Brezel ar Ramzed : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: ja:ギガントマキアー
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.5.2) (Robot ouzhpennet: hy:Գիգանտոմաքիա
Linenn 62: Linenn 62:
[[fi:Gigantomakhia]]
[[fi:Gigantomakhia]]
[[fr:Gigantomachie]]
[[fr:Gigantomachie]]
[[hy:Գիգանտոմաքիա]]
[[ja:ギガントマキアー]]
[[ja:ギガントマキアー]]
[[lt:Gigantomachija]]
[[lt:Gigantomachija]]

Stumm eus an 7 Kzu 2010 da 14:04

Brezel ar Ramzed ( γιγαντo-μαχια /gigantomac'hia e gregach) zo ur brezel a savas etre ar Ramzed hag an Doueed hervez mojennoù Hellaz kozh. Dont a raeas war-lerc'h Brezel an Ditaned.

Dionysos o stourm ouzh ur Ramz e-kerzh Brezel ar Ramzed, pélikè attek gant dremmoù ruz, v. 460 kent J.-K., mirdi al Louvre


Ar perag eus ar brezel

Kraouiet e oa bet an d-Titaned gant Zeus en Tartar. O mamm Gaia avat a oa savet konnar enni abalamour da se, ha c'hoantaat a reas ober brezel d'an Doueed.

Ha hi kas he mibien, ar Ramzed, d'an emgann.


A-raok ar brezel

Ne deuas ket enebadenn Gaia raktak goude an dichekadenn. Gallout a reas Zeus kemer e ziarbennoù eta. P'en doa ezhomm da gaout un haroz kreñv a-du gantañ evit derc'hel penn ouzh ar Ramzed ha n'hallent ket mervel diwar dorn un doue, e kouskas Zeus gant Alkmena abalamour dezhi da c'henel Herakles.

Evit Gaia a lakeas da greskiñ louzoù a rafe d'he bugale bout diwelus da zaoulagad an dud ha divarvel rak an taolioù. Pa glevas Zeus kement-se ne voe ket seizhdaletoc'h evit mirout ouzh Helios, Selene hag Eos, a sevel a-raok dezhañ kavout penn eus al louzoù hud.

Ar c'hrogad

Poseidon oc'h en em gannañ gant Polibotes, amforenn he gouzoug attek gant dremmoù du diwar zorn Livour ar Vrañsigell, v. 540-430 kent J.-K., mirdi al Louvre.
Ar Moirai o lazhañ Agrios ha Toas, munudig eus izelvos Brezel ar Ramzed war Aoter vras Pergama, IIvet kantved kent JK , mirdi Pergama (Berlin).

Emañ an aerva e-lec'h m'emañ ar Ramzed o chom, war ar Flegra (« douar tan»). E penn ar Ramzed e oa Eurimedon, Alcyonée ha Porphyrion.

Bodet e oa an Doueed pa zeuas an arsailh kentañ. War-raok ez ae ar Ramzed gant o flammerennoù graet gant skodoù derv, hag o skeiñ kerreg ha kernioù menezioù dezho.

  • Herakles a daole e saezhoù kontammet da Alcyonée . Met dre ma n'halle ar ramz bezañ trec'het nemet e-maez e vro e voe sachet gant Herakles pell eus e zouaroù.
  • Porfirion a glaskas gwallañ Hera. Pulluc'het e voe gant Zeus ha peurlazhet gant ur saezh kontammet taolet gant Herakles.
  • Éphialtès zo lazhet gant ur saezh e pep a lagad, unan tennet gant Apollon, eben gant Herakles.
  • Artemis a lazhas Gration gant ur saezh .
  • Ar Ramz Klitios a zo devet gant flammerennoù ifernel Hekata.
  • Gant pennbizhier arem ez a ar Moirai da lazhañ Agrios ha Toas.
  • Lazhet e vo pep hini eus ar Ramzed gant saezhoù Herakles glebiet e binim Aerouant Lerna, war-bouez prizonidi an inizi.

Menegoù

Gwelit ivez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  • Francis Vian, « La Guerre des Géants. Le Mythe avant l'époque hellénistique », dans L'Année sociologique, 3 série (1952), Paris, 1955, p. 440-443.