Telenn geltiek : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
rummad resisoc'h |
skeudenn |
||
Linenn 1: | Linenn 1: | ||
[[Skeudenn:43. TKB - Dawnswyr Môn z Bethel (Walia) 01.JPG|thumb|250px|right|Ur sonerez telenn vihan, e Kembre.]] |
|||
An '''delenn geltiek''' eo an anv a roer da veur a stumm [[telenn]]où bihan (telennoù pobl peurliesañ) a gaver e Kembre, Iwerzhon a Bro-Skos (hag e Breizh abaoe labour Georges Cochevelou hag e vab Alan Stivell). |
An '''delenn geltiek''' eo an anv a roer da veur a stumm [[telenn]]où bihan (telennoù pobl peurliesañ) a gaver e Kembre, Iwerzhon a Bro-Skos (hag e Breizh abaoe labour Georges Cochevelou hag e vab Alan Stivell). |
||
Stumm eus an 22 Kzu 2010 da 21:14
An delenn geltiek eo an anv a roer da veur a stumm telennoù bihan (telennoù pobl peurliesañ) a gaver e Kembre, Iwerzhon a Bro-Skos (hag e Breizh abaoe labour Georges Cochevelou hag e vab Alan Stivell).
Reishoc'h e vefe komz eus "telennoù keltiek" kentoc'h eget eus an delenn geltiek.
An telennoù keltiek hengounel :
- Ar c'hCláirseach (pe Clàrsach). Telenn vihan a gaver en Iwerzhon hag e Bro-Skos (gw. Telenn skosat), dezhi kerdin metal. Ober a reer an "delenn varzhek" anezhi a-wezhioù ivez.
- An delenn gembreat ("telyn"). Un delenn vihan heñvel ouzh ar c'hCláirseach a vefe bet e Kembre. Hiziv an deiz ez eo un delenn levezonet gant an delenn glasel (brasoc'h eget ar c'hCláirseach ha dezhi kerdin nilon pe gerdin bouzelloù).
An telennoù keltiek nevez :
- Adalek ar bloavezhioù 50 / 60 e voe savet telennoù e Breizh hag e Bro-C'hall, anvet telennoù keltiek, telennoù levezonet gant c'hCláirseach, dezho ur stumm hag ur son dezho o-unan koulskoude. Brudet e voe seurt telennoù er bed holl gant an telennour Alan Stivell hag e bladenn "renaissance de la harpe celtique".
- Telenoù keltiek tredan moanoc'h ha mistroc'h o stumm, levezonet gant stumm telennou ar Grennamzer.