Beg ar vronn : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: be:Сасок
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: uk:Сосок
Linenn 108: Linenn 108:
[[sv:Bröstvårta]]
[[sv:Bröstvårta]]
[[tl:Utong]]
[[tl:Utong]]
[[uk:Сосок]]
[[zh:乳頭]]
[[zh:乳頭]]

Stumm eus an 13 Gen 2011 da 00:11

Beg bronn ur vaouez, stegnet.
Stegnet ha distegn
Beg-bronn gwaz, stegnet e-kreiz ar blev
Begoù-bronnoù dreist-kont. A - Dreist-kont. B - Ordinal. C - Dreist-kont

Beg ar vronn a vez graet eus ul lodenn eus ar vronn, an hini uhelañ pa vez gourvezet ar c'horf.

Tanavoc'h eo kroc'hen ar vronn er beg anezhi, eno e c'hall laezh ar maouezed treuziñ evit reiñ da zenañ. Graet eo beg ar vronn evit magañ, bezañ chutet, pe sunet, eta. Kerkent ha ganet e oar ar vugale klask beg ar vronn, ha chutal anezhañ.

Leun eo kroc'hen beg ar vronn a nervennoù kizidik. Pa deu riv d'ar c'horf, pe pa sav tan ar c'hoant ennañ, e teu begoù an divvronn da stegnañ. A-hervez eo dre biñsañ anezho e c'haller gouzout ha van a ra paotr pe blac'h da vout semplet.

Reizhelezh

Tener eo beg an divvronnoù, ha plijadur ar sadourien eo piñsañ anezho. Evit an dud-se ez eus bet ijinet piñsetezioù, c'hoarielloù evit o abadennoù plijadur.

Dilhad ha giz

Al lodenn-se eus an divvronn eo a veze klasket kuzhat ar muiañ, dre vezh-fur, abalamour ma c'halle diskuliañ c'hoant ar c'horf. Graet e veze tammoù dilhad da guzhat ar begoù-bronnoù zoken.

Hiziv e kaver un emzalc'h kontrol gant tud zo. Graet e vez brennidennoù ken bihan ma ne guzhont nemet ar begoù-bronnoù, brennidennoù sav-bronnoù graet evit diskouez ar begoù dindan an dilhad, hep kontañ ar begoù faos, reut atav.


Begoù bronnoù ar wazed

Bruched paotr. Ar baotred n'o devez ket trawalc'h a destosteron a gresk o bruched evel hini ar merc'hed. Gynecomastia a vez graet eus se.

Da vare o c'hrouiñ, war-bouez o organoù reizhel, eo peurheñvel an hollvronneged er fetus. Gant an dud e pad kement-se betek 14 sizhun. Goude e krog ar re zo gourel da aozañ hormonoù gourel evel an testosteron. Peurvuiañ ne gemm ket begoù bronnoù ar baotred goude ar mare-se.
Gwazed zo koulskoude, pa n'o devez ket trawalc'h a destosteron a gresk o bruched evel ar merc'hed, ha dreist-holl al lodenn druz en-dro d'ar begoù-bronnoù. Gynecomastia a vez graet eus se.

Toullañ

Merc'hed ha paotred zo a blij dezho minellañ begoù o bronnoù, un ober disakr ouzh skeudenn ar mammoù magerezed. Gwir eo ne aesa ket an denañ.

Krennlavar

Beg bronn dindan un hiviz
Beg bronn dindan un hiviz

Tri zra a laka ar bed da vont
Beg ar soc'h
Beg ar vronn
Ha beg an ibil pa vez sonn.

Skeudennoù

Lennadurezh

  • (en) Stephen Jay Gould, "Male Nipples and Clitoral Ripples", in Adam's Navel and Other Essays, London: Penguin, 1995.
  • (pl) Janina Sokołowska-Pituchowa (red.) Anatomia człowieka. Podręcznik dla studentów medycyny. Wyd. VII. PZWL 2005 ISBN 83-200-3185-0.