Pedro Calderón de la Barca : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Gwendal (kaozeal | degasadennoù)
+rummadoù
Linenn 53: Linenn 53:
==El lennegezh a-vremañ==
==El lennegezh a-vremañ==
Kavet e vez Pedro Calderón er romant eus 1998 skrivet gant [[Arturo Perez-Reverte]], El sol de Breda. Hervez ar skrivagner en doa servijet ar barzh e arme Spagn e Flandrez.
Kavet e vez Pedro Calderón er romant eus 1998 skrivet gant [[Arturo Perez-Reverte]], El sol de Breda. Hervez ar skrivagner en doa servijet ar barzh e arme Spagn e Flandrez.

{{DEFAULTSORT:Calderon De La Barca, Pedro}}
[[Rummad:Ganedigezhioù 1600]]
[[Rummad:Marvioù 1681]]
[[Rummad:Skrivagnerien Spagn]]


[[ar:بيدرو كالديرون دي لا باركا]]
[[ar:بيدرو كالديرون دي لا باركا]]

Stumm eus an 2 Gen 2011 da 10:48

Pedro Calderón de la Barca
Pedro Calderón de la Barca
Obererezh Dramaour, barzh
Ganedigezh e 1600
e Madrid, Banniel Spagn Spagn
Marv e 1681
e Madrid, Banniel Spagn Spagn
Yezh skrivañ Spagnoleg
Oberennoù pennañ
La vida es sueño, El alcalde de Zalamea


Pedro Calderón de la Barca y Barreda González de Henao Ruiz de Blasco y Riaño anvet aliesoc´h Pedro Calderón de la Barca (17 Genver 1600 ; 25 Mae 1681), a oa bet soudard, ha goude beleg katolik, skrivagner, barzh ha dramaour da Varevezh Alaouret Spagn. Ganet e oa bet pa oa bet termenet c´hoariva ar c´houlz-se gant Lope de Vega, ha diorren a reas anezhañ diwezhatoc´h, ma vez gwelet e oberennevel ar pep gwellañ eus c´hoariva barok Spagn. Setu ma seller outañ evel unan eus gwellañ dramaourien Spagn, hag eus ar bed a-bezh zoken.

E vuhez

Ganet e voe Calderón e Madrid. E vamm, hag a oa a orin flandrezat, a varvas e 1610; e dad, un Hidalgo (noblañs) a orin eus Kantabria hag a oa bet sekretour an teñzor, a varvas e 1615. Kelennet e voe Calderón e Kevredigezh ar Jezuited e Madrid, e-sell mont da veleg; met studiañ a reas ar gwir e skol-veur Salamanca.

Etre 1620 ha 1622 e c´hounezas Calderón meur a briz barzhoniezh en enor Sant Izidor e Madrid. E bezh-c´hoari kentañ a voe Amor, honor y poder, c´hoariet d´an 29 a viz Even 1623. Da heul e teuas daou bezh all er memes bloaz: La selva confusa ha Los Macabeos. A-hed an daou zekved da heul e skrivas Calderón ouzhpenn 70 pezh-c´hoari, an darn vrasañ anezho o vezañ dramaoù skrivet evit ar c´hoarivaoù kenwerzhel.

Hervez unan eus e vuhezskridourien, Vera Tassis, e servijas Calderón e arme Spagn en Italia ha Flandrez etre 1625 ha 1635; met prouiñ a ra meur a zave, er c´hontrol, e oa bet Calderón o chom e Madrid e-pad ar bloavezhioù-se. E 1629 e voe goustilhet unan eus e vreudeur gant un aktour hag a dec'has kuit d'ur gouent; Calderón, asambles gant ur breur all hag un nebeud ofiserien, a yeas tre er gouent ha klask tapout an torfeder. (Unan eus ar seurezed a oa dre zegouezh merc'h an dramaour Lope de Vega.) Ar prezeger anavezet Hortensio Félix Paravicino, a ziskuilhas obererezh Calderón en ur sarmon prezeget dirak actions in a sermon preached before Fulup IV Spagn; respont a reas Calderón en ur lakaat e-barzh El príncipe constante ur meneg goapaüs eus sarmon Paravicino. Harzet e voe Calderón e-pad tri devezh en e di, ha ret e voe dezhañ lemel ar meneg goapaüs diwar ar pezh-c'hoari.

Pa varvas Félix Lope de Vega e 1635 e oa bet anavezet Calderón evel dramaour gwellañ Spagn ar mare. E 1636-1637 e voe roet dezhañ urzh Santiago gant Fulup IV, hag en doa urzhiet digantañ un heuliad pezhioù evit ar c'hoariva roueel e palez ar Buen Retiro.

D'an 28 a viz Mae 1640 e kemeras perzh e kampagn Katalogna. Abalamour d'e yec'hed o fallaat e kuitaas an arme e miz Du 1642, ha tri bloaz war-lerc'h e voe roet dezhañ ul leve ispisial evit ar soudarded, da drugarekaat e servijoù war ar maez.

Nebeut anavezet eo e vuhez er bloavezhioù diwezhañ. E vreur Diego Calderón a varvas e 1647. Ganet e voe ur mab, Pedro José, da gCalderón ha d'ur vaouez dianav etre 1647 ha 1649; ar vamm a varvas nebeut da c'houde. Lakaat a reas Calderón e vab da eveshaat e niz, José, mab d'e vreur Diego. Beleget e voe Calderón e 1651, ha labourat a reas e San Salvador e Madrid. War a seblant e tivizas paouez da skrivañ pezhioù-c'hoari evit ar c'hoarivaoù kenwerzhel.

Un nebeud oberennoù

Troet ez eus bet daou bezh-c´hoari diwar zorn Calderón gant Youenn Drezen: 'Ar vuhez a zo un huñvre', hag 'Aotrou Maer Zalamea'.

  • El médico de su honra
  • La vida es sueño (Ar vuhez a zo un huñvre)
  • El Alcalde de Zalamea (Aotrou Maer Zalamea)
  • La Dama duende
  • Casa con dos puertas
  • El Mágico prodigioso
  • La Devoción de la Cruz
  • El Gran Teatro del mundo
  • El Gran Mercado del mundo
  • El Pintor de su deshonra
  • El Prodigio de Alemania

El lennegezh a-vremañ

Kavet e vez Pedro Calderón er romant eus 1998 skrivet gant Arturo Perez-Reverte, El sol de Breda. Hervez ar skrivagner en doa servijet ar barzh e arme Spagn e Flandrez.