Gouren : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: sco:Wrestlin
FoxBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: sh:Rvanje
Linenn 70: Linenn 70:
[[sah:Тустуу]]
[[sah:Тустуу]]
[[sco:Wrestlin]]
[[sco:Wrestlin]]
[[sh:Rvanje]]
[[si:මල්ලව පොර]]
[[si:මල්ලව පොර]]
[[simple:Wrestling]]
[[simple:Wrestling]]

Stumm eus an 28 Du 2010 da 21:06

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Diwar-benn ar gouren dre vras eo ar pennad-mañ. Ur pennad Gouren breizhek zo ivez.

Ar gouren a zo ur sport emgannañ a-zaou hag e bal dezhañ a zo da bep eneber diskar an eil hervez reolennoù termenet strizh. Ne c'heller implij nep arm nemet reoù an izili hag ar c'horf. Meur a zoare a vez kavet e pep bro ken he deus Breizh he hengoun dezhi (gouren breizhek) ha e ve meneget ar gouren e Breizh evel an hini nemetañ.

Ar gouren libr a zo bet degemeret er C'hoarioù olimpek e 1901.
Ar gouren gresian-ha-roman a zo nes d'ar gouren pleustret en Olimpia e-pad ar C'hoarioù olimpek kozh hag e veze priziet gant Gresianed kozh p'en em gannent en noazh, met gwisket gant eoul olivez evit ma vefe diaes tapout izili ar gourener all.

Daou stil gouren a vez kavet : ar gouren gresian-ha-roman m'eo difennet d'an emgannerien tapout krog el lodenn eus ar c'horf zo dindan ar gouriz hag ar gouren libr. Ouzhpenn-se e weler gourenoù m'eo difennet chom e gourvez (gourenoù ar broioù keltiek evel ar gouren breizhek hag ar gouren skosat) hag an darnvuiañ eus ar re all.

Peurliesañ e vez pleustret ar gourenoù gant amatourien. Ar broioù o deus kaset d'ar C'hoarioù olimpek ar c'hourenerien wellañ a zo bet Iran, ar Stadoù Unanet, Rusia, Bulgaria, Hungaria, Sveden, Finland ha Turkia.

Gourenoù

Gourenerien vrudet

Ster all

Dre skeudenn e vez implijet ar verb gouren evit ar ster zo gant stourm enep un dra fetis pe difetis.

Liammoù diavaez