Luc'hskeudennerezh : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
ouzhpennañ pennad
Linenn 4: Linenn 4:
* un [[arz]], ur brank deus [[Arzoù ar Gweled]], hag a implij an teknikoù-se.
* un [[arz]], ur brank deus [[Arzoù ar Gweled]], hag a implij an teknikoù-se.


== Teknikoù ar foto ==
== Teknikoù al luc'hskeudenniñ ==


== Istor al luc’hskeudennerezh ==
== Istor al luc’hskeudennerezh ==


Abaoe m’eo bet krouet, da lavaret eo kant dek vloaz ha tri-ugent zo, ez eus gallet tennañ splet eus nevezadurioù a-leizh [[teknologiezh|teknologiezhioù]] ha [[teknikoù]] war tachennoù an [[optik]], ar [[kimiezh|gimiezh]], ar [[mekanikerzh]], an [[tredan]], an [[elektronik]] hag ar [[stlennegezh]].
Abaoe m’eo bet krouet, da lavaret eo kant dek vloaz ha tri-ugent zo, ez eus gallet tennañ splet eus nevezadurioù a-leizh [[teknologiezh|teknologiezhioù]] ha [[teknikoù]] war tachennoù an [[optik]], ar [[kimiezh|gimiezh]], ar [[mekanikerzh]], an [[tredan]], an [[elektronik]] hag ar [[stlennegezh]].

== Ijinañ ==
[[Fichier:View from the Window at Le Gras, Joseph Nicéphore Niépce, uncompressed UMN source.png|thumb|left|''[[Point de vue du Gras]]'', disoc’h kentañ eus un taol-arnod gant [[Joseph Nicéphore Niépce]]. Diskouez a ra ar luc’hskeudenn-mañ ul lodenn eus ti Niépce. Luc’hskeudennet e oa bet ar gwel kaer e 1826.]]

Abaoe pell amzer e oa anavezet an div anadenn a oa ezhomm evit kaout luc’hskeudennoù. Abaoe [[Aristote]] e ouied lakaat ar gwirvoud en ur voest ; trawalc’h e oa ober un toull bihan([[stenop]]) en ur « gambr du » ([[camera obscura]]) evit gwelet ur skeudenn eilpennet war foñs gwenn ar voest. Gouzout a ouie an alkimiourien ivez ez a ar [[kloridenn arc’hant|gloridenn arc’hant]] da zuañ abalamour d’ar gouloù. War-du 1780 e teuas [[Jacques Alexandre César Charles|Jacques Charles]], anavezetoc’h p’en doa ijinet an [[aerlestr]] c’hwezet gant hidrogen, a-benn da sonnañ, met un doare dibad, un drolinenn a veze lakaet da zont war wel gant argerzh ar gambr du war un tamm paper spluiet a gloridenn arc’hant (AgCl) . [[Thomas Wedgwood]] (1771-1805) a reas arnodennoù peuzheñvel gant an [[nitrat arc’hant (AgNO3.) ]] ; sevel a reas ur c’hounskrid diwar-benn an dra-se e 1802. Evit [[John Herschel]], deskrivañ a reas perzhioù an [[hiposulfit natriom (Na2S2O3, 5H2O,)]], deuet da vezañ ar [[stabilaer]], e1819.

[[Joseph Nicéphore Niépce]], ur ijinadennour eus [[Chalon-sur-Saône]], a veskas an tri doare-ober-se evit stabilaat skeudennoù (a galite etre) war blakennoù [[staen]] goloet a [[der-douar ]] Judea, ur seurt koultron naturel a galeta ouzh ar gouloù ([[1826]] pe [[1827]]) ; Al luc’hskeudenn gentañ a ziskouez unan eus kazelioù e di e [[Saint-Loup-de-Varennes]] ([[Saône-et-Loire]]). Gwelet e vez al luc’hskeudenn-se e Skol-veur Austin, en Texas, abaoe 1963, pa oa bet roet gant Helmut Gernsheim roet d’an ensavadur-se. ref>{{en}} [http://palimpsest.stanford.edu/byorg/abbey/an/an26/an26-3/an26-307.html The First Photograph] - By Barbara Brown</ref>. Ma vez sellet mat ouzh ar skeudenn-mañ e weler eo dibar ar sklêrijennañ warni. Meur a eurvezh, evit gwir, e oa padet ar paouezadenniñ (soñjal a reer e oa padet ar paouezadenniñ etre 14 ha 18 eurvezh) ; gant an heol e oa bet sklêrijennet ar voger war an tu dehou da gentañ, ar voger war an tu kleiz diwezhatoc’h en devezh.

Pa oa aet Nicéphone d’an Anaon e [[1833]] e kendalc’has [[Jacques Daguerre|Louis Jacques Mandé Daguerre]] da wellaat an doare-ober. Dizoloet e oa bet gantañ pennaenn diskuliañ ar skeudenn da zont. Kavout a reas Daguerre an tu da verraat an amzer baouezadenniñ. War-dro dek munut a oa trawalc’h neuze. E [[1839]] en doa lakaet ar gouzieg ha kannad [[François Arago]] da anavezout e ijinadenn. Hemañ a zegasas e damm skoazell dezhañ.

E [[1839]] e oa bet kinniget ijinadenn [[Daguerre]], an [[dagerotip]], da [[Akademiezh skiantoù Frañs]]. Er bloavezh-se eo e vez lavaret neuze e oa bet krouet al luc’hskeudennerezh. Gwellaet e oa bet ijinadenn [[Nièpce]], evit gwir, ha netra ken. Dont a reas ar [[Stad c’hall]] da vezañ perc’henn an ijinadenn dre baeañ ul leve-bevañ bloaziek a 6000 lur da z-Daguerre hag a 4000 lur da Isidore Nièpce, mab da Nicéphore, ha reiñ a reas an ijinadenn e donezon d’ar « bed » da c’houde.

Gant an [[dagerotip]] e teued a-benn da gaout skeudennoù goude un hantereurvezh paouezadenniñ « hepken » (pa vez digoumoul an oabl). Abalamour da se eo un tammig arvarus tapout luc’hskeudennoù : ar straedoù e Pariz a seblant bezañ didud, ha pa vefe tud a-leizh enno pa oa bet tapet al luc’hskeudennoù. Ne vern, krouet e oa bet al luc’hskeudennerezh. Al luc’hskeudenn gentañ o taolenniñ tud a vo graet diwezhatoc’hik : ur c’hoarer-straed o koarañ botoù un tremeniad. Difiñv ha diflach e oa chomet an daou zen e-pad un nebeud munutennoù.



== Un nebeud luc'hskeudennerien brudet-mat ==
== Un nebeud luc'hskeudennerien brudet-mat ==

Stumm eus an 5 Gen 2011 da 10:08

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ar luc'hskeudennerezh (pe ar fotografiezh) a zo :

  • ur rummad teknikoù da enrollañ skeudennoù ;
  • un arz, ur brank deus Arzoù ar Gweled, hag a implij an teknikoù-se.

Teknikoù al luc'hskeudenniñ

Istor al luc’hskeudennerezh

Abaoe m’eo bet krouet, da lavaret eo kant dek vloaz ha tri-ugent zo, ez eus gallet tennañ splet eus nevezadurioù a-leizh teknologiezhioù ha teknikoù war tachennoù an optik, ar gimiezh, ar mekanikerzh, an tredan, an elektronik hag ar stlennegezh.

Ijinañ

[[Fichier:View from the Window at Le Gras, Joseph Nicéphore Niépce, uncompressed UMN source.png|thumb|left|Point de vue du Gras, disoc’h kentañ eus un taol-arnod gant Joseph Nicéphore Niépce. Diskouez a ra ar luc’hskeudenn-mañ ul lodenn eus ti Niépce. Luc’hskeudennet e oa bet ar gwel kaer e 1826.]]

Abaoe pell amzer e oa anavezet an div anadenn a oa ezhomm evit kaout luc’hskeudennoù. Abaoe Aristote e ouied lakaat ar gwirvoud en ur voest ; trawalc’h e oa ober un toull bihan(stenop) en ur « gambr du » (camera obscura) evit gwelet ur skeudenn eilpennet war foñs gwenn ar voest. Gouzout a ouie an alkimiourien ivez ez a ar gloridenn arc’hant da zuañ abalamour d’ar gouloù. War-du 1780 e teuas Jacques Charles, anavezetoc’h p’en doa ijinet an aerlestr c’hwezet gant hidrogen, a-benn da sonnañ, met un doare dibad, un drolinenn a veze lakaet da zont war wel gant argerzh ar gambr du war un tamm paper spluiet a gloridenn arc’hant (AgCl) . Thomas Wedgwood (1771-1805) a reas arnodennoù peuzheñvel gant an nitrat arc’hant (AgNO3.)  ; sevel a reas ur c’hounskrid diwar-benn an dra-se e 1802. Evit John Herschel, deskrivañ a reas perzhioù an hiposulfit natriom (Na2S2O3, 5H2O,), deuet da vezañ ar stabilaer, e1819.

Joseph Nicéphore Niépce, ur ijinadennour eus Chalon-sur-Saône, a veskas an tri doare-ober-se evit stabilaat skeudennoù (a galite etre) war blakennoù staen goloet a der-douar Judea, ur seurt koultron naturel a galeta ouzh ar gouloù (1826 pe 1827) ; Al luc’hskeudenn gentañ a ziskouez unan eus kazelioù e di e Saint-Loup-de-Varennes (Saône-et-Loire). Gwelet e vez al luc’hskeudenn-se e Skol-veur Austin, en Texas, abaoe 1963, pa oa bet roet gant Helmut Gernsheim roet d’an ensavadur-se. ref>(en) The First Photograph - By Barbara Brown</ref>. Ma vez sellet mat ouzh ar skeudenn-mañ e weler eo dibar ar sklêrijennañ warni. Meur a eurvezh, evit gwir, e oa padet ar paouezadenniñ (soñjal a reer e oa padet ar paouezadenniñ etre 14 ha 18 eurvezh) ; gant an heol e oa bet sklêrijennet ar voger war an tu dehou da gentañ, ar voger war an tu kleiz diwezhatoc’h en devezh.

Pa oa aet Nicéphone d’an Anaon e 1833 e kendalc’has Louis Jacques Mandé Daguerre da wellaat an doare-ober. Dizoloet e oa bet gantañ pennaenn diskuliañ ar skeudenn da zont. Kavout a reas Daguerre an tu da verraat an amzer baouezadenniñ. War-dro dek munut a oa trawalc’h neuze. E 1839 en doa lakaet ar gouzieg ha kannad François Arago da anavezout e ijinadenn. Hemañ a zegasas e damm skoazell dezhañ.

E 1839 e oa bet kinniget ijinadenn Daguerre, an dagerotip, da Akademiezh skiantoù Frañs. Er bloavezh-se eo e vez lavaret neuze e oa bet krouet al luc’hskeudennerezh. Gwellaet e oa bet ijinadenn Nièpce, evit gwir, ha netra ken. Dont a reas ar Stad c’hall da vezañ perc’henn an ijinadenn dre baeañ ul leve-bevañ bloaziek a 6000 lur da z-Daguerre hag a 4000 lur da Isidore Nièpce, mab da Nicéphore, ha reiñ a reas an ijinadenn e donezon d’ar « bed » da c’houde.

Gant an dagerotip e teued a-benn da gaout skeudennoù goude un hantereurvezh paouezadenniñ « hepken » (pa vez digoumoul an oabl). Abalamour da se eo un tammig arvarus tapout luc’hskeudennoù : ar straedoù e Pariz a seblant bezañ didud, ha pa vefe tud a-leizh enno pa oa bet tapet al luc’hskeudennoù. Ne vern, krouet e oa bet al luc’hskeudennerezh. Al luc’hskeudenn gentañ o taolenniñ tud a vo graet diwezhatoc’hik : ur c’hoarer-straed o koarañ botoù un tremeniad. Difiñv ha diflach e oa chomet an daou zen e-pad un nebeud munutennoù.


Un nebeud luc'hskeudennerien brudet-mat

   Berenice Abbott
   Diane Arbus
   Eugène Atget
   Richard Avedon
   Henri Cartier-Bresson
   Elliott Erwitt
   Walker Evans
   Robert Frank
   Lee Friedlander
   William Klein
   Josef Koudelka
   Helmut Newton
   Irving Penn
   Marc Riboud
   Manuel Rivera-Ortiz
   Edward Steichen
   Alfred Stieglitz
   Hiroshi Sugimoto
   Mary Ellen Mark
   Sarah Moon
   André Kertesz
   Raymond Depardon
   Edouard Boubat
   Sabine Weiss
   Willy Ronis
   Peter Lindbergh
   Nadar
   Robert Capa
   Sebastiao Salgado
   Germaine Krull
   Eli Lotar
   Martin Parr
   David Hamilton

Pennad dra ar munud : Roll al luc'hskeudennerien.

Festivalioù

Saloñs al luc'hskeudennerezh 2010 e Pariz

Rummad gouestlet : Mirdi pe palier al luc'hskeudennoù

Frañs

   * Visa pour l'image, festival etrebroadel ar fotokazetennerezh e Perpinyà (Lec'hienn ofisiel)
   * Emgavioù etrebroadel al luc'hskeudennerezh en Arle (lec'hienn ofisiel)
   * Miz al luc'hskeudennoù, e Pariz, bep daou vloaz (Lec'hienn ofisiel)
   * Saloñs al luc'hskeudennoù, e Pariz (Lec'hienn ofisiel)
   * Pariz Luc'hskeudennoù, e Pariz (Lec'hienn ofisiel)
   * Festimago e Vilafranca de Mar (Lec'hienn ofisiel))
   * Saloñs ADPS, e Pariz (Lec'hienn ofisiel)
   * Emgavioù Lunerezh Natur, e Fournels

Suis

   * Festival al luc'hskeudennoù, e Vevey

Kanada

   * Miz al luc'hskeudennoù, e Montréal

Mali

   * Emgavioù al luc'hskeudenerezh e Bamako


Liammoù diavaez

Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB