Revr : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2: Linenn 2:




Ar '''revr''' eo al lodenn eus [[korf]] an [[Den]] hag al loened troadek etre an [[divgroazell]] hag an [[divvorzhed]]. Meneget eo er [[Catholicon|C'hatholicon]] dindan ar stumm ''reffr'' ([[1499]]).<br>
Ar '''revr''' eo al lodenn eus [[korf]] an [[den]] hag al loened troadek etre an [[divgroazell]] hag an [[divvorzhed]]. Meneget eo er [[Catholicon|C'hatholicon]] dindan ar stumm ''reffr'' ([[1499]]).<br>


Komzet e vez eus revr an traoù ivez : ur revr o deus ar pod-houarn, ar [[bag|vag]], ar [[karr|c'harr]], ar [[kanol (arm)|c'hanol]], ar [[gwez]]...
===Revr an traoù ivez==
Komzet e vez eus ''revr an traoù'' ivez : ur revr o deus ar pod-houarn, ar [[bag|vag]], ar [[karr|c'harr]], ar [[kanol (arm)|c'hanol]], ar [[gwez]] (kentoc'h pa vezont en o led).
*A-wechoù e talv kement ha 'lodenn izelañ an dra', an hini dostañ eus an douar (revr ur voutailh), pa vez laret: Lak ar sac'h war e revr!
*A-wechoù e talv 'lodenn bellañ diouzh ar penn' (revr ar c'harr). Da neuze e c'haller ober ivez gant ar ger [[lost]], damheñvel e ster: komzet e vez eus ''lost ar c'harr'', hag e-touez an anvioù-tud deuet diwar anvioù-lec'hioù e kaver Lostanlenn.


===[[Dereadegezh]]===
===[[Dereadegezh]]===

Stumm eus an 8 Du 2006 da 07:34

Restr:AphroditeKallipygos.jpg
Delwenn Gwener, pe Afroditez Klunet-kaer, er Mirdi Broadel e Naplez.


Ar revr eo al lodenn eus korf an den hag al loened troadek etre an divgroazell hag an divvorzhed. Meneget eo er C'hatholicon dindan ar stumm reffr (1499).

=Revr an traoù ivez

Komzet e vez eus revr an traoù ivez : ur revr o deus ar pod-houarn, ar vag, ar c'harr, ar c'hanol, ar gwez (kentoc'h pa vezont en o led).

  • A-wechoù e talv kement ha 'lodenn izelañ an dra', an hini dostañ eus an douar (revr ur voutailh), pa vez laret: Lak ar sac'h war e revr!
  • A-wechoù e talv 'lodenn bellañ diouzh ar penn' (revr ar c'harr). Da neuze e c'haller ober ivez gant ar ger lost, damheñvel e ster: komzet e vez eus lost ar c'harr, hag e-touez an anvioù-tud deuet diwar anvioù-lec'hioù e kaver Lostanlenn.

Dereadegezh

Koulskoude, diwar levezon ar galleg moarvat, hag ar sevended degaset gantañ marteze, eo aet ar ger revr e-maez a implij tamm-ha-tamm e troiennoù zo dre ma 'z eus ur ger all kevatal : daoust hag en abeg da se eo e kaver ar ger kil e-lec'h revr en droienn "penn-kil-ha-troad".

Ur ger hollek

Pa gomzer eus ar revr e komzer eus un hollad a zo anezhañ : ar feskennoù (pe ar peñsoù), ar ridell, hag ar fraezh (pe an toull-revr).

Ur ger naturel

Ar braz eus an dud a ra gant ar ger en un doare naturel evit komz eus al lodenn-se eus ar c'horf a zo e traoñ ar c'hein hag a seblant graet evit azezañ muioc'h eget evit kaout taolioù botoù. Sede troioù-lavar a ziskouez an daou implij-se:

  • Bezañ moan e revr, ha Tapout ur revriad aon, a zo un heñvel.
  • Bezañ kras e revr evel un dorchenn blouz, bezañ pinvidik ha pizh (Tro-lavar implijet er gontadenn Noblañs gant Jakez Konan).
  • Bezañ leun e revr: bezañ mezv
  • Bezañ paour e revra zo kreñvoc'h eget bezañ paour hepken
  • Bezañ poazh e revr, pe Bezañ holen kras en e revr: kaout c'hoant da fiñval, da vont da lec'h all.
  • Bezañ skuizh e revr gant un dra bennak: a zo kreñvoc'h eget bezañ skuizh hepken.
  • Bezañ war gab e revr: bezañ azezet, pa gomzer eus loened zo (ki, kazh, louarn, bleiz).
  • Kouezhañ war e revr
  • Redek e revr: redek ar vro. Hennezh a vez ordinal o redek e revr. Ur reder-e-revr a vez atav war an hentoù.
  • Sachañ ar revr: mont kuit; implijet evel-hen: "Sach da revr ganit!"
  • Sevel ar revr: sevel. Sav da revr alese!
  • Tapout taolioù botoù e-barzh ar revr.* Krediñ lavarout eo e revr dezhañ: krediñ kaozeal pe sevel ar vouezh.
  • Terriñ ar revr: skuizhañ penn unan bennak. Arabat dit dont da derriñ ma revr gant ar c'hozh ti brein-se ken!
  • Teurel ar revr war ur gador.
  • Krennlavar: Ul lamm revr a dalv nav.

Ur ger lous

Lod tud a gav koulskoude eo ur ger lous, hag e kavont gwelloc'h ober gant ar ger penn a-dreñv.

Koulskoude ez eus un implij dizereat splann eus ar ger pa vez kemeret da skeudenniñ ar vuhez reizhel ha dreist-holl hini ar merc'hed, e genoù ar baotred a gomz neuze eus

  • ur revr skorn, ur revr yen,
  • ur revr domm, ur revr boazh.

Gerioù all

David kizellet gant Donatello, gwelet eus a-dreñv

Sede un nebeud gerioù all a reer ganto evit chom hep ober gant ar ger revr:

  • feskennoù
  • divglun, eus ar ger klun, nebeud anavezet nemet e Bro-Wened;
  • pastelloù
  • moñselloù
  • leternioù
  • talier

Gerioù deveret

  • revreg pe revrieg, revrek pe revriek (ar stumm eg eo a gaver gant Jules Gros).
    • Ur revreg zo ur paotr gant ur pezh revr. Ur revregez zo ur plac'h.
    • An troiennoù "pennek-ha-revrek" pe "daoubennek-daourevrek": Lak da gaol pennek-ha-revrek.
  • revriañ
  • revrad, pe revriad. Ur revrad a c'hall bezañ
    • un taol war ar revr
    • pe un tortad, un toullad, ur c'horfad. Ober ur revrad a raio an hini a ev re.
    • ur bern traoù: ur revriad traoù
      • Mont da gerc'hat ur revrad dour, a zo mont dindan ar glav
    • un dra vras: ur revriad aon, ur revriad vezh
    • ur revriad hini, da lavarout eo ur pezh hini, ur mell hini.
  • direvr: ur c'helorn direvr
  • direvrañ a zo koll ar revr, pe marteze koll ar spered: "Hennezh a zo prest da zirevrañ gant ar c'hoant da vont d'ar pardon (Jules Gros)
  • a-revr, en droienn chom a-revr: labour chomet a-revr a zo labour a dleje bezañ echu ha n'eo ket graet c'hoazh.

Gerioù gant revr enno

  • revr-bezel
  • revr-noazh (pesk)

Kemmadur

A-wechoù e vez graet ar c'hemmadur dre vlotaat war-lerc'h ar ger gourel revr, evel pa vije ur ger benel.

Levrioù implijet da sevel ar pennad

  • Geriadur brezhoneg an Here, 2001. Ar pennadoù REVR ha REVRIAD, pajenn 1109.
  • Jules Gros, Le Trésor du Breton Parlé, 2ème partie, Librairie bretonne Giraudon, 1977: ar pennad REVR, pajennoù 442, 443, 444, hag ar pennadoù REVRAD ha REVREG.