WikiLeaks : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.5.2) (Robot kemmet: cy:WikiLeaks
Linenn 24: Linenn 24:
[[cs:WikiLeaks]]
[[cs:WikiLeaks]]
[[cv:Викили́кс]]
[[cv:Викили́кс]]
[[cy:WiciLeaks]]
[[cy:WikiLeaks]]
[[da:WikiLeaks]]
[[da:WikiLeaks]]
[[de:WikiLeaks]]
[[de:WikiLeaks]]

Stumm eus an 17 Kzu 2010 da 17:26

Logo WikiLeaks
Logo WikiLeaks

WikiLeaks (eus ar saozneg wiki, mui liester ar ger leak, eus ar verb to leak berañ, diskuliañ) a zo un aozadur kelaouiñ, digor met diogelet, hep pal kenwerzhel hag ul lec'hienn, bet roet lañs dezhi e miz Kerzu ar bloaz 2006, kaset war-raok gant "The Sunshine Press". Hervez an aozadur e oa bet tapet gantañ kaout 1.2 milion a deulioù en e ziaz dindan bloaz.

Embann a ra al lec'hienn dielloù kuzh deuet a-berzh titourerien hag a chom dianav, war zanvezioù a denn da bolitikerezh ar renadoù gwasker eus Azia, en Afrika, er Reter-Kreiz, an URSS kozh, met ivez eus ar Stadoù-Unanet. Savet e vije bet da gentañ, hervez an aozadur, gant disrannidi bolitikel eus Republik Pobl Sina.

E dibenn miz Du 2010 e oa bet embannet gant Wikileaks un toullad skridoù diplomatel o tont eus servijoù ar Stadoù Unanet. Embannet e voe an dielloù-se gant kazetennoù evel El País (Spagn), Le Monde (Bro-C'hall), Der Spiegel (Alamagn), The Guardian (Bro-Saoz), ha The New York Times (Stadoù Unanet Amerika). En dielloù-se e lenned titouroù personel hag ar pezh a soñje servijoù diplomatel ar Stadoù Unanet war pennoù stadoù zo ha kargidi uhel en Aozadur ar Broadoù Unanet.

Liammoù diavaez