Pedro Calderón de la Barca : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
soudard ivez, a gredan
Linenn 21: Linenn 21:
| lec'hienn = }}
| lec'hienn = }}


'''Pedro Calderón de la Barca y Barreda González de Henao Ruiz de Blasco y Riaño''' anvet aliesoc´h '''Pedro Calderón de la Barca''' (17 Genver 1600 ; 25 Mae 1681), a oa ur beleg katolik, skrivagner, barzh ha dramaour da Varevezh Alaouret Spagn. Ganet e oa bet pa oa bet termenet c´hoariva ar c´houlz-se gant [[Lope de Vega]], ha diorren a reas anezhañ diwezhatoc´h, e oberenn o vezañ sellet outi evel ar pep gwellañ eus c´hoariva barok Spagn. Setu ma seller outañ evel unan eus gwellañ dramaourien Spagn, hag eus ar bed a-bezh zoken.
'''Pedro Calderón de la Barca y Barreda González de Henao Ruiz de Blasco y Riaño''' anvet aliesoc´h '''Pedro Calderón de la Barca''' (17 Genver 1600 ; 25 Mae 1681), a oa bet soudard, ha goude beleg katolik, skrivagner, barzh ha dramaour da Varevezh Alaouret Spagn. Ganet e oa bet pa oa bet termenet c´hoariva ar c´houlz-se gant [[Lope de Vega]], ha diorren a reas anezhañ diwezhatoc´h, ma vez gwelet e oberennevel ar pep gwellañ eus c´hoariva [[barok]] Spagn. Setu ma seller outañ evel unan eus gwellañ dramaourien Spagn, hag eus ar bed a-bezh zoken.


==E vuhez==
==E vuhez==

Stumm eus an 23 Kzu 2010 da 11:59

Pedro Calderón de la Barca
Pedro Calderón de la Barca
Obererezh Dramaour, barzh
Ganedigezh e 1600
e Madrid, Banniel Spagn Spagn
Marv e 1681
e Madrid, Banniel Spagn Spagn
Yezh skrivañ Spagnoleg
Oberennoù pennañ
La vida es sueño, El alcalde de Zalamea


Pedro Calderón de la Barca y Barreda González de Henao Ruiz de Blasco y Riaño anvet aliesoc´h Pedro Calderón de la Barca (17 Genver 1600 ; 25 Mae 1681), a oa bet soudard, ha goude beleg katolik, skrivagner, barzh ha dramaour da Varevezh Alaouret Spagn. Ganet e oa bet pa oa bet termenet c´hoariva ar c´houlz-se gant Lope de Vega, ha diorren a reas anezhañ diwezhatoc´h, ma vez gwelet e oberennevel ar pep gwellañ eus c´hoariva barok Spagn. Setu ma seller outañ evel unan eus gwellañ dramaourien Spagn, hag eus ar bed a-bezh zoken.

E vuhez

Ganet e voe Calderón e Madrid. E vamm, hag a oa a orin flandrezat, a varvas e 1610; e dad, un Hidalgo (noblañs) a orin eus Kantabria hag a oa bet sekretour an teñzor, a varvas e 1615. Kelennet e voe Calderón e Kevredigezh ar Jezuited e Madrid, e-sell mont da veleg; met studiañ a reas ar gwir e skol-veur Salamanca.

Etre 1620 ha 1622 e c´hounezas Calderón meur a briz barzhoniezh en enor Sant Izidor e Madrid. E bezh-c´hoari kentañ a voe Amor, honor y poder, c´hoariet d´an 29 a viz Even 1623. Da heul e teuas daou bezh all er memes bloaz: La selva confusa ha Los Macabeos. A-hed an daou zekved da heul e skrivas Calderón ouzhpenn 70 pezh-c´hoari, an darn vrasañ anezho o vezañ dramaoù skrivet evit ar c´hoarivaoù kenwerzhel.

Hervez unan eus e vuhezskridourien, Vera Tassis, e servijas Calderón e arme Spagn en Italia ha Flandrez etre 1625 ha 1635; met prouiñ a ra meur a zave, er c´hontrol, e oa bet Calderón o chom e Madrid e-pad ar bloavezhioù-se.

Un nebeud oberennoù

Troet ez eus bet daou bezh-c´hoari diwar zorn Calderón gant Youenn Drezen: 'Ar vuhez a zo un huñvre', hag 'Aotrou Maer Zalamea'.

  • El médico de su honra
  • La vida es sueño (Ar vuhez a zo un huñvre)
  • El Alcalde de Zalamea (Aotrou Maer Zalamea)
  • La Dama duende
  • Casa con dos puertas
  • El Mágico prodigioso
  • La Devoción de la Cruz
  • El Gran Teatro del mundo
  • El Gran Mercado del mundo
  • El Pintor de su deshonra
  • El Prodigio de Alemania

El lennegezh a-vremañ

Kavet e vez Pedro Calderón er romant eus 1998 skrivet gant Arturo Perez-Reverte, El sol de Breda. Hervez ar skrivagner en doa servijet ar barzh e arme Spagn e Flandrez.