo an anv a vez graet eus an annezidi.

Ger-ardamez Pariz, "Fluctuat, nec mergitur" (O wintañ-diwintañ ned a ket da sankañ) a zo liammet gant un arouez kozh-tre, hini ar vag, ar "Scilicet" e anv, a zo bet ardamez marc'hadourien an dour, mistri ar gêr er Grennamzer.

Santez Jenovefa eo patronez Pariz, abaoe m'he doa graet da Attila, roue an Huned, chom hep tagañ ar gêr, gouez d'ar vojenn.

Hervez an INSEE e oa 2 144 700 a dud o chom e kêr Pariz e 2004. Dre ma'z eo aet ar boblañs da leuniañ degadoù a gumunioù tro-dro (er XXvet kantved dreist-holl) eo bet termenet an takad-kêr Pariz, 11,1 milion annezidi e 1999 ennañ.

Istor

Ardamez Pariz
Ardamez Pariz


Orin anv Pariz

Anvet eo bet Pariz diwar anv meuriad galian, ar Parisii. Un nebeud martezeadennoù a zo bet kinniget evit displegañ an anv :

  • Ar wrizienn c'halianek "kwar" a dalvezfe evit mengleuz, rak meur a hini a zo bet kleuziet er rannvro.
  • An doueez egiptat Isis, rak e talvezfe "per Isis" kloz pe templ Isis e egipteg.
  • Par a c'hellfe bezañ ur ger galianek evit lestr hag ul lestr eo ardamez Pariz.
  • Hervez ur vojenn anavezet mat e Breizh e vije liammet Pariz gant Kêr-Is ha Pariz ur ger par da hini Is.

Ragistor

An ostilhoù koshañ evit kleuziañ bet kavet war ribl ar Saena a zo bet deiziataet 40 000 bloaz. War takad Bercy eo bet kavet roudoù ur gêriadenn, savet war-dro 4000 war vrec'h sec'h ar Saena. Lakaet eo bet war-wel pirogennoù, priajoù, gwaregoù gant o biroù, ostilhoù graet e korn koulz hag e maen


Henamzer

Feunteun Wallace

N'eus kazi keloù ebet eus ar prantad etre ar ragistor ha mare ar galianed-romaned. M'eo bet graet ul liamm etre ar Parisii, ur meuriad galian, hag ar gêr a vo anvet Pariz, ne anavezer ket pelec'h ha pegoulz o deus savet ar "Parisii" o c'hêr-benn. Gwelet eo bet "Lutetia", ar gêr seizet gant Labienus, letanant Kezar e - 52 (troet e vez "Lutetia" da "Lutèce "e galleg). N'eus roud ebet eus ar gêr galian-se. Klasket e 'z eus bet e inizi ar Sen, enez ar Geoded, enez Saint-Loeiz pe war un enezenn a zo bet e genou ar stêr Bièvres. Nevez'zo eo bet kinniget ma vije bet ar gêriadenn e plas hini kavet e Nanterre tost d'ar Menez-Valerian. Ne oa ket Lutetia kêr-benn Galia, met Lugdunum (Lyon) eo bet hini ar C'halianed.

Ne oa ket kustum d'ar Romaned sevel o geodedoù e plas ar gêrioù galian ha setu perak ez eus bet ur gêr roman savet er c'hantved kentañ war ar riblenn gleiz war dinaou ar Menez Sant-Jenovefa. Ar c'hibelldioù a zo bet kavet war ar boulouard Sant-Jermen, an arena e-kichen ar straed Monge, ar c'hoariva e-kichen Skol ar vezegiezh hag ar vered e plas abati Port-Royal kozh. An ahel Norzh-Su (ar "cardo"") a oa ar straed Sant-Jakez troch'et gant an ahel Kornôg-Reter war-dro an niverennoù 172-174. Ar forom a oa e Norzh ar c'hroazhent betek ar straed Cujas. Kavet eo bet ur villa hag pevar di etre ar straed Sant-Jakez hag ar straed Gay-Lussac e 2006.

Krennamzer

Ardamez Pariz

Anv ez eus eus Paris e fin ar 4re kantved hag e 508 e teu Hlodvig, roue ar Franked da staliañ e gêr-benn. Meneget eo iliz Sant-Jervaz er 4re kantved (war ar riblenn zehou a-dreñv d'an Ti-kêr a-vremañ). Er 9vet kantved ez eus anv eus ar mogerioù savet evit gwareziñ parrezioù Sant-Jervaz ha Sant-Jermen-eus-Auxerre. Koulskoude e tismanstras an Normaned an holl savadurioù war ar riblenn gleiz. Pa yeas d'an tron ar Gapeted e 987 e oa aparchant dezho daou gêr a-bouez, Pariz hag Orleans. O zad-you, Euzen Iañ, en doa klasket difenn Pariz diouzh an Normaned.

War ar riblenn zehou e kaver kêriadennoù bihan savet en XIvet kantved : Sant-Marzhin-ar Maezhioù, San-Jermen-eus-Auxerre, Sant-Jervaz. Dibab a reas Loeiz VI, roue Bro-C'hall (e 1108) evel sez pennañ e veli ha chom a reas di muioc'h Fulup II (1190-1220). Er mare-se e oe adsavet karterioù ar riblenn gleiz hag e savas Fulub II ur c'hlozadur mogerioù evit pevar rannger war ar riblenn zehou : ar C'hastellig (Châtelet), ar C'hrohu, ar Grev ha Sant-Jermen-eus-Auxerre hag ar ranngerioù etre ar Menez Sant-Jenovefa ha straed ar Sen. Er XIVvet kantved e savas Charlez V (1371-1380) ur c'hlozadur ledanoc'h war ar riblenn zehou ha betek Port-Royal war ar riblenn gleiz.

Er Grennamzer e teu da vezañ Pariz ur gêr m'eo kalz artizaned, micherourien, marc'hadourien enni hag ivez studierien. Broudet eo an diorroadur gant ezhommoù al lez ha re an Iliz. Temz-spered ar re vihan koulz hag hini ar vourc'hizien a lak anezho da abegiñ. Renet e vez dizurzhioù bras gant ar studierien ivez.
E 1358 e tarzhas kentañ devezh reveulzi ma 'z eus bet e Pariz : dre ma ne c'helle ket rediañ an Daofin (a vo Charlez V a Vro-C'hall) da zoujañ ouzh e venozhioù e vroudas Étienne Marcel ur reveulzi evit kemer kontrol ar palez roueel (daou guzulier an Daofin muntreet) hag ar gêr. Hemañ, penn ar vourc'hizien en doa kendrec'het ar bobl ma veze gouarnet fall ar rouantelezh. Trec'het e oe gant al lu roueel pelloc'h. E 1382 ez eus bet emsavadeg ar "Maillotins" (kas a raent melloù ganto) pa nac'he pobl bihan Pariz ma vo paeet un tell nevez.
E 1413, Simon Caboche, penn an tuad bourgognat, a renas ur reveulzi bras gant meur a lazhadeg tuidi an Armagnac e-doug Brezel ar C'hant bloaz. Seizet e oe kreñvlec'h ar Bastille, met trec'het e oe ar "Cabochidi" gant tuad an Armagnac e 1414.

Eus Herri IV betek Monarkiezh Gouere

Dindan Herri IV e oe savet savadurioù bras gant un raktres savouriezh (Plasenn ar Roue, Plasenn ar Vosges hiziv). E warlec'hiad Loeiz XIII a astennas klozadur ar riblenn zehou betek ar "boulouardoù" (ar re-se digoret goude m'eo bet dismantret ar mogerioù nevez gant Loeiz XIV)(1643-1715). En 18vet kantved e oe savet ur c'hlozadur evit kontrolliñ an telloù-kêr diwar intrudu ar Feurmerien jeneral. Enklozet e oa an unneg arrondisamant kentañ, met ne goloe ket an tolpad-kêr nemet ar c'hwec'h kentañ.

E 1648 e krogas ur prantad trubuillhoù e Bro-C'hall pa veze Anna a Aostria ha Mazarini, he c'hentañ ministr, o verañ ar rouantelezh en anv Loeiz XIV, hag eñ ur bugel. Anvet eo bet ar seurt emsavadeg padus-se, ar "Fronde" (fronder = abegiñ). Krogañ a reas un emsavadeg dibar e Pariz, devez ar bardelloù d'an 26 a viz Eost 1648 diwar abeg harzherezh tri guzulier-parlamant. Evit gwir ez eus bet meur a zevezh ar bardelloù e Pariz (1588, 1648, 1830, 1832, 1848, 1851, 1871, 1944). E 1652 e klaskas ar priñs a Gondé kemer Pariz gant harp ar Spagnoliz. Harzet gant ar Barizianed dindan urzhioù Turenne ez eas Condé da benn mont tre gant harp dugez a Vontpensier a lakaas kanolioù ar Bastille tennañ war lu ar Roue.

Ne blije ket Paris da Loeiz XIV en doa miret en e soñj devezh ar bardelloù pa oe rediet e vamm, ar Rouanez hag e vugale, kuitaat al Louvre evit klask repu e kastell Sant-Jermen, pemp lev pelloc'h. Bihan e oa deuet palez al Louvre pa glaske ar roue bodañ an noblañs en-dro dezhañ. E 1685 e kuitaas Pariz al lez evit en em staliañ e Versailhez. Koll a reas Pariz darn eus e boblañs aet tostoc'h da greiz ar galloud.

Emsavadeg an ebenourien e penn ar straed Sant-Anton e-kichen kastell ar Bastille a zo bet ar darvoud a roas lañs d'an Dispac'h gall d'an 14vet a viz Gouere 1789. Ar vicherourien, kounnaret gant diviz ar Roue gervel rejimantoù evit evezhiañ ar gêr a lakaas ar sez dirak ar Bastille e-lec'h ma veze kaset tud hep bezañ barnet, met ne chome nemet pemp prizoniad ennañ. E-pad ur c'hantved e oe Fabourz Sant-Anton ul lec'h birvilh politikel dre ma veze meur a stalioù-labour eno. Betek 1794, bodad ar Gumun staliet en ti-kêr hag harpet gant kevrennoù ar "Sans-Culottes" a vroudas ar renad nevez mont pelloc'h-pellañ war an tu kleiz.

Dizfiz a vage Napoléon Bonaparte ouzh "Pariz hag he zudachoù" ("populace") hag en deus soñjet staliañ ar gêr-benn e Lyon, met lakaat a reas da sevel monumantoù bras (Bolz-enor ar Steredenn, Bolz-enor ar C'harigellerezh, Trepas meur Norzh al Louvre) a lakas da greskiñ brud ar gêr e Europa.

Er bloavezhioù 1830 e vez leuniet ar spas a chome betek mogerioù ar Feurmerien jeneral a oa harz melestradurel ar gêr. E 1840 e tivizas ar gouarnamant renet gant Adolphe Thiers sevel ur voger-tro nevez c'hwec'h kilometr pelloc'h c'hoazh er maezhioù.

Pariz modern

E-doug an XIXvet kantved e voe savet aveadurioù brasoc'h ha modernoc'h (koc'huioù, lazhtioù, kanioù-skarzh, degas dour-evañ). E-pad an Eil Impalaeriezh (1852-1870) e voe anvet gant Napoleon III ar baron Haussmann da brefed Pariz. Hemañ a renas steuñvioù modernaat divent. Dismantret e voe karterioù kozh evit krouiñ straedoù ledanoc'h. War bep bali vras e voe staliet kazarnioù evit bezañ prest da derriñ kement emsavadeg pobl. E savadurioù nevez mod ar vourc'hizien ne voe ket mui posupl da gavout tud a renkadoù disheñvel o chom asambles.Gant kresk prizioù al lojeiz e voe rediet an dud vunut da vont e karterioù ar Reter hag ar Su pa'z ae ar vourc'hizien da chom e kartieroù ar C'hornôg, darn anezho nevez-flamm. Krouet e voe liorzhoù publik bras (Buttes-Chaumont, Parc Monceau, Bois de Boulogne et de Vincennes).
E 1860 e voe bodet gant ar gêr-benn ar c'humunioù a-raok ar mogerioù savet e 1840 (Auteuil, les Batignoles, Belleville, Bercy, Charonne, Grenelle, Ménilmontant, Passy, Vaugirard)

Karter an Défense, kartier an aferioù, a-dreñv d'an Tour Eiffel
Pariz sellet diouzh estaj uhelañ ar Bolz-enor, an tour Eiffel war an tu-dehou

Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Link FA