Siouxsie and the Banshees : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: repairing outdated link allmusic.com
Linenn 4: Linenn 4:
'''Siouxsie and the Banshees''' a oa ur strollad [[punk rock]] ha [[post-punk]] [[Breizh-Veur|breizhveuriat]] bet savet e [[Londrez]] e [[1976]].
'''Siouxsie and the Banshees''' a oa ur strollad [[punk rock]] ha [[post-punk]] [[Breizh-Veur|breizhveuriat]] bet savet e [[Londrez]] e [[1976]].


A-bouez eo bet e bed ar sonerezh eus dibenn ar bloavezhioù 1970 da benn-kentañ ar bloavezhioù 1990, ha meur a strollad all, evel [[The Cure]],<ref>[http://www.allmusic.com/cg/amg.dll?p=amg&token=&sql=11:hifpxqe5ld6e AMG The Cure, rann 'influenced by']</ref> [[Massive Attack]],<ref>[http://www.inflightdata.com/superpredators.html Massive Attack en deus implijet "Metal Postcard" evit aozañ sonerezh ar film The Jackal]</ref>, [[Garbage]] pec 'hoazh [[LCD Soundsystem]].<ref>[http://www.jacksonfreepress.com/music/comments.php?id=8732_0_28_20_C53 jacksonfreepress.com LCD soundsystem en deus sonet en-dro "Slowdive", ]</ref>. E-touez ar re bet levezonet ganto e c'haller menegiñ ivez [[Arcade Fire]], [[Radiohead]], [[Santogold]], [[Jane's Addiction]]<ref>[http://www.amazon.com/Siouxsie-Banshees-Authorised-Mark-Paytress/dp/1860743757/ref=pd_bbs_sr_1/102-6326196-1594563?ie=UTF8&s=books&qid=1176657864&sr=1-1 Mark Paytress Biography, 2003, p199]</ref>, The Beta Band<ref>[http://www.betaband.com/press/interviews.php Beta Band' aterset gant Scott Lapatine, Earlash, miz Ebrel 2004]</ref>, ha tud evel [[Morrissey]], [[Johnny Marr]] pe [[Shirley Manson]] ([[Garbage]]).
A-bouez eo bet e bed ar sonerezh eus dibenn ar bloavezhioù 1970 da benn-kentañ ar bloavezhioù 1990, ha meur a strollad all, evel [[The Cure]],<ref>[http://www.allmusic.com/artist/p4004 AMG The Cure, rann 'influenced by']</ref> [[Massive Attack]],<ref>[http://www.inflightdata.com/superpredators.html Massive Attack en deus implijet "Metal Postcard" evit aozañ sonerezh ar film The Jackal]</ref>, [[Garbage]] pec 'hoazh [[LCD Soundsystem]].<ref>[http://www.jacksonfreepress.com/music/comments.php?id=8732_0_28_20_C53 jacksonfreepress.com LCD soundsystem en deus sonet en-dro "Slowdive", ]</ref>. E-touez ar re bet levezonet ganto e c'haller menegiñ ivez [[Arcade Fire]], [[Radiohead]], [[Santogold]], [[Jane's Addiction]]<ref>[http://www.amazon.com/Siouxsie-Banshees-Authorised-Mark-Paytress/dp/1860743757/ref=pd_bbs_sr_1/102-6326196-1594563?ie=UTF8&s=books&qid=1176657864&sr=1-1 Mark Paytress Biography, 2003, p199]</ref>, The Beta Band<ref>[http://www.betaband.com/press/interviews.php Beta Band' aterset gant Scott Lapatine, Earlash, miz Ebrel 2004]</ref>, ha tud evel [[Morrissey]], [[Johnny Marr]] pe [[Shirley Manson]] ([[Garbage]]).


== Istor ar strollad ==
== Istor ar strollad ==

Stumm eus an 3 Du 2010 da 23:06

Steven Severin, Siouxsie Sioux ha Budgie
Siouxsie e Edinburgh e 1980

Siouxsie and the Banshees a oa ur strollad punk rock ha post-punk breizhveuriat bet savet e Londrez e 1976.

A-bouez eo bet e bed ar sonerezh eus dibenn ar bloavezhioù 1970 da benn-kentañ ar bloavezhioù 1990, ha meur a strollad all, evel The Cure,[1] Massive Attack,[2], Garbage pec 'hoazh LCD Soundsystem.[3]. E-touez ar re bet levezonet ganto e c'haller menegiñ ivez Arcade Fire, Radiohead, Santogold, Jane's Addiction[4], The Beta Band[5], ha tud evel Morrissey, Johnny Marr pe Shirley Manson (Garbage).

Istor ar strollad

Ar ganerez Siouxsie Sioux hag ar soner gitar boud anvet Steven Severin eo an izili gentañ. Asambles gant ar gitarour John McKay hag an tabouliner Kenny Morris ec'h enrolljont daou Peel Session e 1977. O fladenn vihan gentañ, levezonet gant al luskad post-punk hag anvet Hong-Kong Garden, a zeuas er-maez e 1978, ha pignat a reas betek ar 7vet plas en hit-parade Breizh-Veur. Da heul e teuas er-maez o fladenn vras kentañ, anvet e oa The Scream. Er gazetenn NME eus Breizh-Veur e skrivas Nick Kent e sone ar strollad evel ur meskaj etre The Velvet Underground ha Can.[6]

Buan e voe brudet ar strollad er Rouantelezh-Unanet, met bec'h a savas etre ar sonerien e penn-kentañ an droiad aozet da heul embann Join Hands (miz Gwengolo 1979), neuze ez eas kuit McKay ha Morris. Robert Smith (The Cure) a gemeras plas ar gitarour. E 1980 e voe degemeret daou soner nevez: ar gitarour John McGeoch (bet e Magazine) hag an tabouliner Budgie (bet ezel eus The Slits). Kregiñ a reas ar strollad da enrollañ tonioù nevez, heñveloc'h ouzh sonerezh pop, evel "Happy house" ha "Christine", ha re all disheñvel, evel 'Red light'. An holl donioù-se a gaver war Kaleidoscope, ur bladenn liesseurt, hag a dapas 5vet plas an hit-parade e Breizh-Veur. E 1981 e voe krouet The Creatures gant Siouxsie ha Budgie, gant ar pal sevel tonioù diazezet war ar binvioù-sko. Er memes bloavezh e teuas er-maez ur bladenn nevez gant The Banshees, Juju he zitl. Hervez Morrissey ez eo pladenn wellañ ar strollad.[7]

E 1982 e voe meulet ar strollad gant ar vurutellerien eus Breizh-Veur pa zeuas er-maez A Kiss in the Dreamhouse, ur bladenn nevez he son, gant bivioù-kerdin ha sonioù dic'hortoz, tost ouzh ar sonerezh-arnodiñ.[8]. Riñset e oa bet John Mc Geoch gant an enrollañ, ha kuitaat a reas ar strollad goude-se. Ur wech ouzhpenn e voe degemeret Robert Smith, ha gitarour ar strollad e voe etre 1982 ha 1984. Kemer a reas perzh en enrollañ Hyaena e 1984.

Gant ar bladenn single anvet "Cities In dust", e tiskouezas Siouxsie e oa bepred gouest d'ober sonerezh evel m'he doa graet e dibenn ar bloavezhioù 1970. E 1986 e teuas er-maez ar bladenn Tinderbox, diazezet war doare seniñ gitar John Carruthers. E 1987 e teuas er-maez Through the Looking-Glass : ur bladenn warni tonioù bet ijinet gant strolladoù all, ha sonet en-dro gant Siouxsie and the Banshees.

E 1988 e reas berzh ar strollad er Stadoù-Unanet a-drugarez d'an albom anvet Peepshow. Goude an droiad a voe aozet da heul embannadur ar bladenn e voe enrollet ur bladenn nevez gant The Creatures, Boomerang he zitl. Ur bladenn sonerezh bihanañ eo.

E 1991 e teuas a-benn ar strollad d'ober berzh er Stadoù-Unanet (plas 23 en hit-parade) gant an ton "Kiss them for me" tennet eus Superstition.[9]

E 1994 e kanas Siouxsie asambles gant Morrissey war ar bladenn single Interlude, un ton leun a vinvioù-kerdin. E 1995 e teuas er-maez pladenn diwezhañ ar strollad, The Rapture he zitl. Ur bladenn heñvel ouzh "A kiss in the dreamhouse" eo. Nepell goude e voe divodet ar strollad.

Siouxsie ha Budgie a gendalc'has gant an anv The Creatures. Lakaat a rejont embann ar bladenn anvet Anima Animus e 1999. Hervez PJ Harvey ez eo unan eus an dek pladenn a blijas ar muiañ dezhi e 1999.[10]

Advodet e voe The Banshees e-pad ur pennadig e 2002. Siouxsie a ganas ivez war "Kish Kash" (Basement Jaxx) ha war Hai!, pladenn diwezhañ The Creatures.

Siouxsie e Madrid e 2008

E miz Gwengolo 2007 e teuas er-maez ur bladenn gant Siouxsie hec'h-unan, Mantaray he zitl. Degemeret mat e voe gant ar vurutellerien [11].

Roll pladennoù

Siouxsie and the Banshees

Siouxsie Sioux

  • 2005 - Dreamshow (live dvd - London 2004)
  • 2007 - Mantaray
  • 2009 - Finale : The Last Mantaray And More Show (live dvd - London 2008)

The Creatures (Siouxsie & Budgie)

  • 1989 - Boomerang
  • 1997 - A bestiary of (compilation : 'Wild things'E.P 1981, 'Feast' Album-1983, 'Right now' single-1983)
  • 1999 - Anima Animus
  • 2004 - Hai!

Notennoù

  1. AMG The Cure, rann 'influenced by'
  2. Massive Attack en deus implijet "Metal Postcard" evit aozañ sonerezh ar film The Jackal
  3. jacksonfreepress.com LCD soundsystem en deus sonet en-dro "Slowdive",
  4. Mark Paytress Biography, 2003, p199
  5. Beta Band' aterset gant Scott Lapatine, Earlash, miz Ebrel 2004
  6. N.M.E., 26.08.1978
  7. Atersadenn Morrissey e-barzh GQ, 2005
  8. NME ar 6/11/82 in
  9. allmusic.com AMG billboard chart pladennoù single Siouxsie & the Banshees
  10. pjharvey.net 7th January 2000 - PJ selects her Top 10 Albums of 1999 The Creatures(aka Siouxsie et Budgie) Anima Animus
  11. Pitchforkmedia : pennad diwar-benn Mantaray

Liammoù diavaez