Gilles Le Bigot : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
'''Gilles Le Bigot''' zo ganet e [[Sant-Brieg]] e 1959. Deuet eo da vezañ soner [[gitar]] er bloavezhioù ‘70. Sonet en deus e-pad ar bloavezhioù ‘70-‘80 gant [[Galorn]] ( ur strollad brudet er bloavezhioù-se ), e-lec’h ma sone [[Jean-Michel-Veillon]]. Sonet en deus ivez gant arzourien evel [[Alan Stivell]] hag [[Dan ar Braz]].
'''Gilles Le Bigot''' zo ganet e [[Sant-Brieg]] e 1959. Deuet eo da vezañ soner [[gitar]] er bloavezhioù ‘70. Sonet en deus e-pad ar bloavezhioù ‘70-‘80 gant [[Galorn]], ur strollad brudet er bloavezhioù-se ma sone [[Jean-Michel-Veillon]] ivez. Sonet en deus ivez gant arzourien evel [[Alan Stivell]] hag [[Dan ar Braz]].


==Buhez==
==Buhez==

Stumm eus an 16 Du 2010 da 14:49

Gilles Le Bigot zo ganet e Sant-Brieg e 1959. Deuet eo da vezañ soner gitar er bloavezhioù ‘70. Sonet en deus e-pad ar bloavezhioù ‘70-‘80 gant Galorn, ur strollad brudet er bloavezhioù-se ma sone Jean-Michel-Veillon ivez. Sonet en deus ivez gant arzourien evel Alan Stivell hag Dan ar Braz.

Buhez

Ganet eo Gilles Le Bigot e Sant-Brieg e 1959. Desket en deus Brezhoneg gant e dud. Kroget eo da c’hoari gitar e 1972 d’an oad a 13 vloaz. Desket en deus e-unan da son gitar]]. Desket en deus c’hoari en « open tuning]]. Er bloavezhioù ‘75 en deus dizoloet ar muzik Keltiek e-barzh strolladoù brudet evel Planxty]], Bothy Band , Clannad hag Alan Stivell]]. Dizoloet en deus ar festoù-noz da gentañ evel dañser hag goude evel soner en ur seniñ da heul ar “Pillotouses” e 1976 hag goude e-kreiz ar strollad Galorn]] e 1978 . Bremañ ez a kant gwech bep bloaz war ar leurenn en ur ober ur bloavezh. Setu bremañ ar 7 strollad e-lec’h ma son Gilles Le Bigot : Fiddle Rendez-vous, « Empreintes », Skolvan, Gilles Le Bigot – Gerry O’Connor, Gilles Le Bigot –Soïg Siberil hag an Dizano Trio.

Ar pezh en deus graet Gilles Le Bigot

1972 : Kroget eo Gilles Le Bigot da c’hoari gitar . 1975 : Dizoloet en deus ar muzik Keltiek e strolladoù evel Planxty, BOTHY BAND, CLANNAD hag ALAN STIVELL. 1976 : Kentañ wech evit Gilles Le Bigot da vont war al leurenn en ur seniñ da heul ar Pillotousses. 1978: Kentañ fest noz evit Gilles Le Bigot evel ezel eus ar strollad GALORN . Gant Jean Michel Veillon Betek 1980 . 1980 : Prenet en deus Gilles Le bigot ur gitar Lowden L 25 Graet gant [[Georges Lowden. Ezel eo Gilles le Bigot eus strollad BRETON IRISH BAND. Ar strollad-mañ a baouezas e 1984. 1982 : Aet eo Gilles Le Bigot da Yougoslavia Hag ur sizhun e Sarajevo, gant strollad MALGOR. 1984 : Krouet eo bet ar strollad SKOLVAN gant Youenn Le Bihan . Kregiñ a ra Gilles Le Bigot e respet evel soner a-vicher. 1985 : Kentañ tro ez eas Gilles Le Bigot gant Serge Désaunay d’ar Stadoù Unanet . 1986: Respet a reas Gilles le Bigot er Strollad KORNOG]] . Mont a reas goude d’ober tro e Europa hag er Stadoù Unanet . E 1987 kentañ pleustradegoù gant Y.F.Kéméner]] … 1988 : Krouidigezh ar strollad Barzaz]] gant Jean Michel Veillon ha Y.-F. Kemener. Ar strollad-mañ zo sikouret gant Alain Genty ha David Hopkins. Ne oa ket ken eus ar strollad-mañ e 1993. 1991 : Kemer a reas perzh en e bladenn gentañ La LUCH . Respet a reas Gilles Le Bigot e 1999 . 1992 : Krouidigezh triad Elixir. Ar strollad-mañ a baouezas e 1996. 1993 : Kroget eo Gilles da señin gant Dan Ar Braz en Heritage Des Celtes, kroget o deus ar 24 a viz Gouere 1993 e Quimper. Ar veaj a baouezas e miz Meurzh 2002 e [[Pariz goude daou trec’h eus ar sonerezh ha muioc’h evit ur million a bladennoù gwerzhet. Er bloavezh-se ivez e krogas Gilles da labourat gant strollad Bagad Kemper betek 2000. 1996 : Gilles a gemer perzh e Strollad AN TOURTAN , krouet gant Didier Squiban. Paouez a reas daou vloaz goude. 1997 : E Genver ez eas Gilles le Bigot da Iwerzhon da enrollañ ur bladenn . 1998 : Gilles a yeas da señin gant Manu Lanhuel envit un nebeud sonadegoù hag evit enrollañ ur bladenn anvet « Ile Elle ». 2002 : Goude kalz a vloavezhioù gant ur bern strolladoù, Gilles Le Bigot a gemer an diviz da enrollañ dindan e anv ar bladenn Empreintes . Ur strollad 7 soner. 2005 : Krouidigezh : Le Bigot / Siberil , Le Bigot / O’ Connor , Le Bigot / Veillon hag kenderc’hel a ra c’hoazh da son e strollad Skolvan .