Diforc'hioù etre adstummoù "Luc'hskeudennerezh"

Sauter à la navigation Sauter à la recherche
5 146 okted ouzhpennet ,  9 bloaz zo
ouzhpennañ pennadoù
(ouzhpennañ pennadoù)
Al luc’hskeudennoù kentañ ([[Luc’hskeudenn gwenn ha du|gwenn ha du]] pe aotokrom) a veze graet war plakennoù gwer bras, pounner ha bresk-mat. E [[1884]] ez ijinas [[George Eastman]] lurelloù kizidik ha gwevn : ar film e [[keluloid]]. Gallout a raed stokañ meur a skeudenn warnañ e-barzh ar benveg-luc’hskeudenniñ. Distroadet e voe ar plakennoù gwer neuze. Gant ar binvioù luc’hskeudenniñ a oa deuet da vezañ bihanoc’h e oa aesoc’h tapout skeudennoù (hogos) e pep lec’h hag e kement degouezh zo.
Ar [[Kodak|C’hodak]] a vo ar benveg-luc’hskeudenniñ kentañ a oa bet aozet gant ar gompagnunezh Eastman. Gallout a raed enrollañ ur c’hant skeudenn bennak war ur skor gwevn. Ur wech louc’het ar filmoù, ar binvioù a veze adkaset da Rochester (NY) ma vezent diskuliet. Ur wech tennet al luc’hskeudennoù e vezent adkaset d’ho perc’henn, asambles gant ar benveg adkarget.
 
=== Ijinañ Ar film 35 mm hag ar binvioù bihan o furmad ===
E 1909 e oa bet ar Gall [[Étienne Mollier]] gant ar soñj da implijout ar film {{unité|35|mm}}en e venveg luc’hskeudenniñ lesanvet ar [[Cent-Vues]], un benveg « godell » a dape kant luc’hskeudenn 18/{{unvez|24|mm}} diouzh renk. Ar [[Cent-Vues]] a voe produet e 1910 ha garedonet e oa bet gant ar Vedalenn aour er [[Kenstrivadeg Lépine|Genstrivadeg Lépine]]. Kenwerzhekaet e oa bet met ne reas ket berzh-kaer <ref>{{Levr|aozer=Etienne Mollier|titre=Mémoires d'un inventeur : De la photographie 35 mm au rétroprojecteur. 1876-1962|éditeur=L'Harmmattan (Acteurs de la Science)|bloavezh=2009|isbn=978-2-2960-8369-1|passage=77-80}}</ref>. E 1913 e savas [[Oskar Barnack]] kentpatrom kentañ al [[Leica]], a voe kenwerzhekaet adalek [[1925]] hag a oa bet an hini kentañ eus ar binvioù a rae er furmad [[Furmad 35 mm|24&nbsp;x&nbsp;36&nbsp;mm]], a oa bet implijet peurliesañ betek dibenn an {{|XX|vet}}kantved.
 
 
=== Ijinañ ar pozitif eeun ===
War-dro [[1948]] e savas an doktor [[Edwin H. Land]] ar benveg kentañ da ziskuliañ war ar prim, ar [[Polaroid]], hag e [[1962]] e azasaas ar argerzh ouzh al liv.
Ar stummoù kentañ eus ar polaroid a oa un etrenegatif enno. Er bloavezhioù 1980 e oa bet gwellaet an teknik evit chom hep ober gant an etrenegatif hag evit kaout ur pozitif eeun gwirion.
 
Unan eus an enklaskoù kentañ war al luc’hskeudennerezh eo koulskoude. Labourat a raio ar Gall [[Hippolyte Bayard|Bayard]] war an dra-se war-dro 1838-1839, e-keit ma oa [[Joseph Nicéphore Niépce|Niépce]] ha [[Jacques Daguerre|Daguerre]] o plediñ gant an dagerotip. Anavezout a reer [[Hippolyte Bayard|Bayard]] peogwir en doa graet an emboltred kentañ (zo anvet « l'Autoportrait en noyé ») dre implijout an teknik-se.
 
[[Fichier:Hovering 2006.jpg|thumb|right|200px|Luc’hskeudenn]]
 
=== Un adstumm, al luc’hskeudennerezh bosek ===
 
Dre ma oa bet ijinet ar [[stereoskopiezh]] a-raok al luc’hskeudennerezh (Wheatstone, 1838), o doa kroget luc’hskeudennerien da dapout luc’hskeudennoù bosek adalek 1841. Graet e oa daou baouezadur diouzh renk met gortozet e oa ur pennadig etre an daou skeudtapadur.
Evit ar poltredoù ne oa ket posupl d’ober an daou skeudtapadur e div wech hag evit se e oa bet savet luc’hskeudennerezioù gant daou lagad adalek ar bloavezhioù 1850.
 
=== Al luc’hskeudennerezh niverel ===
 
Gant an teknikoù [[urzhiataerezh]] e c’haller treuzfurmiñ ur skeudenn en un heuliad poentoù, ar [[piksel]]où, a vez dewerzhet o ferzhioù dre sifroù. Gant an niverelaat ez eo posupl da adsevel ar skeudennoù diouzh an druilh war trobarzhioù urzhiataerezh azasaet : gallout a reer evel-se tretañ anezho gant meziantoù tennañ hag eilaozañ ha goude moullañ pe skignañ anezho er furmad niverel.
 
Diaes eo plediñ gant an deknologiezh-se, zo disheñvel-mik diouzh an argerzhoù fizik-ha-kimiek kentañ, abalamour da empentiñ [[kaptor luc’hskeudennerezh|kaptorioù elektronek]] ar skeudenn a gemer lec’h ar film. Emdreiñ a ra buan-kenañ diarunusted ar pikseloù, da lavaret eo an niver a bikseloù a c’haller genel dre skeudenn hag ar gizidigezh. N’eo ket dister dra an niver a [[fotosit]]où dre vilimetr-karrez, ha pa vefe perzhded ar skeudenn, evel evit an teknikoù kozh, diouzh arventennoù niverus all, evel ment ar c’haptor, a glot gant galloud disrannañ al lagadoù implijet. En ur implijout un hevelep lagad eo gwelloc’h perzhded al luc’hskeudennoù graet gant ur c’haptor 12 milion a bikseloù [[kaptor luc’hskeudenniñ|furmad leun]] eget ar re a vez graet gant kaptor ur benveg niverel, dezhañ an hevelep niver a bikseloù.
 
Gant al luc’hskeudennerezh niverel e c’haller eiltretañ hag eilaozañ ar skeudennoù gant un urzhiataer hag ur meziant tretañ niverel. Gant ar meziantoù-se e c’haller krouiñ diouzh e c’hoant, adalek reizhañ ar goulou, an dargemm pe al liv betek an eilaozañ pe ar c’henaozañ skeudennoù.
Gant ar rouedadoù kehentiñ, ar Genrouedad hag ar servijoù kumuniezhel a luc’hskeudennoù enlinenn a oa deuet war-wel e 2003 e vez implijet al luc’hskeudennerezh niverel e meur a zoare. Gant ar [[blog]]où hag ar servijoù [[rannañ luc’hskeudennoù]] evel Pikeo pe [[Flickr]], e c’hall al luc’hskeudennerienn verdeerien kaout binvioù ha servijoù evit kehentiñ, eskemm pe diskouez o luc’hskeudennoù niverel d’o familh, d’o mignoned, da dud o c’humuniezh pe d’an dud er bed ed a-bezh. Gant ar servijoù e vez kinniget doareoù korvoiñ enlinenn a-leizh : merañ an darempredoù, kinnigoù luc’hvannoù, lec’hiadur douaroniel, h.a. An arzourien hag ar vichereien a gav o c’hont peogwir e vez muioc’h a dud o selaou pe o welet anezho, kalz muioc’h eget ma vefent dirak tud en ul lec’h bennak.
 
Ar merkoù luc’hskeudennerezioù niverel zo : [[Canon Inc.|Canon]], [[Fujifilm]], [[Kodak]], [[Leica]], [[Nikon]], [[Olympus Corporation|Olympus]], [[Panasonic]], [[Pentax]], [[Samsung]], [[Sony]]
 
=== Al luc’hskeudennerzh steredoniel ===
 
Un teknik eo a vez implijet er [[steredoniezh]], a dalvez da luc’hskeudenniñ an astroù.
 
== Un nebeud luc'hskeudennerien brudet-mat ==
428

modifications

Lañser merdeiñ