Lanselod : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 10: | Linenn 10: | ||
'''Lanselod''' <ref>''Romant ar Roue Arzhur: Marzhin'' gant [[Langleiz]]</ref>,zo unan eus [[marc'heg]]ien an [[Taol Grenn|Daol Grenn]], e [[Mojenn Arzhur]]. |
'''Lanselod''' <ref>''Romant ar Roue Arzhur: Marzhin'' gant [[Langleiz]]</ref>,zo unan eus [[marc'heg]]ien an [[Taol Grenn|Daol Grenn]], e [[Mojenn Arzhur]]. |
||
Meneget eo e anv er skridoù gallek ha saoznek eus ar Grennamzer. E galleg eo ''Lancelot du Lac'', hag e saozneg ''Launcelot''. Diwar e anv marteze eo deuet an [[anv-badez]] [[Lancelot]] a gaver e meur a vro en Europa. |
|||
==Ar marc'heg== |
|||
Eñ eo ar marc'heg kentañ eus an holl, goude ma n'eus roud ebet anezhañ e skridoù koshañ kembraek a ra menegeus Arzhur. |
Eñ eo ar marc'heg kentañ eus an holl, goude ma n'eus roud ebet anezhañ e skridoù koshañ kembraek a ra menegeus Arzhur. |
||
Stumm eus an 30 Kzu 2010 da 09:24
Lanselod [1],zo unan eus marc'hegien an Daol Grenn, e Mojenn Arzhur.
Meneget eo e anv er skridoù gallek ha saoznek eus ar Grennamzer. E galleg eo Lancelot du Lac, hag e saozneg Launcelot. Diwar e anv marteze eo deuet an anv-badez Lancelot a gaver e meur a vro en Europa.
Ar marc'heg
Eñ eo ar marc'heg kentañ eus an holl, goude ma n'eus roud ebet anezhañ e skridoù koshañ kembraek a ra menegeus Arzhur.
Anavezet eo dre Chrétien de Troyes hag e romant Lancelot ou le Chevalier de la charrette , skrivet etre 1177 ha 1181. Ur skrid gallek all a bouez eo ar Lawnslot-Greal, eus deroù an 13vet kantved.
Dont a rae eus Breizh ha mab e oa da 'r roue Ban o Benioic en deus ur c'hastell e-tal ul lenn e Fforest Broseliawnd. Hector de Maris zo hantervreur dezhañ ha eontr dezhañ eo ar roue Bors. Tad eo d'ar marc'heg Galahad, ur marc'heg all da Arzhur.
Lennegezh
Er Grennamzer
- Lancelot ou le Chevalier de la charrette, romant gallek gant Chrétien de Troyes, skrivet entre 1176 ha 1181
- Lanzelet, romant alamanek gant Ulrich von Zatzikhoven , goude 1194.
- Lancelot-Graal, romant gallek skrivet war-dro 1225 ;
- Le Morte d'Arthur, romant saoznek gant Tomas Malory, ma vez meneg eus ar marc'heger ha ma kaver e anv war meur a rann eus an oberenn (Book III: "The Noble Tale of Sir Launcelot Du Lac" (Caxton VI); Book VII: "Sir Launcelot and Queen Gwenyvere" (Caxton XVIII–XIX)))
Lennadurezh
- Lancelot and the Grail: A Study of the Prose Lancelot, Elspeth Kennedy (Clarendon Press, 1986)
- Lancelot Do Lac, the Non-Cyclic Old French Prose Romance, Two Volumes, Elspeth Kennedy (ed.) (OUP, 1980)
- Lancelot of the Lake, Introduction Elspeth Kennedy. Translation and notes Corin Corley (Oxford World's Classics)
- William Cole. "First and Otherwise Notable Editions of Medieval French Texts Printed from 1742 to 1874: A Bibliographical Catalogue of My Collection". Sitges: Cole & Contreras, 2005.
- The Princess, the Crone, and the Dung-Cart Knight, Gerald Morris (2008)
- K. Sarah-Jane Murray, "From Plato to Lancelot: A Preface to Chretien de Troyes," Syracuse University Press, 2008. ISBN 0-8156-3160-X
- Grail, Stephen R. Lawhead (Avon Books, 1997)