Sofokles : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.5.2) (Robot ouzhpennet: oc:Sofòcles
D r2.6.3) (Robot ouzhpennet: mrj:Софокл
Linenn 121: Linenn 121:
[[ml:സോഫക്കിൾസ്]]
[[ml:സോഫക്കിൾസ്]]
[[mn:Софокл]]
[[mn:Софокл]]
[[mrj:Софокл]]
[[mwl:Sófocles]]
[[mwl:Sófocles]]
[[nl:Sophokles]]
[[nl:Sophokles]]

Stumm eus an 29 Kzu 2010 da 14:16

Delwenn eus Sofokles, Mirdioù ar c'hapitolum e Roma

Sofokles (e henc'hresianeg Σοφοκλῆς, Sophoklễs) zo, gant Aesc'hulos hag Euripides, unan eus an tri oberer nemeto eus Henc'hres a skrivas trajediennoù a zo deut ul lodenn anezho betek ennomp.

Buhez

Ganet eo bet Sofokles e 495 pe 496 kent J.K. e Kolonos (e-kichen Aten), un nebeud bloavezhioù kent emgann Maraton e 490. Mab e oa d'un Atenad pinvidik, Sofilos, a veve diwar labour e sklaved, anezhe govelerien ha kilvizien. Hervez Aristoksenos, hag evel ma seblant hervez e oberenn ziwezhañ, e oa a orin eus demos Kolonos, war vord ar geoded. Bet en doa un deskadurezh a-feson ha kentelioù gant Lampros peurgetket. A-drugarez d'an deskadurezh-se e c'hallas ren al laz-kanañ goude trec'h Salamis, hag eñ 16 vloaz hepken ! Berzh a reas evel saver trajediennoù : da 27 vloaz, e 468 kent J.K., e c'hounezas ar c'hentañ priz e kentstrivadeg c'hoariva an Dionisia hag eñ o kevezañ neuze gant mestr an trajedienn atenat, Aesc'hulos[1]. En holl e voe trec'h 24 gwezh, oc'h erruout en eil plas bep tro a-hend-all.


Kemer a reas perzh e buhez politikel ar geoded ivez. E 443 e voe unan eus « hellenotamiai » Kevre Delos (merourien an truaj roet gant kevredidi Aten). Strategour e oa bet e 440 war un dro gant Perikles ha kemer a reas perzh en ergerzhadenn a-enep emsavidi Samos gant hemañ. E 413, goude an taol-stad a heulias c'hwitadenn ergerzhadenn Sikilia, e vije bet unan eus an 10 komiser (Probouloi) eus ar c'huzul dilennet evit renkañ an aferioù pemdez, hag eñ 83 bloaz, kent diazezidigezh an oligarkiezh e 411[2]. Pouezañ a reas kalz berzh e drajediennoù hag e vignoniezh gant Perikles en e zilennadennoù moarvat[3].


E 420 e tegemeras un aoter evit delwenn Asklepios en e di, pa voe degaset an doue-se da Aten. Abalamour da se e voe roet dezhañ al lesanv dalif a z/Dexion (degemerer) gant Ateniz[4].

Dimezet e oa d'an atenadez Nikostrate a roas ur mab dezhañ, Iofon. Bet en doa ivez ur serc'h eus Sikion anvet Teoris, a roas ur mab all dezhañ, Ariston, tad Sofokles yaouank. A-hervez, nebeut amzer kent e varv e vije bet Iofon o prosezañ outañ dirak ar c'huzuilh familh, abalamour d'un dizemglev diwar-benn e hêrezh hag e vab a glaskas prouiñ e oa erru kabac'h. A-walc'h e oa bet neuze lakaat lenn e oberenn ziwezhañ dirak al lez-varn evit lakaat fin d'ar prosez en e enep.

Mervel a reas e 406 hag e bezh diwezhañ, Oedipous e Kolonos, a voe c'hoariet ar memes bloavezh, goude e varv.

Oberenn

Krouet eo bet gant Sofokles an « trede aktour » (tritagonistes). En e raok ne veze morse en tu all da zaou aktour war al leurenn, ma ne gonter ket al laz-kanañ. Biken avat ne vo muioc'h evit tri aktour er c'hoariva e Henc'hres. C'hoariet e veze ar rolloù a eil renk gant ar memes den alies. An trede aktour a vihanae c'hoaz pouez al laz-kanañ hag a zegase degouezhioù ouzhpenn evit displegañ an enebiezhioù etre an dudennoù ha diskouez o zemz-spered[5]. Dilezet en deus ivez reizhiad an trilogezhioù.

Savet en deus 123 pezh-c'hoari [6]hag en o zouez ugent pe 22 drama satirek. Kollet eo bet an darn vrasañ anezhe.

Trajediennoù

Barzhonegoù

Pezhioù kollet

Dramaoù satirek


Mammennoù

Levrioù

  • Freeman, Charles. (1999). The Greek Achievement: The Foundation of the Western World. New York: Viking Press. ISBN 0-670-88515-0
  • Lloyd-Jones, Sir Hugh (ed.) (1994). Sophocles. Ajax. Electra. Oedipus Tyrannus. Harvard University Press.
  • Scullion, Scott (2002). Tragic dates, Classical Quarterly, new sequence 52, pp. 81-101.
  • Seaford, Richard A. S.. (2003). "Satyric drama". The Oxford Classical Dictionary (revised 3rd edition). Ed. Simon Hornblower and Antony Spawforth. Oxford: Oxford University Press.1361
  • Smith, Philip. (1867), Sofokles, Dictionary of Greek and Roman Biography and Mythology, trede Embannadur. William Smith. Boston: Little, Brown, and Company.865–873.
  • Sommerstein, Alan Herbert (2002). Greek Drama and Dramatists. Routledge. ISBN 0-415-26027-2

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

  1. Sommerstein: 41 ; Freeman: 246
  2. Marteze avat e c'hallfe bezañ bet ur Sofokles all.
  3. Toukididos VIII 1 ; Lloyd-Jones: 12-13
  4. Clinton, Kevin "The Epidauria and the Arrival of Asclepius in Athens", en Ancient Greek Cult Practice from the Epigraphical Evidence, embannet gant R. Hägg, Stockholm, 1994.
  5. Freeman: 247
  6. Suda (embannadur Finkel et al.) Sofokles (Σοφοκλῆς)

Patrom:Liamm PuB