Diforc'hioù etre adstummoù "Tour-tan Enez Werc'h"

Aller à la navigation Aller à la recherche
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
(klokaat)
'''Tour-tan Enez-Werc'h''' zo un [[tour-tan]] savet war [[Enez Werc'h]] dirak aod Lilia, e [[Plougerne]].
 
Daou dour-tan zo e gwirionez war an enezennig. Unan a oa bet savet e [[1845]], dezhañ 3533 metr uhelder, a oa bet en implij en {{XIXvet kantved}}. Unan all a voe savet etre [[1896]] ha [[1902]], hag enaouet e oa bet d'ar [[1añ a viz Meurzh]] [[1902]]. Uhelañ tour-tan Europa eo, gant un uhelder a 85,5 metr<ref>[http://www.finistere.developpement-durable.gouv.fr/article.php3?id_article=553 SiteDirection départementale des territoires et de la DDEmer - Finistère]</ref> hag an hini uhelañ er bed e-touez an tourioù-tan savet gant mein-benerezh. Gwelet e vez e c'houloù war-hed 50 km tro-war-dro. Stumm ur [[kranenn|granenn]] a zo dezhañ en diavaez. Evit mont betek al lein ez eus 397 a bazennoù. Gweladenniñ anezhañ a c'haller ; evit se e ranker mont da Enez Werc'h gant ur vag, nemet e c'haller mont war droad eus an douar-bras d'an enezenn pa vez reverzhi vras.
 
Tredanaet e oa bet e [[1956]]. Ur gward a oa betek an 29 a viz Here [[2010]]. Abaoe ez eo renet a-bell, en un doare emgefre, eus [[tour-tan ar C'hreac'h]] en enez [[Eusa]].
75 930

modifications

Lañser merdeiñ