Ottokar II Přemysl : diforc'h etre ar stummoù
Xqbot (kaozeal | degasadennoù) D Robot ouzhpennet: ar:أوتوكار الثاني; Kemm dister |
D Robot kemmet: ru:Пржемысл Отакар II |
||
Linenn 38: | Linenn 38: | ||
[[pl:Przemysł Ottokar II]] |
[[pl:Przemysł Ottokar II]] |
||
[[pt:Otokar II da Boêmia]] |
[[pt:Otokar II da Boêmia]] |
||
[[ru:Пржемысл |
[[ru:Пржемысл Отакар II]] |
||
[[sk:Přemysl Otakar II.]] |
[[sk:Přemysl Otakar II.]] |
||
[[sl:Otokar II. Přemysl]] |
[[sl:Otokar II. Přemysl]] |
Stumm eus an 5 Du 2010 da 09:54
Ottokar II Přemysl (tchekeg: Přemysl Otakar II., 1230 - 26 a viz Eost 1278) a oa roue Bohemia eus 1253 betek 1278. Mab e oa da Václav I Přemysl ha Kunigunde a Hohenstaufen. A-berzh e dad en doa bet Bohemia ha Moravia da hêrezh. E 1251 e voe lakaet da zug Aostria gant breujoù ar vro-se. Bloaz goude e timezas gant Margarete a vBabenberg, hêrez Stiria. E 1260 e c'hounezas Silezia, Lusatia ha Slovakia digant István V a Hungaria. E 1269 e tegouezhas Karintia ha Karniola gant Ottokar hag e teuas da vezañ priñs galloudusañ an Impalaeriezh Santel Roman ha German.
E 1273 e oa ret dilenn ur roue alaman nevez. N'eo ket Ottokar a voe lakaet war an tron, met e enebour Rudolf a Habsbourg. Nac'hañ a reas Ottokar e anavezout ha forbannet e voe gantañ abalamour da se. E 1276 e kouezhas e holl douaroù estreget Bohemia ha Moravia etre daouarn an Habsbourged. Pa glaskas adc'hounit e zomani kollet dre nerzh, e voe lazhet en emgann e-kichen Dürnkrut en Aostria-Izel d'ar 26 a viz Eost 1278.
En e raok: Václav Iañ |
Rouaned Bohemia 1253 – 1278 |
War e lerc'h: Václav II |