Armerzh : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot kemmet: am:ሥነ ንዋይ
Linenn 53: Linenn 53:
[[ext:Economia]]
[[ext:Economia]]
[[fa:علم اقتصاد]]
[[fa:علم اقتصاد]]
[[fi:Kansantalous]]
[[fi:Talous]]
[[fiu-vro:Majandustiidüs]]
[[fiu-vro:Majandustiidüs]]
[[fo:Búskapur]]
[[fo:Búskapur]]
Linenn 112: Linenn 112:
[[qu:Musiku]]
[[qu:Musiku]]
[[ro:Economie]]
[[ro:Economie]]
[[ru:Экономика (наука)]]
[[ru:Экономика]]
[[sa:अर्थशास्त्रं]]
[[sa:अर्थशास्त्रं]]
[[sah:Экономика]]
[[sah:Экономика]]

Stumm eus an 17 Kzu 2010 da 13:39

Armerzh : ar- + merzh (armerh e 1723, gw. armerth e kembraeg)

Termenañ

An armerzh zo ur skiant sokial dezhi ar pal da studiañ penaos 'implij ar gevredigezh he feadra rouez a-benn produiñ, a-ziwar ezhommoù ha c'hoantoù pep hini ha deus an doare ma vez addalc'het rezultajoù ar produiñ-mañ d'an dud.

Dre o studiennoù e klask an armerzhourien analizañ e peseurt mod e vez produet peadra kevredigezh Mab-Den ha penaos e vez addalc'het d'an dud tout. Klask a raint propozañ displegadennoù evit-fed n'eo ket en he reizh ar gevredigezh, hag ar fed ma c'hellfe-hi mont war wellaat. Tu zo dehe sevel studiadennoù a-benn istimañ dilerc'hioù ul lezenn pe ur mennad lezenn. Rezultajoù ar studiadennoù-mañ (hag a c'hell bezañ lavar-dislavar deus ur stumm d'eben) a vez implijet a-wechoù gant ar gouarnamañchoù evit reoliata an armerzh.

An armerzh, hag an doare ma vez renet gant ar gouarnamañchoù, a zo liammet gant prederouriezhioù politik. Da skwer eo bet savet Unaniezh Europa en sell d'ober evit an ober asambles etre ar Stadoù european a-benn ma ve dibosupl d'ar broioù brezeliañ. Evit an dud eo bet savet ive, dreist pep tra evit fed penaos e vez ingalet ar pinvidigezhioù e-barzh ar gevredigezh.

Abaoe fin an XXvet kantved eo an armerzh un dalc'h ekolojik. Ya 'vad, ar peadra naturel o vont war vihannaat gant an oberiantizoù armerzh (diforestañ, mammennoù nerzh, kailh) ha n'eo ket na koll na gounit kennebeut war ar blanetenn evit-fed an hin, al lies ma'z eo ar boudoù enni... Gant-se e teu an nen da sellet a-dost ouzh an Diorroadur padus.

Pennreolennoù

Gant an armerzh e vez soñjet ez eus danvez met pas kement-se, ret choazo penaos implijañ an traoù, rak rouez int hag etre daou soñj emaomp, ha rankout a raomp choazo unan tra-ken. Ar c'houst a vout en koulz a vez gwraet gant an armerzhourien deus se. Ouzhpenn da se n'omp ket evit produiñ nemet re nebeut a draoù e-keñver ar pezh a vefe prenet peaotramant, kement-se e-pad ur momed hag ur genarroudenn teknolojik bet choazet a-raok ; sed ar pezh a lak an dud da brederiañ war fed penaos addalc'hen d'an dud tout.

Evit mentañ daou implij diforc'h eus ar mammennoù ec'h implij an armerzhour ur muzul eus talvoudegezh ar rezultad bet tapet. Ar muzul-mañ, gouestlet da batrom an armerzhour, zo sañset taolenniñ an dud o deus o fegement evit an defotachoù. Evit ur patrom armerzh bet choazet e vez lâret lar eo oberiant un urzhiadur ma vez implijet gantañ mammennoù dehe un talvoudegezh bras-meurbed.

Patrom:Link FA