Linchañ : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 44: Linenn 44:
:''For the sun to rot, for the trees to drop,''
:''For the sun to rot, for the trees to drop,''
:''Here is a strange and bitter crop.''
:''Here is a strange and bitter crop.''

== Notennoù ==
{{Références}}


[[Rummad:Istor SUA]]
[[Rummad:Istor SUA]]

Stumm eus an 2 Du 2010 da 18:41

Ur morian-amerikan linchet ha krouget e 1925.

Linchañ, pe lynching hervez ar saozneg, zo ur c'hastiz graet gant un engroez tud, krougañ un den peurvuiañ, evit spontañ an dud all. Aliezik e c'hoarveze kement-se en amzerioù ma klaske an niver brasañ lakaat an niver bihanañ da blegañ da lezennoù pe d'un urzh kevredigezhel direizh.

En un doare strishoc'h e komzer eus lincherezh alies diwar-benn doareoù ar re wenn en SUA da gondaoniñ morianed d'ar marv hep prosez, ha dreist-holl adalek an XIXvet kantved goude ar Brezel-diabarzh.

Orin

Linchadenn en 1774

Meur a zisplegadenn zo d'ar ger: pe eus anv un den, pe eus un anv-lec'h.

Dont a rafe ar ger eus anv Charles Lynch, barner e Virginia en XVIIIvet kantved.

Koulskoude ez eus ivez un aotrou William Lynch a oa barner ivez e Virginia, hag a gustume ober prosezioù prim ha prim d'an dud a oa a du gant Bro-Saoz. Bodañ a rae al lez, kavout touidi, ha kadoriañ el lakidigezh d'ar marv.


SUA

Linchadenn Laura Nelson en Okemah, Oklahoma en 1911; klasket he devoa gwareziñ he mab a voe linchet war un dro ganti.
Kartenn-bost gant skeudenn linchadenn Lige Daniels, krennard du a 16 vloaz, tamallet dezhañ beezaén muntret ur vaouez kozh wenn e Texas, SUA, d'an 3 a viz Eost 1920.

Eus 1882 da 1951 ez eus bet kontet 4700 a dud (ken gwazed, ken maouezi, ken bugale) - dre vras un den ar sizhun e-pad 80 vloaz - lazhet en doare-se en anv ul lezenn nann-skrivet.
Eus ar bloavezhioù 1880 betek ar bloavezhioù 1930 e oa morianed dreist-holl a veze linched: 2400 a dud du evit 300 a dud wenn, hagan darn vuiaén anezho e stadoù kreisteiz SUA. [1].

  1. Article sur le lynchage aux États-Unis (article en anglais)