Gresianeg : diforc'h etre ar stummoù
D Robot kemmet: nn:Gresk |
D r2.5.2) (Robot ouzhpennet: bo:ཀེ་རི་སིའི་སྐད།, te:గ్రీక్ భాష |
||
Linenn 63: | Linenn 63: | ||
[[bg:Гръцки език]] |
[[bg:Гръцки език]] |
||
[[bn:গ্রিক ভাষা]] |
[[bn:গ্রিক ভাষা]] |
||
[[bo:ཀེ་རི་སིའི་སྐད།]] |
|||
[[bs:Grčki jezik]] |
[[bs:Grčki jezik]] |
||
[[ca:Grec]] |
[[ca:Grec]] |
||
Linenn 166: | Linenn 167: | ||
[[szl:Grecko godka]] |
[[szl:Grecko godka]] |
||
[[ta:கிரேக்க மொழி]] |
[[ta:கிரேக்க மொழி]] |
||
[[te:గ్రీక్ భాష]] |
|||
[[tg:Забони юнонӣ]] |
[[tg:Забони юнонӣ]] |
||
[[th:ภาษากรีก]] |
[[th:ภาษากรีก]] |
Stumm eus an 12 Kzu 2010 da 08:08
Gresianeg (Elliniká, Ελληνικά) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Gres, Kiprenez, Albania, Turkia, Italia |
Rannved : | |
Komzet gant : | 15 000 000 |
Renkadur : | goude 74 |
Familh-yezh : | Yezhoù Indezeuropek |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | Gres, Kiprenez, Unaniezh Europa |
Akademiezh : | - |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | el |
ISO 639-2 | gre, ell |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | ELL |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Ar gresianeg ( Ελληνικά) (gregaj ha gresim a vez implijet ivez evit envel ar yezh-se) a zo ur skourr eus ar yezhoù indezeuropek en-e-unan. Studiet eo bet e istor diwar teulioù skrivet 3 500 bloaz zo hag ez int lod ar roudoù skrivet koshañ a c'heller kavout evit ur yezh indezeuropat. Komzet e vez gant 15 milion a dud, an darn vuiañ e Bro-C'hres ha e Kiprenez, met gant kumuniezhioù Gresianed divroet ivez.
Skrivet e vez ar gresianeg gant al lizherenneg c'hresianek, al lizherenneg wir kentañ zo bet er bed hag eo tad d'al latin ha d'al lizherenneg kirillek.
Istor
Komzet ez eus bet gresianeg e Ledenez ar Balkanoù adalek an eil milved kent Jezuz-Krist evel m'eo bet lakaet war wel pa oa bet diskoachet tablezennoù al Linenneg B eus 1500 kent Jezuz-Krist. Koulskoude n'eus ket liamm ebet etre al Linneneg B hag al lizherenneg c'hresian hag hemañ a zeu eus al lizherenneg fenikian, doare-skrivañ an abjad (war-dro 1000 kent Jezuz-Krist). N'eus ket bet kalz a cheñchamant abaoe.
Dre voaz e vez rannet istor ar gresianeg etre ar mareoù-mañ :
- Gresianeg mikenat, yezh ar sevenadur mikenat a weler skrivet gant al Linennek B
- Henc'hresianeg da gentañ ar gresianeg kozh-bras ha goude e teu ar gresianeg klasel. Hemañ a zo bet studiet koulz gant tud ouiziek ar bed muzulmat ha gant re Europa abaoe ar Grennamzer.
- Gresianeg hellenistel (gresianeg ar c'hoine pe ar c'hoine a vez graet anezhañ ivez - koine = "boutin"). Ur yezh c'hresianek boutin hag etrebroadel, an hini kentañ a zo bet, hag a zo deuet eus teuziadur an atikeg, rannyezh Aten gant rannyezhoù all. Deroù ar yezh voutin a c'heller adkavout diwar heñchadurioù armeoù Aleksandr Veur hag emdroadur an tiriadoù en deus aloubet. Pa renas ar sevenadur hellenistel en rn niver brasoc'h a vroioù e veze komzet ar c'hoine eus an Egipt betek harzoù an Indez.
- Goude trec'h ar Romaned war Vro-C'hres e renas an divyezhegezh e Roma hag e meur a diriadoù an Impalaeriezh roman. Ar gresianeg boutin a zeuas da vezañ un eil yezh nann-ofisiel a gomze meur a zen, uhel pe izel, pe evel yezh kentañ pe evel eil yezh. Liammet eo ar gresianeg boutin gant deroù ar Gristeniezh peogwir eo bet skrivet an Testamant nevez gantañ hag e seblant e prezege an Abostoled e gresianeg , darn anezho gant un anv gresianeg (Kephas (Pêr), Mazias, Taddeos). Anvioù all a vez roet d'ar yezh hellenistel : rannyezh Aleksandria, gresianeg goude-klasel ha gresianeg an Testamant nevez ivez.
- Gresianeg ar Grennamzer
ur c'hendalc'h d'ar c'hoine eo bet ar yezh ofisiel ha vernakular a veze komzet en Impalaeriezh Bizantion e-pad ar Grennamzer. Anvet e vez gresianeg Bizantion ivez.
- Gresianeg modern: Emdroad ar gresianeg modern diwar ar gresianeg boutin a c'hell bezañ adkavet adalek deroù ar Grennamzer.
Da vezañ kendalc'het