Gouren : diforc'h etre ar stummoù
D r2.5.2) (Robot ouzhpennet: hy:Ըմբշամարտ |
Xqbot (kaozeal | degasadennoù) D r2.5.2) (Robot ouzhpennet: lbe:ЛачIун уккаву |
||
Linenn 60: | Linenn 60: | ||
[[ja:レスリング]] |
[[ja:レスリング]] |
||
[[la:Palaestrica]] |
[[la:Palaestrica]] |
||
[[lbe:ЛачIун уккаву]] |
|||
[[mr:कुस्ती]] |
[[mr:कुस्ती]] |
||
[[ms:Gusti]] |
[[ms:Gusti]] |
Stumm eus an 10 Kzu 2010 da 10:27
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
- Diwar-benn ar gouren dre vras eo ar pennad-mañ. Ur pennad Gouren breizhek zo ivez.
Ar gouren a zo ur sport emgannañ a-zaou hag e bal dezhañ a zo da bep eneber diskar an eil hervez reolennoù termenet strizh. Ne c'heller implij nep arm nemet reoù an izili hag ar c'horf. Meur a zoare a vez kavet e pep bro ken he deus Breizh he hengoun dezhi (gouren breizhek) ha e ve meneget ar gouren e Breizh evel an hini nemetañ.
Ar gouren libr a zo bet degemeret er C'hoarioù olimpek e 1901.
Ar gouren gresian-ha-roman a zo nes d'ar gouren pleustret en Olimpia e-pad ar C'hoarioù olimpek kozh hag e veze priziet gant Gresianed kozh p'en em gannent en noazh, met gwisket gant eoul olivez evit ma vefe diaes tapout izili ar gourener all.
Daou stil gouren a vez kavet : ar gouren gresian-ha-roman m'eo difennet d'an emgannerien tapout krog el lodenn eus ar c'horf zo dindan ar gouriz hag ar gouren libr. Ouzhpenn-se e weler gourenoù m'eo difennet chom e gourvez (gourenoù ar broioù keltiek evel ar gouren breizhek hag ar gouren skosat) hag an darnvuiañ eus ar re all.
Peurliesañ e vez pleustret ar gourenoù gant amatourien. Ar broioù o deus kaset d'ar C'hoarioù olimpek ar c'hourenerien wellañ a zo bet Iran, ar Stadoù Unanet, Rusia, Bulgaria, Hungaria, Sveden, Finland ha Turkia.
Gourenoù
- Gouren breizhek
- Backhold
- gouren libr
- gouren gresian-ha-roman
- Sumo
- Yağlı güreş (gouren ma implijer eoul, e Turkia)
- Schwingen (gouren pleustret e Suis)
- glima (gouren pleustret en Island)
Gourenerien vrudet
Ster all
Dre skeudenn e vez implijet ar verb gouren evit ar ster zo gant stourm enep un dra fetis pe difetis.
Liammoù diavaez
- International Federation of Associated Wrestling Styles (FILA) Lec'hienn ofisiel Kevread etrebroadel stiloù kevredet ar gouren