Kanton gall : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
D r2.5.2) (Robot ouzhpennet: vls:Kantong van Vrankryk |
||
Linenn 64: | Linenn 64: | ||
[[vec:Canton fransexe]] |
[[vec:Canton fransexe]] |
||
[[vi:Tổng của Pháp]] |
[[vi:Tổng của Pháp]] |
||
[[vls:Kantong van Vrankryk]] |
|||
[[zh:縣 (法國)]] |
[[zh:縣 (法國)]] |
Stumm eus an 9 Kzu 2010 da 10:00
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ur c'hanton gall a zo ur rann velestradurel eus Bro-C'hall, etre ar gumun hag an arondisamant, hag ur bastell-votiñ. War ar maez e vez meur a gumun en ur c'hanton. Er c'hêrioù bras ez eo pell luzietoc'h an traoù.
Dilenn
E pep kanton e vez dilennet ur c'huzulier-kanton a vo bodet, gant kuzulierien all an departamant , er c'huzul-departamant. N'eus nemet e Pariz eo disheñvel an traoù rak n'eus kanton ebet, mann nemet arondisamantoù a zo gwelet un tamm evel kantonioù.
Rannet eo ar c'hêrioù bras etre meur a ganton peurvuiañ, ha takadoù diwar ar maez stag ouzh pep hini a-wechoù. Kement-se a c'hoarvez da skouer gant kêr Brest, rannet etre 10 kanton:
- kanton Brest-Bellevue
- kanton Brest-Ar Gazeg Wenn-Boc'harzh-Gwiler-Leon
- kanton Brest-Kreiz
- kanton Brest-Kerichen
- kanton Brest-An Ermitaj-Gouenoù
- kanton Brest-Lambezelleg
- kanton Brest-Plouzane
- kanton Brest-Rekourañs
- kanton Brest-Sant-Mark
- kanton Brest-Kerbêr
Lavaret e vez gant ar pennoù-melestradurezh e vez savet ar c'hantonioù evel-se evit mirout ouzh digempouez etre kêrioù ha maezioù. Alies avat e klask ar re karget da aozañ ar rannañ aesaat an dilennadegoù da zont evit o c'hostezenn.
Istor
Krouet eo bet ar c'hantonioù gall hervez kentañ lezennoù an Dispac'h Gall.