Lusifer : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot kemmet: nl:Lucifer (religie)
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.5.2) (Robot ouzhpennet: hr:Lucifer
Linenn 37: Linenn 37:
[[gl:Lucifer]]
[[gl:Lucifer]]
[[he:לוציפר]]
[[he:לוציפר]]
[[hr:Lucifer]]
[[hu:Lucifer]]
[[hu:Lucifer]]
[[id:Lucifer]]
[[id:Lucifer]]

Stumm eus an 22 Kzu 2010 da 00:48

Gwall bell emañ Lusifer Romaned an Henamzer diouzh Lusifer ar Gristenien.

Doue roman

Lusifer a oa un doue roman, mab da Aurora (Eos gant tud Hellaz), doueez tarzh an deiz. Par ha kar eo d'an doue Fosforos e relijion Hellaz, a zo tad da Keiks ha da z-Daedalion.

An anv

Talvezout a ra kement hag "an hini a zoug ar goulou". Anvioù all zo dezhañ, a vez graet eus Steredenn ar Beure, ar Werelaouen e brezhoneg:

Bez eo ivez al lesanv a vez graet eus doueed all ar Sklerijenn.

Lusifer ar gristenien

Delwenn Lucifer en iliz-veur Sant-Paol e Liège

Lusifer a vez gwelet, abaoe ar Grennamzer, evel un « ael kouezhet », hañval-bev ouzh Satanas, un drougael, enebour Doue. Kement-se a deu eus levezon al lennegezh kristen. Hervez ar Gristenien ez eo un arc’hael eus an Neñvoù (darn a lavar ur cherubin, pe ur serafin) hag a zo savet lorc’h ennañ ha c’hoant da enebiñ ouzh doue e grouer. Taolet e voe e-maez eus ar baradoz gant an aeled fall all a seurt gantañ, hag abaoe emaint o redek ar bed-mañ.

Orin an eil Lusifer

Dont a ra an anv eus ar Vulgat, skrid latin ar Bibl aozet gant sant Hieronimos.