Mont d’an endalc’had

Hesiodos : diforc'h etre ar stummoù

26 okted lamet ,  12 vloaz zo
D
Robot kemmet: id:Hesiodos; Kemm dister
D (Robot ouzhpennet: fa:هزیود)
D (Robot kemmet: id:Hesiodos; Kemm dister)
[[ImageSkeudenn:Pseudo-Seneca BM GR1962.8-24.1.jpg|thumb|right|220px|« Pseudo-[[Seneca]] » : pell amzer e voe kredet e oa penn ar prederour stoikian roman, met gallout a rafe bezañ ur barzh kozh, Hesiodos marteze. Delwenn roman diwar batrom un delwenn [[hellenat ]] ([[British Museum]])]]
 
[[ImageSkeudenn:Moreau,_Gustave_-_Hésiode_et_la_Muse_-_1891.jpg|thumb|left|[[Hesiodos]] ha [[Plac'h an Awen]], livet gant [[Gustave Moreau]].]]
 
 
'''Hesiodos ''' (Ἡσίοδος / ''Hêsíodos'' e [[gregach]], ''Hesiodus'' e [[latin]]) a oa ur [[barzh]] [[Hellaz|hellazat]] eus ar VIIIvet kantved a-raok JK. Ganet e vije Hesiodos en [[Ascra]], ur vourc'hadenn eus [[Beotia]].
 
== E vuhez ==
 
=== Ar fedoù ===
 
Tra ne ouzer diwar e benn nemet pezh a skriv en e varzhonegoù. Dre deir gwech e-barzh ''[[Al Labourioù hag an Deizioù]]'', e ro un dornad munudoù diwar e vuhez. Un draig a lavar ivez en e d-''[[Teogonia]]''.
 
E dad a deue eus [[Cumes]] en [[Eolia]], ur vro eus [[Azia Vihan]] entre [[Ionia]] ha [[Troade]]. Pe anv e oa, n'ouzer ket. Dios e vije bet, hervez an hengoun, met kement-se a deuje eus treuzkompren ur rannbennad «Πέρση, δῖος γένος}} / ''Pérsê, dĩos génos'' » (''Labourioù'', v. 299), komprenet evel « Perses, mab da z-Dios » e-lec'h « Perses, mab hael ». Perc'henn e oa d'ur seurt embregerezh [[aocherezh]] a voe rivinet gantañ.
 
Treuziñ ar mor a reas neuze, ha mont da chom da Askra ma prenas un tamm douar e-harz ar Menez [[ Helikon]]. Eno e timezas gant ''Pycimède'', ha daou vab o doe: '''Hesiodos''' ha '''Perses'''.
 
Ul lec'h paour e oa Ascra. Hervez Hesiodos e oa ur « bourk milliget, drouk d'ar goañv, kriz d'an hañv, morse e neze plijus » (''Labourioù'', v. 640). Deuet ar c'houlz da rannañ hêrezh e dad: bec'h a savas etre e vreur Persès hag eñ, ha prosez. Gant « rouaned» Ascra e voe lavaret edo ar gwir gant Persès. Hemañ neuze a gasas e stal da Gernetra, hag a eas da c'houlenn arc'hant digant e vreur a gasas anezhañ da sutal. Ha Persès, droug ennañ, a c'hourdrouzas Hesiodos , prest d'ober ur posez all d'e vreur. Hiroc'h n'ouzer ket.
 
Evit reiñ un tamm skiant d'e vreur hag e skoazellañ da gaout ur vuhez yac'h ha da verañ e beadra evel a zo dleet e savas Hesiodos ar varzhoneg ''[[Al Labourioù hag an Deizioù]].
 
== Al Labourioù hag an Deizioù ==
 
Savet eo an oberenn war an div wirionez-mañ:
* al labour eo lezenn ar vuhez;
* an neb a labour en devez peadra da vevañ atav.
 
Skrivet e voe pa oa al labour-douar o vont da fall, ha hellaziz o tivroañ da glask douaroù nevez da drevadenniñ.
 
Ouzhpenn labourat an douar e oa un [[aedes]] anezhañ, da lavarout eo ur barzh a save barzhonegoù evit o reiñ da glevout d'an dud. E [[C'halkis]] en [[Eubea]], e kemeras perzh en ur genstrivadeg barzhoniezh aozet gant mibien ar roue [[Amphidamas]] da lidañ obidoù o zad. Trec'h e voe war ar genstriverien all gant ur varzhoneg a gane enni talvoudegezh al labour-douar hag ar peoc'h. Un trebez a voe roet dezhañ evel gopr ha dediet e voe gantañ da Vuzezed ar menez [[Helikon]].
 
Mervel a eure en Askra. Pa voe distujet ar gêriadenn gant tud [[Tespia]], e tec'has an annezidi da [[Orc'homenos]]. Hervez testeni [[Aristoteles]] en e ''Bonreizh Orc'homenos'' e voe dastumet ludu korf ar barzh, war-lerc'h un orakl, gant tud ar gêr-se, ha lakaet e-kreiz o [[agora]], e-kichenik bez [[Minias]], haroz ar geoded en-eeun. E-giz-se e voe lakaet Hesiodos gant an annezidi da ziazezer o c'hêr (οἰκιστής}} / ''oikistês'' e gregach).
 
Komz anezhañ e-unan en deus graet Hesiodos en e oberenn: karout a ra ar vuhez sioul war ar maez, an dilontegezh hag ar reizhded, doujañ ouzh ar relijion betek bout kredus, hep klask plijout d'ar roue, trawalc'h dezhañ reiñ skoazell d'e genvroiz, a brezege dezho ar vuhezegezh vat gant gwerzennoù brav. Gantañ eo bet ijinet ar varzhoniezh didaktek. Delwennoù a voe savet dezhañ war-lerc'h e varv e [[Thespies]], [[Olimpia]] ha war ar menez [[Helikon]].
 
Kanet e voe e varzhonegoù gant ar [[rapsoded]] ha brud bras a deuas dezho evel-se.
Kalzig a varzhed a zo bet awenet gant Hesiodos, hag en o zouez
* [[Vergilius]] (en e ''[[Georgica]]''),
* [[Caton an Henañ]] (en e ''De agri cultura'')
* [[Lucretius]].
 
=== Ar mojennoù ===
E skridoù kozh e kaver munudoù diwar-benn Hesiodos:
* an Ἀγών / ''Agốn'', pe ''Disput etre [[Homeros]] ha Hesiodos'', kenstrivadeg barzhonegañ etre an daou varzh , e gregach;
* ''Buhez Hesiodos'', gant ar gramadegour bizantat [[Yann Tzétzès]] ;
<!--
* l’article ''Hésiode'' de la ''[[Souda]]'' ;
 
Mar deo anavet anv Hesiodos eo abalamour ma en deus skrivet diwar-benn ar mojennoù kozh en e oberennoù:
* ''[[Teogonia]]'' hag ''[[Al Labourioù hag an Deizioù ]] ''.
 
<!--
<!--La première édition ancienne que nous ayons conservée par les papyrus n’attribue à Hésiode que trois œuvres.-->
 
* ''[[Teogonia]]'' (Θεογονία}} / ''Theogonía'') a zo diwar-benn lignezoù an doueed ma kinnig enni ar bernioù doueed a zo meneg anezho er mojennoù, gant an tri remziad anezho: hini [[Ouranos]], hini [[Kronos]], hini [[Zeus]] a voe trec'h warno holl. Koshañ barzhoneg relijiel Hellaz eo. Ouzhpenn kontañ lignezoù an doueed ez eus el levr ur c'hosmogonia a grog gant krouidigezh ar bed hag ar [[C'haos]].
 
* ''[[Al Labourioù hag an Deizioù]]'' (Ἔργα καὶ Ἡμέραι / ''Erga kaì Hêmérai'') ;
 
* '' Skoed Herakles '' (Ἀσπὶς Ἡρακλέους}} / ''Aspìs Hêrakléous''), awenet gant deskrivadur skoed [[Akilles]] en ''[[Iliada]]''.
 
=== Oberennoù all lakaet war e gont ===
=== Pennadoù kar dre o ster ===
 
* Oberennoù Hesiodos :
** ''[[Teogonia]]'',
** ''[[Al Labourioù hag an Deizioù]]''
** ''[[Katalog ar Maouezed]]'' ;
 
{{Commonscat|Hesiod|Hesiodes}}
* [http://remacle.org/bloodwolf/poetes/falc/hesiode/intro.htm Arnodskrid diwar-benn Hesiodes hag e oberennoù].
 
 
[[Rummad:Skrivagnerien Hellaz kozh]]
[[hu:Hésziodosz]]
[[hy:Հեսիոդոս]]
[[id:HesiodusHesiodos]]
[[is:Hesíódos]]
[[it:Esiodo]]
60 152

kemm