Popocatépetl : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot kemmet: en:Popocatepetl
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: sh:Popocatépetl
Linenn 50: Linenn 50:
[[ro:Popocatepetl]]
[[ro:Popocatepetl]]
[[ru:Попокатепетль]]
[[ru:Попокатепетль]]
[[sh:Popocatépetl]]
[[simple:Popocatépetl]]
[[simple:Popocatépetl]]
[[sk:Popocatépetl]]
[[sk:Popocatépetl]]

Stumm eus an 12 Du 2010 da 03:40

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Menez-tan Popocatépetl (e nahuatleg, popoca, « divogediñ » ; tepetl, « menez» ; ar menez a zivoged) a zo ur Menez-tan oberiant lec'hiet e Mec'hiko e Stad Puebla. An eil menez uhelañ e Mec'hiko eo war-lerc'h ar pikern Orizaba.Er park broadel Iztaccíhuatl-Popocatépetl emañ. Un dislonkadenn bouezus a oa bet e 1947 : d'an 21 a viz Kerzu e 1994 e skarzhas ar menez-tan ludu hag aezhennoù hag a voe kaset 25 km ac'hann gant an avel. Lakaet e voe an dud da guitaat ar c'hêrioù tostañ.

E miz Kerzu 2000, dekmiliadoù a dud a zo bet lakaet da dec'hout pa ez eo bet brallet ar c'heleier gant ar skiantourien. Ar menez-tan en doa difretet un tammig met n'eo nemet d'ar 1 a viz Kerzu en doa skarzhet ur golonenn a ludu uheloc'h eget 2 km[1].


Mojenn Popocatépetl hag Ixtaccíhuatl

Er relijiel Aztek, Popocatépetl a oa ur brezeler e karantez gant ur briñsez anvet Ixtaccíhuatl.

Tad Ixtaccíhuatl a gasas Popocatépetl da lazhañ un enebour eus o meuriad hag prometiñ a reas dezhañ e verc'h da zimeziñ ma teuje bev en-dro. Marvet e oa Ixtaccíhuatl gant glac'har pa oa bet kemennet dezhi oa bet lazhet Popocatépetl. Pa oa distroet en dro e varvas gant glac'har ivez en ur c'houzout e oa marv e zouzig. An doueed a lakas erc'h war o c'horfoù hag a droas anezho e menezioù.

Notennoù

  1. Popocatépetl en éruption xinhuanet.com 2007

Patrom:Lien BA